E-touez chapelioù ar Venec’h Ruz e Breizh eo Chapel ar Vadalen e Klison an hini chomet he stad a-vremañ an tostañ eus ar pezh a oa er penn-kentañ. Hervez Paul Berthou en doa he studiet e deroù an XXvet kantved e oa anezhi « ur savadur eus diwezh an XIIvet kantved, dezhi un nev, ur c’heur hag amestezioù, bolzennet ha troet war-zu ar Gevred ». Soñjal a reer bremañ e oa bet savet an iliz un 30 vloaz bennak diwezhatoc’h. Ur savadur roman zo anezhi evit afer-se, simpl, taer a-walc’h, dezhi un nev tri c’hlaziad ur volz fust kamm warne, o kas d’ur rak-keur hantergelc’hiek, ur c’hlaziad eeun dirak e volz-forn ; Sichennet-kreñv eo war skoazennoù ledan savet a lec’h da lec’h, a bep kostez hag a-dal zoken. Ur voger-kloc’hdi a sav diwar he zal, dezhi daou brenestr bolzennet war hanter-gelc’h, baliret gant un talbenn tric’hornek. Dirak an tal-se e oa bet savet er XVvet kantved ur rak-nev, aet he zoenn diwarni abaoe. Da vare ar Venec’h Ruz e oa iliz ar Vadalen perzh ur strollad savadurioù hag a dalveze da sez d’ur gemenned a-bouez a gaver ar meneg kentañ anezhi e 1213. En em astenn a rae he beli betek harzoù ar winieg a-vremañ. Taolennet-splann eo bet mererezh ar vreudeur gant ul leveour e 1257. Displegañ a ra an diell-se e plede kalz ar Venec’h Ruz, war harzoù an dugelezh hag an Añjou, gant ar gounid edeier hag ar sevel chatal ; deuet e oant mailh war ar winienn ha war al labourioù treuzfurmiñ, fornioù ha milinoù paneveken, a zegase un tamm mat a c’hounid dezhe. Hervezañ e vije bet savet fabourzh ar Vadalen gante zoken, burgum Templi Clicii e anv latin, kêriadenn nemeti an Templ a anavezer e Kornôg ar Stad C’hall a-vremañ. Ur c’harter penn-da-benn an hini a oa bet diorreet evel-se betek kêr, ne chom roud ebet dioutañ nemet an iliz en deizioù a-vremañ.
Chapel ar Vadalen e Klison
MENEGIÑ AR PENNAD
Aozer : Philippe Josserand, « Chapel ar Vadalen e Klison », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 13/01/2021.
Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/chapel-ar-vadalen-e-klison
Aozer : Philippe Josserand
Normaliad, agregad war an istor ha bet ezel eus Skol Uhel ar Studioù spagnat hag iberat eo Philippe Josserand. Mestr-prezegenner eo e Skol-Veur Naoned abaoe 2000. Un arbennigour anavezet er bed a-bezh eo ivez war brezelioù ar Groaz hag an urzhioù-brezeliñ. Diwarne en deus skrivet al levr Eglise et pouvoir dans la péninsule ibérique ha Les ordres militaires dans le royaume de Castille, 1252-1369 (Madrid, Casa de Velasquez, 2004). Kenrenet en deus goude-se Prier et Combattre ha Dictionnaire européen des ordres militaires au Moyen-Age (Paris, Fayard, 2009). Emañ bremañ o plediñ gant urzh an Templ hag o prientiñ un danevell diwar-benn Jacques de Molay, e vestr diwezhañ, goude bezañ bet embannet Les Templiers en France (Paris, Gisserot, 2013).