Dugezed Breizh, oberourezed ar vuhez politikel

Aozer : Laurence Moal / C’hwevrer 2021
Ken splann eo bet skeudenn Anna Vreizh m’eo chomet en deñvalijenn seizh maouez warn-ugent all, pe e vefent bet dugezed, gwragez pe hêrez un dug, abaoe ma’z eus eus an dugelezh bet savet gant Alan Barvek er bloaz 940. Ar galloud zo bet etre daouarn lod outo koulskoude. Ha m’eo chomet dianav-krenn lod anezho, re all o deus savet o renk abalamour d’o aotrouniezh pe o hardizhegezh da vare ma oa bet ezhomm diouto en dugelezh.

Piv e oa dugezed Breizh ?

Peurliesañ e oa dre hec’h eured ma teue ur briñsez da vout dugez ; gwreg un dug a veze da neuze. He c’hefridi a veze da c’henel meur a vugel, evit ma c’hellfe chome bev lod outo, ha paotred gwelloc’h c’hoazh, evit ma c’hellfent treuzkas hêrezh al lignez. Janed Bro-C’hall (1391-1433), gwreg da Yann V, he deus bet ganet seizh bugel, peder merc’h ha tri faotr, daou anezho o vezañ bet dug. An dugez ziwezhañ eo he doa bet ganet paotred « bev-buhezek ».

Poltred Frañseza Amboaz, diwar ul levr eus an XVIIIvet kantved. Wikicommons.

Pa varve an duged e teue an dugezed da vezañ enebarzherezed hag a c’helle ken-vevañ gant an dugezed gwragez. Er bloavezhioù 1460 da skouer e oa peder maouez d’an nebeutañ da vezañ gwreg pe intañvez un dug : teir enebarzherez (Isabeau a Vro-Skos, gwreg Frañsez Iañ, marvet e 1450, Frañseza Amboaz dimezet da Bêr II marvet e 1457, Katalin a Luksembourg, trede gwreg Arzhur III marvet e 1458) ha Marc’harid a Vreizh, dugez en-titlet ha gwreg Frañsez II e 1455.

E Breizh evel lec’h all en Europa e veze priñsezed o ren war an dugelezh pa veze minor an hêr, pe pa veze ezvezant an dug e‑pad pell amzer, pe pa ne veze ket eus un hêr a vefe ur paotr. Pezh zo, ne veze ket roet dezho an aotrouniezh souveren dre un akta a lezenn. Ne c’heller ket neuze komz aze eus rejañs da vat, met eus un etre-ren kentoc’h. Hawiz a Normandi da skouer, intañvez an dug Jafrez Iañ he deus renet evel-se war Vreizh e-doug minorelezh he mab Alan III ha war-lerc’h zoken, etre 1008 ha 1034.

Merc’hed duged zo a zo erruet war an tron en o anv o-unan, hervez kustum Breizh. Aet eo reolenn an urvadur war-raok e‑doug ar Grennamzer memestra. En XIIvet -XIVvet kantved e veze treuzkaset an dugelezh evel ma vez graet eus un dalc’h , ne vez ket rannet, ha gellet a rae bezañ hêrezh ur vaouez. Goude-se, feur-emglevioù Gwenrann (1365 ha 1381) o deus roet an dugelezh da lignez ar re Vonforzh, gant ma vefe pared hepken o hêred. Ha  ma vankfe pared d’un hêrezh eeun, ez afe an dugelezh da bared al lignez Bloaz-Pentevr. Ha ma vankfe ur par en div lignez e vefe digor an hêrezh d’ar maouezed neuze. Pezh a c’hoarvezas e 1488 pa varvas Frañsez II.

Difoupañ e-kreiz politikerezh Breizh a‑drugarez d’un eured

Un dibab a-bouez bras eo hini ur briñsez a bell-vro pe ur priñs a rank dimeziñ d’ur bennhêrez. Dre an euredoù e c’heller sevel aliañsoù, reneveziñ un dinastiezh pe ledanaat e gerentiezh. Gwelet eo bet evel-se Alan Barvek o klask sevel un dinastiezh nevez. Evit‑se e timezas e 948 gant Roscille Bleaz, c’hoar da Depot Iañ an Trucher, kont Bleaz, hag evel-se e voe unvanet gant noblañsoù uhelañ brientinien Garolingiz. Ledanaet e voe goude‑se tachenn an danvez-priedoù dre ma vrasae an dugelezh. Duged Tiegezh Dreux, eus Yann Iañ da Yann III, o deus skoulmet aliañsoù gant merc’hed rouaned pe pennhêrezed pinvidik, dres d’ar mare ma tigore Breizh war ar bed diavaez. Goude-se e voe Yann IV ha Yann V o deus skoulmet emglevioù roueel, p’o deus dibabet merc’hed eus tiegezhioù noblañsoù uhel Bro-C’hall evit eurediñ gant o mibien.

Abred-tre e veze marc’hataet seurt euredoù. Ne oa nemet pemp bloaz Konstanza pa oa bet dimezet gant Jafrez II Plantagenet er bloaz 1166. Alis ne oa ken met 13 vloaz pa voe euredet da Bêr Dreux (Pêr Brizhkloareg). Alies-mat e veze chañsoù kaer eus gwragez an duged. Da 6 000 lur ar bloaz ha 120 000 lur argouroùameeun ouzhpenn e save argouroù  Janed Navarra (1368-1437). Dastum kement-se a arc’hant goulennet gant Yann IV en doa talvezet da boblañs rouantelezh Navarrra d’ober strivoù spontus dre an tailhoù paeet ganto.

Personelezhioù kreñv

En XIIvet kantved e kaver div bersonelezh kreñv o deus c’hoariet ur perzh oberiant e penn an dugelezh. An hini gentañ, Ermengarde Anjev, zo bet dimezet gant Alan IV Fergant tro ar bloaz 1093. E penn an dugelezh e voe e‑doug ar pemp bloaz ma oa he gwaz er‑maez ar vro, e‑pad ar groaziadeg, etre 1096 ha 1101, hag ivez e penn‑kentañ ren he mab Konan III, dug Breizh etre 1112 ha 1148. Ha pa voe intañvezet en em stalias Ermengarde nepell eus lez kont Breizh, eviti da genderc’hel da aliañ he mab, betek he marv a c’hoarvezas er bloaz 1147, pa oa-hi erru tost d’he 80 bloaz.

Poltred Ermengarde Anjev. Mirdi Breizh: 2016.0000.2192.

An dugez all a ziskouezas nerzh he frankiz a oa Konstanza, pennhêrez an dug Konan IV ha Marcharid a Vro-Skos. E 1161 e oa bet ganet, da vare ma veze an dugelezh dindan levezon Herri II Plantagenet. E 1181 e timezas da vab hennezh, Jafrez. E 1186 e voe intañvezet, ha daoust ma kendalc’has da chom feal ouzh mestroni ar re Blantagenet, e kadarnaas he reizhwir, hag en ur mod e viras hec’h emrenerezh. Tro‑dro dezhi e veze he c’huzulierien prederiet da zerc’hel emrenerezh an dugelezh. E penn‑kentañ ar bloaz 1196 e Roazhon he doa lakaet  he mab Arzhur deus da vezañ anavezet da zug, en ur vodadenn veur, enni an Uhelidi hag an eskibien.

Brezel hêrezh Breizh (1341-1364) a voe un digarez da zispakañ o ardoù evit div bersonelezh kreñv, Janed Pentevr ha Janed Flandrez. An hini gentañ, lakaet da zugez gant roue Frañs e 1341, a veze graet outi ur vaouez dibleg hag he doa klasket betek penn difenn he gwir d’an hêrezh, betek kas he gwaz d’ar marv war an dachenn emgann en Alre. An eil, maouez a benn ivez hervez Froissart, betek kemer perzh war‑eeun er politikerezh ha war an tachennoù emgann.
Eured Yann IV gant Janed Navarra en iliz Sant-Kler Salieg (Liger-Atlantel). Wikicommons.Adalek ma oa erru dinastiezh ar re Vonforzh war dron an duged e voe kreñvaet gallout an duged met gwanaet hini an dugezed en ur mod. Met arabat e vefe disoñjal Janed Navarra, intañvezet er bloaz 1399, he gwardoniezh war Yann V,hag he diviz da zimeziñ en‑dro gant roue Bro‑Saoz Herri IV. Dav eo degas da soñj ivez pezh he doa graet Janed Bro‑C’hall e 1420 pa voe paket Yann V gant ar re Benteür. Roet he doa an urzh da lakaat seziz war Champtoceaux, ha diwar an taol‑se e voe dieubet Yann. Goude-se e paouezas dugezed Breizh da c’hoari ur perzh oberiant er vuhez politikel. N’eo nemet e 1486 ma’z int deuet en‑dro da gaout levezon, pa voe Anna anavezet evit bezañ hêrezh Frañsez II hervez lezenn.

 

Bet troet diwar ar galleg gant Sten Charbonneau

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Laurence Moal, « Dugezed Breizh, oberourezed ar vuhez politikel », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/02/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/dugezed-breizh-oberourezed-ar-vuhez-politikel

Levrlennadur : 

Moal Laurence, Les Duchesses de Bretagne. Histoire d’un pouvoir au féminin, Rennes, Presses universitaires de Rennes, à paraître en octobre 2020.

Borgnis Desbordes Éric, Constance de Bretagne (1161-1201) : Une duchesse face à Richard Coeur de Lion et Jean sans Terre, Spézet, Coop Breizh, 2018.

Gasche Étienne, Petite Histoire des duchesses de Bretagne, Fouesnant, Yoran Embanner, 2011.

Carrer Philippe, Pouliquen Yves, Ermengarde d’Anjou, l’autre duchesse de Bretagne : La couronne ou le voile Broché, Spézet, Coop Breizh, 2002.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité