C’hoariva

Aozer : Erwan Ar Gall / Du 2018

E 2005 e oa ganet ar gengevredigezh C’hoariva evit ober al liamm etre ar strolladoù a ginnig pezhioù e Brezhoneg, pe e vefent a-vicher pe a-youl vat, bodañ hag ambroug anezho. Dindan nebeut bloavezhioù eo deuet da vout un oberer a-bouez war leurennoù Breizh, pa grou ul liamm etre a gevelerien frammoù, Kuzul Rannvro Breizh en o zouez.

Gwir liamm ar c’hoariva e brezhoneg eo C’hoariva, p’emañ oc’h ober war-dro brudañ ar strolladoù hag o c’hrouidigezhioù. Ouzhpenn-se ez eo ur greizenn teuliaouiñ, ha renablet eo ganto glad ar c’hoariva e Brezhoneg. Labourat a ra ivez evit brudañ arz ar c’hoariva, war-zu ar re yaouankañ da skouer, dreist-holl er skolioù.

Ha goude-se emañ ar gengevredigezh C’hoariva o sevel liammoù gant an arvesterien, pa skign un deiziataer eus an holl abadennoù, ha pa aoz Gouel an Teatr Brezhonek bep daou vloaz. Dre ma vezont prederiet ivez gant barzhelezh an arvestoù e vez aozet ganto stummadurioù evit an aktourien koulz hag evit an deknikourien, alese e c’heller lâret ez int oberiant e-kreiz pep leurenn c’hoariva brezhonek. Evit-se ivez e skignont levrioù poelladennoù da vezañ implijet gant ar strolladoù, en o atalieroù, pe e vefe er skolioù pe e degouezhioù all. Evel-se o doa bet embannet an hini kentañ anezho, Mirdi, diwar pezh-c’hoari Jean-Michel Ribes, un aridennad sketchoù o tremen en ur mirdi : skridoù sklaer hag aes da dapout, un drugar evit an holl, skolajidi zoken.

Kavout a reer 18 strollad bodet e C’hoariva, 3 anezho gant tud a-vicher hag unan dam-vicherel. Kizidikaat ouzh ar Brezhoneg, brudañ ar c’hoariva en ur stummañ aktourien ha skoazell aozerien abadennoù c’hoariva hag embannerien pezhioù-c’hoari, setu ger-stur C’hoariva abaoe 2016.