Delwennouigoù galian Paoul

Aozer : Yves Menez / Du 2016

Diskouez a ra ar beder delwennig c’halian bet dizoloet e Paoul pegen dibar eo al lec’h-annez-se. Skeudennoù brientinion c’halian bet o vevañ eno e c’hellfent bezañ.

Bet douaret war-dro 50 RK e-barzh div douflez hag ur c’haridenn, e oant bet kizellet er maen glas a gaver en ur vengleuz e Pleuven, 60 km alese. Suilhet e oa bet teir anezhe, rusaet pe duet ha diskolpennet tammoù dioute gant ar gor.

Quatre sculptures gauloises découvertes sur le site de Paule signalent le caractère remarquable de cet habitat. Elles sont interprétées comme les figurations de personnages de la noblesse gauloise qui ont probablement vécu en ce lieu.

Reiñ a ra tres meurdezus an oberennoù-mañ, diseblant o neuz evel pa vije maskloù anezhe, da soñjal e skeudennoù tud aet da Anaon, hañval ouzh hanter-delwennoù ar benntierned roman a veze staliet a-wel d’an holl da goulz o obidoù ha, goude-se, e ti o hêred, kement ha kas  pelloc’h en amzer an eñvor anezhe ha hini meurded o ziegezh.

Un ugent bennak a hanter-delwennoù galian a seurt-se a zo bet dizoloet. Un tork pe ur c’hleze a vez gante peurliesañ ouzh o bruched, kement ha diskouez o nerzh-kalon hag o meurded, e-giz gourvez-delwennoù ar Grennamzer.

Enfouies vers -50 dans deux fossés et un souterrain, elles ont été taillées dans une roche verte extraite d’une carrière à Pleuven, dans le Finistère, distante de 60 km du site. Trois de ces œuvres ont brûlé, ce qui a donné à la roche une teinte rouge ou noire et provoqué l’éclatement de quelques parties de ces bustes.

Le hiératisme de ces œuvres, dont les visages n’expriment aucune émotion et ressemblent à des masques, fait penser à des figurations de défunts, semblables aux bustes des membres éminents de la noblesse romaine exposés lors de leurs funérailles, puis dans la demeure de leurs héritiers, afin de perpétuer leur mémoire et la grandeur de la famille.

Reiñ a ra al lourenn dalc’het gant unan eus an tudennoù bet dizoloet o skeudennoù e Paoul da soñjal en ur barzh, un uhelad anezhañ. Ur c’holier aour pounner, un tork, a zo en-dro d’e goûg arouez e dalvoudegezh er brezel pe er c’hefridioù bet fiziet ennañ.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité