Ganedigezh ar sevel-listri modern e Sant-Nazer

Aozer : Hubert Chémereau / Kerzu 2016
E 1862 e voe savet e Sant-Nazer gant John Scott, un ijinour yaouank deuet eus a vro-Skos, ar c'hentañ chanter sevel listri bras e Breizh. Ha pa voe savet ar chanter modern-se war ledenez Penc'hoed e voe ar wech kentañ e voe degaset teknologiezh Breizh-Veur war zouar Breizh. Ha diwar an avantur greantel-se e voe savet 621 lestr, hag en o zouez an Normandie, ar France pe ar Queen Mary 2.

Tro an XIXvet kantved ez eus bet dispac'h an treuzdougen, deuet diwar ar mekanikoù dre aezhenn. Hag ar Skosiz e oa mistri ar sevel-listri metalek a gasas d'an traoñ ar sevel bigi koad. Met a-drugarez d'al listri houarn eo bet diorroet al linennoù treuzatlantel. D'an 23 a viz Genver 1860 e voe bet sinet an Emglev a frank-eskemm etre bro-Frañs ha Breizh-Veur, un emglev a gasas war-raok an treuzkas teknologiezhioù diwar-benn ar sevel-listri.

Ganedigezh ur chanter sevel-listri da heul an digoradur treuzatlantel

Goude bezañ bet marc'hataet taer gant ar Stad c'hall e oa bet sinet ur c'henemglev gant kompagnunezh ar vreudeur Pereire. Dre ar c'henemglev-se e tlee ar gompagnunezh kemer e karg al linennoù treuzatlantel etre New York hag an Havr Nevez, hag etre an inizi Karaib ha Sant-Nazer. Bankerien o heuliañ reolennoù Sant Simon eo ar vreudeur Pereire, hag engouestlañ a reont da sevel un hanter eus o listri e Sant-Nazer. Gant an ijinour war ar sevel-listri e ministrerezh ar Verdeadurezh, Dupuy de Lôme, eus an Oriant, e voe pouezet kalz evit ma teufe John Scott da labourat gant ar vreudeur Pereire. Ma anavez mat an ti Scott eo abalamour m'eo chomet da labourat ganto pa en doa ezhomm gwellaat e anaoudegezh diwar-benn al luskañ listri. D'an 18 a viz Genver 1862 e vo sinet ur c'hontrad gant ar Skosiz, ha raktreset sevel ar chanter sevel-listri war ledenez Penc'hoed

An« Tiez Scott » : tiez-annez bet savet gant John Scott evit e vicherourien - Dastumad. Michel Mahé
E 1863 e voe divarvelaet ar chanter Scott gant luc'hskeudenner Kemper, Jules Duclos - Dastumad Mirdi Breizh

Un avantur greantel Skosad war zouar Breizh

Daou vloaz ha tregont eo John pa lak Charles C. Scott ar c'hefridi-se etre daouarn e vab henañ. Un oristal a zen, unan a c'hellfe bezañ bet awenet an Naonedad Jules Verne gantañ. Ganet e oa bet en ul lignez a saverien listri staliet abaoe 1711 e Greenock, ur porzh war aber ar C'hlyde1, ur ster war aodoù kornôk bro-Skos. Ne oa nemet bloaz war 'n ugent e 1851 pa voe divizet gant e dad lakaat anezhañ da genlabourer ar chanter, ha buan-tre e teuas da vezañ arbennigour war erlusk al listri. E kalon kresk greantel Breizh-Veur emañ ar C'hlyde. Eno e voe kavet ar vegenn eus an ijinourien barrek war ar sevel listri brasañ d''ar mare-se.

An ti Scott eo a bourvez koulz ar mekanikoù-binviji, tresoù ar staliadurioù, hag ar vicherourien rekis evit sevel pemp mordreizher treuzatlantel. Lakaat a ra da zont eus ar C'hlyde pemzek mestr-micherour a vo o c'harg stummañ micherourien ar vro war ar sevel listri-houarn. Brudet-kaer eo kilvizien ar Vrier evit o sevel bigi koad, ha n'emañ ket gwall bell o chanterioù ar Brived, e-tal porzh Mean. Ha da benn-vat e kas paotred ar C'hlyde o c'hefridi : e miz Here 1862 e voe lakaet ar c'hentañ mordreizher, an Impératrice Eugénie, war ar c'hal.

Porzh Sant Nazer tro 1860 Tresadenn gant Deroy. Dielloù AREMORS

Porzh Sant Nazer tro 1870 Tresadenn gant Asselineau. Dielloù AREMORS

Dindan daou vloaz e voe savet ur chanter modern gant Scott, ha lakaet war ar flour pevar mordreizher. Tost da 2 000 micherour a voe er chanter pa oa en e vrasañ. D'an 23 a viz Ebrel 1864 e voe niverus an Nazeriz deuet da arvestiñ pa voe moret an Impératrice Eugénie, ar c'hentañ mordreizher houarn bet savet e Breizh. E-kreiz ar bloavezhioù 1860 e voe skoet a-blaen ar c'hompagnunezhioù treuzatlantel gant an enkadenn ekonomikel, o kas d'he heul un diouer a arc'hant laosk a vefe ezhomm evit kas da benn chanter ar Scott of Penhoet. E 1865 e voe gwerzhet tri mordreizher d'ar gompagnunezh K.H.T. (Kompagnunezh Hollek Treuzatlantel). Ha pa voe kaset ur pempvet lestr, ar Saint-Laurent, d'an Havr Nevez e 1866, e kave d'an holl e oa ar chanter war e dalaroù. Freuzioù-stal a veze a bep eil koulz e bed an tiez-bank hag e hini micherioù ar mor. D'ar 25 a viz Du 1866 e voe diskleriet freuz-stal chanter ar familh Scott. Adtapet e voe chanter Sant-Nazer gant ar gompagnunezh K.H.T., met serriñ a raio memestra e 1870.

Biken ne vo an traoù evel a-raok e Sant-Nazer. Hag e 1881 e savas ar chanter en-dro pa voe savet Chanterioù al Liger, diwar intrudu kapitalourien Naoned, hag e 1882 e voe digoret Chanterioù Penc'hoed, perc'hennet gant ar gK.H.T. E-doug degadoù a vloavezhioù e chomo an daou chanter-se er vegenn eus an nevezadurioù teknologel, a-raok kendeuziñ dindan an anv Chanteroù an Atlantel e 1995, evit talañ ouzh kevezerezh broioù Azia.

 

 

Troet gant Sten Charbonneau

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « Ganedigezh ar sevel-listri modern e Sant-Nazer », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/12/2016.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ganedigezh-ar-sevel-listri-modern-e-sant-nazer

LEVRLENNADUREZH

  • Chémereau Hubert,« Scott & Co of Penhoet », Le Chasse-Marée n° 236, miz Here 2011.
  • Belser Christophe, Histoire des chantiers navals à Saint-Nazaire, Coop Breizh, 2003.
  • Levr a-stroll, De la Clyde à Saint-Nazaire. Les liens Bretagne - Écosse dans la construction navale, Skol Uhel ar Vro, 2004.

Lec'hiennoù internet

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù