Degemer ar c’houlennerien-bod e Breizh

Aozer : Anne Morillon / Ebrel 2019

Siria, Irak, Republik Demokratel Kongo, Nigeria, Ginea, Soudan, Eritrea, Kevredad Rusia, Ukraina… kement bro m’eo tarzhet ar brezel sivil enno, hag heskinerezh ar minorelezhioù kenelel ha relijiel, ma teu un toullad mat a enebourien politikel da greskiñ niver ar repuidi. Evit ar wech kentañ abaoe an eil Brezel Bed eo erru niver an dud dilec’hiet e diabarzh o bro, ar repuidi hag ar c’houlennerien-bod en tu all da 50 milion a dud dre ar bed a-bezh. E Frañs eo bet anavezet ar statud a repuad da 14 589 den e 2014. D’an 31  Kerzu 2014, e oa 193 552 den dindan warez an Ofpra (Ofis Frañs gwarez ar repuidi ha divroidi).

Abaoe penn-kentañ ar bloavezhioù 2000  ez eo kresket a-galz niver ar c’houlennerien-bod er rannvro Breizh, evel war darn vras tachenn ar Frañs (dre deir gwech etre 2000 ha 2012). Ha diwar-se ez eo bet digoret kreizennoù degemer nevez e kêrioù bihan o doa bet nemeur a zarempred gant ar repuidi betek-henn. Tud zo, awenet gant an hengoun a zegemer a veze e Breizh, a glask bodañ tud a-youl vat evit reiñ skoazell dezho, pa vez lod all o tiskouez o enebiezh, aon ganto ma savfe kudennoù gant an dud nevez erruet. Memestra eo bet daougementet barregezh degemer ar c’houlennerien-bod, daoust ma n’eus ket trawalc’h c’hoazh evit plediñ gant an holl c’houlennoù : e Breizh e kaver daouzek kreizenn degemer evit ar c’houlennerien-bod hiviziken (KDGB) hag ur greizenn bod da c’hortoz (KBG), pezh a ro 950 plas en holl. Met niverus eo ar re a c’houlenn rekour gant ar stignad a-zifrae (doare 115) a-raok bezañ degemeret en ur greizenn. Unan eus ar perzhioù da c’hounit gant reform bet votet e miz Gouere 2015 a zo berraat ar pennad amzer tremenet en ur C’hDGB, hag alese gwareziñ an dud en ezhomm, hag ivez aesaat ma vefe kaset kuit ar re a vo bet nac’het o goulenn chom er vro.

Diwar: UNHCR, Ofrpa, DRJSCS Breizh.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Anne Morillon, « Degemer ar c’houlennerien-bod e Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 3/04/2019.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/degemer-ar-c-houlennerien-bod-e-breizh

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù