Degemerañs ha banvezioù e dugelezh Breizh er XVvet kantved

Aozer : Laurence Moal / Du 2022
Buhezek-mat eo lez duged Breizh e dibenn ar Grennamzer, evel m’eo al lezioù priñsed all, evel re Bourgogn ha Navarra da skouer. Eno e reer kejadennoù, emgavioù ha marc’hadoù. Klask a ra duged dinastiezh Monforzh kas ur politikerezh diavaez emren, hep tremen dre hanterouriezh roue ar Frañs. Evel-se e tegemeront kannaded Europa a-bezh. Hag e-keit ma veze ar gannaderien eno e vezent degemeret war an ton bras, alese kement a bouez lakaet war an degemer hag ar banvezioù, deuet da vezañ dalc’hioù politikel a bouez-bras.

E dalc’h e veze enor an hini a zegemere, evit-se e veze an Dug o c’houlen digant ar c’hêrioù degas o skoazell da obererezhioù an Duged evit degemer e gouvidi. Ret e oa da bennadurezhioù ar c’hêrioù derc’hel d’un nebeut reolennoù pa vezent o reiñ bod d’o gweladennerien. Ha miret e veze evel-se roll an holl zispignoù bet graet evit-se e rolloù an tiez-kêr, pezh a veze graet kontoù al lakaerien. Gant re kêr Roazhon ez eus bet degaset deomp un toullad mat a resisadurioù a-bouez-bras diwar-benn ar gouelioù bet aozet ganto.

Lid an degemer

Pa errue ur c’houviad a-bouez e veze kemennet peurliesañ gant haroded, pe embannerien, pezh a veze arouez ar gouel evit ar boblañs a deufe da arvestiñ ar re «deuet mat». Tantadoù a veze enaouet ha lakaet barrikennadoù gwin el lec’hioù tremen hag er c’hroaz-hentoù pennañ. Laouenaet e veze an ambrougadegoù gant sonerien ha oueskerien a veze o reiñ an digor d’ar gouvidi.

Banvez bet roet da Charlez IV : an etremeuz meur (munud). Gallica / Levraoueg Broadel Frañs: Kronikoù Meur Frañs, 1375-1379. Rann an Dornskridoù, Français 2813, fol. 473v.Kemeret eo bet e-karg gant a gêr eus an holl zispignoù a blede gant gwareziñ hag ober war-dro ar weladennerien : frejoù ambroug, treuzdougen ha kezeg, profoù (arc’hant, listri, bravigoù ha traoù all a dalvoudegezh) frejoù lojeiz, evajoù, kannañ dilhad, pennoù-gouloù ha goulaouennoù-koar, keuneud, ha kement zo... Da vourc’hizien Roazhon neuze da bourchas un amheuliad da gannaded ar Saozon, kaset gant Louis de Bretailles, kannad roue Bro-Saoz, Edouarzh IV, er bloaz 1475. Gopret o deus tud ha feurmet kezeg ivez evit dougen kement «arc’h, mal ha pakad a oa d’an hevelep kannad». Etre an eil hag ar 5 a viz Mae e oa bet lod eus ar Saozon o lojañ e ti an dud, lod all el leti ar Marc’h Gwenn, pe ti an ostizez La Gallée, ensavadurioù a vrud vat. Karget e voe neuze Allain Fortin, «trompilher» kêr, gant kuzul ar vourc’hizien  da gas ar gannaded da Sant-Malo.

Ur mare a-bouez e-doug an degemer : ar banvez

Gwin ha lipouzerezhioù a veze degaset da goulz an emgav kentañ, evel un arouez a zegemer mat, lodenn gentañ ar banvezioù ha gouelioù a oa da gaout en deizioù da zont. Dreist da bep tra e veze taolet pled a veze taolet war an danvezioù a veze servijet. Klasket e veze kavout gwin a-zoare evit enoriñ e gouvidi. Gwin klaered pe gwin Anjev e veze peurliesañ, gwin gwenn pe livrin, servijet e-doug ar predoù pe da «gwin kousked». Da neuze e soñjed e veze digoret toulloùigoù-c’hwez hag benvegad koazhañ an dud gant gwin gwenn, pa vefent serret gant gwin ruz. Servijout a raed ivez gwin spisoù, hipokraz, ruz pe gwenn. A-raok ar predoù e veze servijet seurt evaj, evel un digor-kalon, pe da zibenn ar predoù, pa veze «echu». En tiegezhioù brasañ e veze graet ar servij gant an
hanaferien. Ar gwin e oa pezh a gouste ar c’herañ en ur banvez, hag aet e oa ar priz outañ war-gresk un tamm mat e dibenn ar XVvet kantved (10 lir e kouste ur bipad gwin Anjev er bloaz 1450, pa gouste 20 lur e 1488).

Taolenn ur banvez (munud). Enlivadur tennet diwar Philippe Camus, Istor Olivier a Gastilha hag Artus a Algarbe, er stumm bet adkempennet gant David Aubert. Gallica / Levraoueg Broadel Frañs: Rann Dornskridoù Frañs. Galleg 12574, folio 181v.

Ne veze degemer a-zoare hep na vefe eus ur banvez. Pell en tu all eus ur pred hepken e veze un darvoud politikel gwir a roe tro d’ar galloud d’en em lakaat war-wel. Niverus e veze an dud bodet da geñver ar banvezioù ofisiel bet aozet en enor da gannaded ar broioù estren, ha gwelet e veze neuze evit darn anezho eus izili an heuliadenn, uhelidi ar gêr ha kannaded galloud an dug. D’ar 24 a viz Genver 1491 e voe dalc’het unan e ti Jehan  Hagomar evit degemer Jakez a C’hondebaud, kannad Maksimilian a Aostria. Eno e oa bet pedet ar c'hañseller ha «meur a zen a stad, kement tud ar c’huzul, kabitened ti ar rouanez, hon itron rouanez, hag ofisourien ha bourc’hizien ar gêr-mañ zoken». N’eo ket bet un dra aes evit bourc’hizien Roazhon aozañ seurt banvez memestra, pa oa brezel etre an dugelezh hag ar Frañs, ha seziz a oa bet lakaet war ar gêr. Banvezioù all a oa bet dalc’het e savadurioù foran, evel ti kambr-aes an duged e Roazhon, pe c’hoazh e ostalerioù brudet.

Siwazh kontoù ar re o doa lakaet o arc’hant en aozadur ar banvezioù-se ne roont ket deomp da c’houzout munudoù an aozadur, ha ne ouzer ket pet a dud a veze pedet, peseurt plas a veze roet d’ar gouvidi, pe c’hoazh e peseurt urzh e veze servijet ar meuzioù. Padal e c’hellont reiñ da adkavout ar rolloù-meuzioù, ha pa vefent ken disheñvel eus ur banvez d’egile. Festoù gwir e veze lod, ha servijet e veze enno ul liested a veuzioù niverus. Meur a seurt kig a veze alies, lod anezho bervet, lod all rostet pe farset, servijet gant chaous alies-mat. Kavet e veze evel-se kig-lapin, kaboned Kerne, glujiri, kefeleged, pichoned, kig-yar pe turzhunell, hag herlegoned zoken. Ha ne oa ket disoñjet kig-chatal kennebeut, kig-bevin, kig-moc’h ha kig-sall, kig-dañvad hag kig menn-gavr. Peurliesañ e veze servijet ar c’hig war-lerc’h an digoroù-kalon hag ar servij kentañ, ennañ soubennoù. Met ar re-mañ ne vezen ket doareoù bouilhoñs legumaj, pell ac’hann, ragoud kig dre holen evel an anduilhennoù, silzig pe gwadegennoù ne lâran ket. Miret e veze ar c’hig rostet, kig-bevin, kig-dañvad pe kig-yar gant chaous e-doug an eil servij. Hag evit an trede servij neuze, e veze degaset ar gouezerezh, da lâret eo kig  loened-blev.

E-pad ar C’horaiz e veze servijet meur a seurt pesked mor pe dour dous : « gounioù », merlanked, « raeed », « gralioù », « meilhed-lammer», « bremed », « beked », « lamprez », eoged, « morhoc’hed » hag harinked gwenn,ar re-mañ o vezañ pesked ar re baour.  Gwechoù zo e veze servijet ar meuzioù-se gant chaous diwar beler pe kaol.

Implijet e veze bara da vont gant ar meuzioù, pe da dalvezout da blad. Sasunet e veze ar meuzioù gant holen, gwinegr ha dreist-holl gant spisoù o doa ur plas a-zoare war an taolioù, daoust d’o friz uhel-mat: «poultr melen», «poultr gwenn», safron, kanell, tachoù-jenofl ha spisoùigoù all a gaved neuze. Sañset int broudañ ar c’hoazhañ. Sasunet e veze neuze chaous ganto, pe lakaet e vezent da fardañ an hipokraz.

Banvez Charlez V ar Fur (munud). Gallica / Levroueg Broadel Frañs : Kronikennoù Meur Frañs, enlivet gant Jean Fouquet, Turgn, tro 1455-1460, rann an Dornskridoù, Galleg 6465, fol. 444v.Evel ma c’heller kompren aes a-walc’h diwar e anv ez eo an etremeuz evel un ehan etre daou veuz. Ur mare evit degemer janglerien, aktourien ha sonerien e oa ivez. War daol ar vourc’hizien e servijed a-wechoù e-doug an etremeuz meuzioù simpl, evel ar gwinizhig, un doare yod gwinizh livet gant safron a-wechoù. E banvezioù pompadusoc’h e c’helled kavout meuzioù bamusoc’h evel ur paun goloet penn-da-benn gant e bluñv, evel ma vefe bev c’hoazh.

Echu e veze koan gant lipouzerezhioù , a bep seurt gwestell frondus, tartezennoù ha dreist-holl «bitrakoù» a veze doare mignerezhioù, pe c’hoazh drajez gwenn, livet pe perlezennet a yae d’ober an «dibenn». War an taolioù e kaved ivez frouezh diouzh ar mare-bloaz, prun, kerez, per, avaloù, pe zoken frouezh ar mor Kreizdouarel a-wechoù, evel fiez pe orañjez. Alies-mat e veze servijet frouezh fresk e deroù ar predoù, pa veze ar frouezh poazh, sec’h pe koñfizet evit an dibennoù-pred.

Ur redi renet gant e lidoù e oa ar reiñ bod, hag ar banvez a veze e kalon al lidoù-se. Koustus-kenañ e veze evit an hini a roe an degemer, met talvezout a rae ar boan. Rak ur wech distro d’o bro e vefe ar weladennerien o kontañ dre ar munud penaos e oant bet degemeret war an ton bras. Deuet e oa an degemer da vout ul lodenn ret eus brud an dugelezh ha reiñ a rae ton ha lorc’h da zugelezh Breizh war dachenn an Europa.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Laurence Moal, « Degemerañs ha banvezioù e dugelezh Breizh er XVvet kantved », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/11/2022.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/degemerans-ha-banveziou-e-dugelezh-breizh-er-xvvet-kantved

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité