Daniel Le Couédic
Ganet eo bet Daniel Le Couédic e 1948. Arkitektour DPLG eo, doktor a Stad en istor a-vremañ, ha kelenner e Skol-Veur Breizh-Izel. Eno, eus 1977 da 2007, e oa bet renk-ouzh-renk rener an Ensavadur Geo-arkitektouriezh, rener al labourva klaskerezh « Empentiñ, terkañ ha merañ ar frammoù savet hag an endro » (« Conception, aménagement et gestion du cadre bâti et de l’environnement », EA 2219). Bet e oa e penn rann « Europa » ar Gevredigezh evit Brudañ ar C’helenn hag ar C’hlaskerezh war an Terkañ hag ar C’hêraozañ (Association pour la Promotion de l’Enseignement et de la Recherche en Aménagement et en Urbanisme, APERAU) eus 2004 da 2007, ha goude-se e penn ar rann « Terkañ ar spas, Kêraozañ (« Aménagement de l’espace, Urbanisme ») eus Kuzul Broadel ar Skolioù-Meur (CNU) etre 2007 ha 2011. Kas a ra e glaskerezh war teir zachenn bennañ : teori ha doktrin an arkitektouriezh hag ar c’hêraozañ ; ar micherioù stag outo, en istor hag en amzer vremañ ; ar mennadoù a identelezh, e liamm ouzh an terkañ hag ouzh an dremmvro. Pennadoù niverus en deus bet embannet, ha meur a oberenn, en o zouez La maison ou l’identité galvaudée, Priz broadel al levrioù Arkitektouriezh e 2004. Oberenn nevesañ embannet gantañ : Architectures en Bretagne au XXe siècle.