Dimeziñ ha paeroniañ

Aozer : Laurence Moal / Meurzh 2023
Ur strollad bras eo ar Gastilhaned e dugelezh Breizh e dibenn ar Grennamzer. Hep mar na marteze int an estrañjourien nemeto o deus krouet ur gumuniezh he deus savet ur gwir strategiezh evit en em heñvelaat war hir dermen. Reiñ a ra marilhoù ar badeziantoù, a zo miret e dielloù kêr Naoned, titouroù prizius diwar-benn o strategiezhoù. E gwirionez, adalek ar rummad kentañ e tiskouez ar Gastilhaned bezañ oc'h aozañ pe o kreñvaat ur sistem a ostizerezh, gant an dimeziñ hag ar paeroniezhoù.

Dimeziñ e Breizh

Ar Spagnoled a implij an dimeziñ a-fetepañs-kaer evit en em heñvelaat hag evit sevel er gevredigezh. Dimeziñ a reont peurvuiañ gant maouezed bourc'hiz a renk uhel hag eurediñ a reont o bugale da Naonediz ha Naonedadezed. Ar c'houblad graet gant Guyonne, merc'h Radulphe Le Gouz, hag Alonso de Mirande a zo ur skouer eus un dimeziñ spagnol-ha-naonedat. Emañ ar familh Mirande e-touez ar familhoù kastilhan koshañ bet staliet e Naoned. Ar re Le Gouz eus o zu o deus kargoù e melestradurezh arc'hant an dugelezh evit lod, a zo marc'hadourien ha kontourien en ti-kêr evit lod all. Guyonne, da heul marv he gwaz kentañ, war-dro 1500, a zo bet dimezet en-dro gant ur Spagnol all, Consallo de Compludo. O merc'h Marie a ra fortun vat oc'h eurediñ da Julien Coué e 1530. Perc'henn eo war dri douar-aotrou e kontelezh Naoned, ha mont a ra da heul e dad da vezañ sekretour e kambr ar c'hontoù, e-kerzh ar bloavezh 1531 sur a-walc'h. Gallout a ra neuze izili ar familh-mañ dimeziñ gant izili ur familh eus an noblañs.

Paeroniezhoù niverus

Ouzhpenn da ereoù ar familhoù hag an dimeziñ e implij ar familhoù estrañjour kerentiezh ar spered pe paeroniezhoù, evit skoulmañ emglevioù ha  ledanaat rouedad o levezon. Tri akta a vadeziant a zo skrivet e spagnoleg e-touez ar re bet miret e Naoned e parrezioù Sant-Nikolaz hag ar Groaz Santel. Ar re all a zo skrivet e latin pe e galleg. E meur a akta a vadeziant e vez meneget Spagnoled pe priedoù dezho evel paeron pe vaeronez ha/pe kerent o bugale. Hag ar vugale d'o zro o deus paeroned pe vaeronezed naonedat pe spagnol. Da skouer, Martin Darande, dimezet gant Jeanne Caradreux, en deus 10 a vugale, da lavaret eo 30 paeron ha maeronez, en o zouez pennoù bras a Naoned dreist-holl, ha daou Italian, met Kastilhan ebet. Kevredet eo ar varc'hadourien gastilhan gant bourc'hizien ha noblañsoù Naoned ivez pa vezont lakaet da baeroned d'o zro. Lod a zo lakaet da baeron pe vaeronez meur a wech, evel maouezed ar Spagnoled. Anvioù-bihan spagnol evel Alonso, Consallo pe Ferrando a vo roet neuze e familhoù 'zo e Naoned.

Troet gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Laurence Moal, « Dimeziñ ha paeroniañ », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 17/03/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/dimezin-ha-paeronian

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité