« Aotrou, ar reket bihan-mañ a ginnigan deoc'h evit menegiñ deoc'h dre ar munud kement tra a zo bet kollet ganin abalamour d'an tan-gwall. Kollet em eus ur gwele en e bezh, div armel, div daol, lienaj, a bep seurt armoù-kegin ha mac'hagnet pe devet gant un taol bouc'hal eo bet ma brec'h, pehini a zo bet lienet gant an Aotrou Laquiton surjian. Me 'm eus tri a vugale war ma chouk, klañv ma gwreg ingal, ha kollet an holl grec'hen am boa da labourat. O chom e oan er rue Neuve e ti an Aotrou Charost, kuzulier er prezidial. Ma anv eo Pierre Dumeny kere. Ar c'hrec'hen am eus kollet a dalveze kant lur evit bezañ rik. Bremañ emaon o chom e karter ar Vadalen » (Dielloù departamant Il-ha-Gwilen, C 3336).
Marie hag Anne Gautier : « Disklêriañ a reomp hon eus kollet en hon zi lec'hiet place du Grand bout de Cohue e-lec'h m'emaomp o chom tout hon arrebeuri hag hor marc'hadourezh pere a zo bet taolet er-maez gant soudarded pe vicherourien a zeuas da zistruj an ti war urzh an Aotrou merour ha tout hon eoulioù, marc'hadourezh, drammoù ha kompozisionoù a zo bet devet, laeret, hor pourvezioù ha betek ar gwiskamantoù a veze implijet ganeomp… » (Dielloù departamant Il-ha-Gwilen, C 3333).
Ao. Hévin, kuzulier er prezidial : « Me hag a sin amañ dindan a zisklêr en tan-gwall bet c'hoarvezet er gêr-mañ, ouzhpenn an tiez am eus kollet, rak rediet on bet da zilojañ diouzh an hini lec'h ma oan o chom e-kichen ru ar Gommerien er gêr-mañ hag a-herr ha diouzh noz lakaat dezougen ma arrebeuri da veur a lec'h ha lod anezho da blasenn Santez-Anna, da vered ha da iliz Sant-Albin, kollet em eus ouzhpenn tri c'hant levrenn, bras kement ha bihan, kalz a vedalennoù arc'hant hag aour, ul lodenn eus ma arrebeuri bras, taolennoù, lienaj ha pourvezioù, ur c'holl pehini ne c'hell ket bezañ dindan tri pe pevar mil lur. » (Dielloù departamant Il-ha-Gwilen, C 3335).
Ao. Descartes, kuzulier er Breujoù : « evit harzañ red an tan-gwall pehini, war-lerc'h bezañ devet lodenn vrasañ kêr Roazhon, a oa o vont dre ar rue de la Cordonnerie da garter Sant Pêr, e oan pedet da asantiñ e lakfe seurezed an Dreinded diskar daou di […] a-us d'o hini en hevelep ru hag e asantis e vije graet ganto evit mat an holl. Lakaat a rejont diskar an daou di hag ur c'horn eus o hini, pezh a aotreas an dud da harzañ an tan eno… » (Dielloù departamant Il-ha-Gwilen, C 3334).