Goulc'han Kervella - Plougerne
P’en doa kuitaet ar vicher a vedisin a c’hellfe bezañ bet un hent spletus ha leun a spi evitañ e oa bet evit mont da sevel ur greizenn sevenadurel. Ma ranke en em wiskañ «giz Breizh» evit an douristed e-pad an hañv da gentañ penn, tamm-ha-tamm eo deuet Strollad ar vro Bagan da vout unan eus oberourien pennañ ar c’hoariva e Brezhoneg. Gwir eo e oa t a ra Goulc’han Kervella un niver mat a dud bet a-bouez evit remenet darvoudoù miz Mae 68, hag alese kresket tamm-ha-tamm skoazell an ensavadurioù evit an emsav sevenadurel. Menegiñ a ra un toullad mat a dud bet o labourat, pe o labourat c’hoazh evit kas war-raok ar stourm evit ar yezh hag ar sevenadur e Breizh.
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Goulc'han : Ober a rean neuhe bep hañv 'pad pemp bloaz « euh » … er (ur) pezh-c'hoari bennak ga'd ar... bugale an terrouer
Lors : Ya
Goulc'han : Hag d'ar poent-se 'oa kroget dija Ar Vro Bagan ...Ar Vro Bagan e Brignogan hag e Plouneour-Traezh ' oa … ar gevredigezh 'oa bet savet e' blavezh pemp ha tri-ugent hag e oa er c'helc'h keltiek « le foyer ...foyer culturel « Ar Vro Bagan 'oa dija an ano med 'oa dansoù koa dansoù evid an douristed 'pad an hañv koa heñ … « allez, on va s'habiller en Breton « 'lavare an dud koa pa 'deue an douristed
Lors : Ya
Goulc'han : A a a hag araok 'oant ket Bretoned 'pad ar bloaz « on va ...on va s'habiller … pour les fêtes , on va s'habiller en Breton « me m'eus bet klevet an dra-he ga' peizanted ar C'hrouaneg « la fête de la campagne , oh oui dimanche , on va s'habiller en breton « a a a er C'hrouaneg ...bon setu ha d'ar poent-se e ioa deut an dispac'h e blavezh eizh ha tri-ugent … ha nao ha tri-ugent heñ ...miz mae ahe …
Lors : Ya
Goulc'han : Hag Ar Vro Bagan ...tud evel Youn ...beñ … pe Yvon Abiven ...Abivin ahe 'm eus lavaret dit
Lors : Ya
Goulc 'han : Yann-Ber Premel ié
Lors : Ya
Goulc'han : ha tud evel-se hag a oa 'barzh ar c'helc'h keltiek o deus lavaret ...ni n'omp … 'momp ket ahe 'vid ...evid ober plijadur d'an douristed 'pad an hañv ni n'eus er vro amañ er vro er yezh er zevenadur setu o deus savet en doare all...ar c'helc'h keltiek zo deut da veza' en oaled sevenadurel
Lors : Ya
Goulc'han : E-lec'h ma veze great kentelioù brezhouneg... kentelioù war an Istor...prezegennoù un tammig doare UDB ...PSU koa d'ar poent-se koa heñ
Lors : Ya
Goulc'han : Labourat ha ... beva ha labourat ha e Breizh hag ...ha dastum' ié pugur pevare leor
Dastum a zo bet graet ga'd traoù ar vro bagan hag an dañs round neuhe an dañs a zo deut en- dro koa hag edo 'barzh Ar Vro Bagan azalek ar penn-kentañ Denez Abernot heñ 'anavezez
Lors : Ya
Goulc'han: Kristina Roudaut, Goulc'han Laiok (Lloaec ) tud dac'h a Blougerne hag e … e ouient e rean-me c'hoariva e Plougerne ga'd ar re yaouank hag e ouien brezhouneg setu 'oant deuet da c'houlenn doc'houzin dont d'ober ar memes tra nemet e brezhouneg gant tud Ar Vro Bagan e Plouneour evid lakaad an dud da zeskiñ brezhouneg dre ar c'hoari ...dre ar c'hoariva … setu oun bet eat a-houn ga'd ...choñjet 'm eus hag em eus kroget a-houn e' blavezh pevarzek ha tri-ugent hag hon eus great bep bloaz er pezh-c'hoari bennak « Ma c'helchen-me kana' laouen « 'oa ié er pezh-c'hoari politikel ahe diwar-benn … a-enep an nukleel ...d'ar poent-se 'oa ano diwar-benn Guimaeg hag 'else
Lors : Ya
Goulc'han : An nukleel … a-eneb an arme pugur e Kerlouan e ioa bet lakeat er peul bras evid ar ...an arme evid ar vartoloded
Lors : Ya
Goulc'han : An arme er-meaz veze skrivet deus ar mogerioù ...an douristed pinvidik hag 'else koa… hag evid ar brezhouneg ...hag setu hon eus kroget bep bloaz e vehe great setu me 'oa oc'h heulia' 'tao va c'hentelioù ...va skol medisinerezh setu hag e blavezh daou ha pevar-ugent neuhe dija lod o doa c'hoant mont war ar vicher pugur pa oa bet krouet Diwan er blavezh seitek ha tri-ugent
Lors : Ya
Goulc'han: « euh » hon 'oa choñjet ni Ar Vro Bagan ié 'oa mad deom' labourat evid ar re …ar re yaouank dre ar c'hoariva heñ sevel pezhioù-c'hoari 'vid ar skolioù ha lakaat ié ar vugale da zeski' ha da c'hoari' koa heñ
Lors : Hmm hmm
Goulc'han : Setu c'hwi … e c'hellemp ket ober ga'd hor micherioù koa setu blavezh daou ha pevar-ugent d'ar poent-se e oa Yann Jégou ...Yann Jégou heñ 'peus ket ...'peus ket anavezet eo gwaz Lena…a oa 'labourat evid an « D.R.A.C » …an « D.R.A.C » 'oa « La Direction Régionale des Affaires Culturelles « hag evid tud Bro Okitania « La Direction Régionale des Affaires Coloniales « a a a a a hag en 'noa kinniget d'Ar Vro Bagan ié tri bost heñ labour …
Lors : A ya
Goulc'han : Eñ 'lavare... eñ a ginnige d'ar strolladoù koa dre vras hag e lavare « tiens « evid ar c'hoariva brezhouneg e viche mad kaout tud a vicher …
Lors : Sete neuhe é' bet arc'hantaouet
Goulc'han: Ya an hanter dac'h ar postoù ...me 'ioa er... pet'a 'veze graet deus an dra-he « le développement culturel « hag ar re all ...me neuhé e vehe paet va vae din-me 'pad daou vloaz … an hanter ...an hanter dac'h...dac'h ar bae
Lors : Ha deus pelec'h 'teue an hanter all
Goulc'han : Dac'h ar c'houarnamant ...dac'h ar Stad
Lors : A ya
Goulc'han : An « D.R.A.C « ...dre an « D.R.A.C « … ar Stad...
Lors : Ya ya
Goulc'han : Hag...hag paet ga'd ...ni ga'd al labour a reamp koa ...'vid c'hoari an hanter e veze paet ga'd ar strollad koa hag un hanter e ioa ur yalc'had koa a-berzh ar Stad koa
Lors : Ya ya
Goulc'han :Ha da c'houde e ioa daou all a oa « L'initiative locale « e oa e-pad er bloaz nemetken an hanter ié paet gant ar Stad hag edo eat Maryvonne Berthou d'ar poent-se ...Maryvonne Berthou ha da c'houde-ze Paskal Cariou a oa er c'helenner yaouank ié ha brezhoneger setu edom tri ar blavezh-se ha Nicole 'zo ... ar blavezh war-lerc'h va gwreg he deus kemeret e-lec'h Maryvonne ...Maryvonne 'oa aet en dro d'ober skol ..me 'gav din d'ar skol Diwan d'ar poent-se da Lesneven…setu e-pad...e-pad daou vloaz pe bloaz hanter sur edom' sur da... da... da c'hellout loc'h' koa setu 'neus kroget e-mod-se
Lors : Ya
Goulc'han : Hag e kendalc'her memes tra da... ga'd ar gevredigezh Ar Vro Bagan … er gevredigezh a zo chomet setu 'omp chomet tud a vicher mes ié tud a youl vad e-kichen koa heñ hag em eus choñj pa moa lavaret an dra-he d'ar vedisined a-houn pa moa graet va zezenn « euh » edon o vont da guitaad ar medisinerez Le Gallo ...Yves Le Gallo gouzout a rez Ar Gallo en neus savet ar C.R.B.C e Brest ahe
Lors : Ya
Goulc'han : « Euh » a oa ié 'barzh a... e-touez ar varnerien koa evid va dezenn pugwir 'oa lennegezh koa hag en doa lavaret din « Vous avez tort Kervella , vous avez tort de quitter la médecine, l'expérience de la gauche ça va pas durer longtemps « a a a a a er c'helenner brezhoneg o lavaret an dra-he din nann nann bon setu memes tra n'eus dalc'het abaoe ga'd ... ya ya
Lors : Ya ya
Goulc'han : Ha da c'houde omp bet deut da Blougerne e blavezh pugur n'oa...n'hon noa sal ebet e ...e Plouneour nemet ez aemp 'ba 'r saliou ar gomun koa hag e Plouneour pe Brignogan ha da c'houde é ioa en tamm sal ...er sal...sal vihan bet graet ga'd ar veleien amañ e Korejoù « euh » e kre'c'h ar c'hamm hag edo da ...edo da veza' freuzet pe beza' lakeat traoù all e-barzh bagoù evid ar ...evid ar ...'pad ar goañv...setu 'omp deut ahe e blavezh triwec'h ha tri-ugent ha da c'houde é' bet great er sal amañ « euh » ga'd ar c'homunioù war dro koa Plougerne Lanniliz Landeda ha Treglonou e blavezh c'hwezek ha...ha pevar-ugent
Lors : A ya
Goulc'han : Ya
Lors :Ha memes tra 'peus...'peus gallet paeo tud koa 'n or..'n or mont da c'hoari' un tamm partout koa 'vid ar skolioù ha 'vid ar re vras eu ...gallet 'peus memes tra amboch' tud
Goulc'han : Ya ya bremañ al labour 'barzh ar skolioù 'neus bet graet kalz « euh » bon skolioù brezhoneg Diwan ...Div yezh da c'houde-ze bon skolioù prevez ié pa 'veze graet c'hoariva 'pad ar bloaz ganto ...stajoù ha da c'houde sevel pezhioù-c'hoari … krouiñ hag c'hoari aneho ha memes tra 'omp sikouret ga'd ar … ar Rannvro hag an departamant memes tra ya
Lors : A ya
Goulc'han : Er yalc'had hon deves bep bloaz memes tra ouzhpenn
Lors : A bep bloaz 'peus
Goulc'han : Ya ya hag un tammig bihan ga' Plougerne ié eo al labour a reomp hag a hend-all eo al labour a reomp hon unan pe gwerza' ar pezhioù-c'hoari e-wechoù e c'hellez...e vez gellet gwerza' aneho d'an tiez-kêr pe salioù sevenadur
Lors : Ya
Goulc'han : Pe'tamant ni a sav hon-unan da ...war hom c'hount da ...da c'hoari evid dastum' an arc'hant koa
Lors : Ha dond ...dond a ra an dud da...
Goulc'han : Ya
Lors : Trawa'c'h a dud koa da ...da...
Goulc'han : O ya ya ya bremañ e vez ...me gav din e vez c'hoariet er pevar-ugent gwech bennak bep bloaz
Lors : A kemen'-se
Goulc'han : Etre an holl koa ...'tre pechoù-c'hoari evid ar vugale ...pechoù 'vid ar re vras « euh » abadennoù ...lakomp e Meneham e Kerlouan en hañv bremañ e reomp er pezh-c'hoari' diwar-benn Ar Baganiz – Tangi Malmanche ...bep yaou goude mer'nn bon an dra-he 'zo paet en Enez Verc'h amañ e reomp ié di'ar-benn istor An Tour Tan ...an dra-he 'zo paet ié ga'd Tiez an Douristed koa med a-wechoù e reomp ié pezhioù-c'hoari hag e rankomp gounit ar pezh a deu ga'd an dud koa heñ med bon en em dennañ a reomp arabat klemm' hag hon eus gellet mont med bremañ me 'zo ...me 'zo war va leve ma karez da lavaret n'on ket païet Nicole hag a zo ganin abaoe ar penn kenta' ni zo o labourat a youl vad memes tra bremañ hag hon eus gellet kemeret tud yaouank da labourat ahe « euh » Maxim 'zo , Anna Morvan , Tifenn Korre hag ié meur a ...a...a c'hoarier pe teknikour diouzh an deiz
Lors : Ya ya
Goulc'han : Diouzh an deiz ... » intermittents «
Lors : Ya ya
Goulc'han : Ya ya ...labour dilabour pe krog diskrog pe...
Lors : Ya
Goulc'han : Dac'h an deiz e oa er ger mad pugur gwechall war ar meaz an dud viche paet dac'h an dervez
Lors : Ya ya ya ya ya ...vefe brao adlar' …
Goulc'han : Med me n'oun ket bet dac'h an dra-he … me n'on ket bet war ar c'hevrat-se med me 'ioa rener amañ ...setu hag... bremañ hon eus ur sekretourez ié tri c'hard amzer ur gemenerez evid ober er gwiskamañchoù
Lors : Ya gwel't 'meump neï...
Goulc'han : Ya un teknikour ié... Nolwenn ya ...teknikour unan yaouank hon eus kemeret bremañ Nathan hag a zo brezhoneger ié ...hag tri all ...tri c'hoarier da vad amañ hag ouzhpenn ar re 'vez kemeret bep an amzer pe da c'hoari pe war dro an teknik koa...
Lors : Ya
Goulc'han : Ya ya
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Goulc'han : Ober a raen neuze bep hañv e-pad pemp bloaz « euh »… ur pezh-c'hoari bennak gant ar... bugale an terouer
Lors : Ya
Goulc'han : Ha d'ar poent-se e oa kroget dija Ar Vro Bagan… Ar Vro Bagan e Brignogan hag e Plouneour-Traezh e oa… ar gevredigezh a oa bet savet er bloavezh pemp ha tri-ugent hag e oa ur c'helc'h keltiek « Le foyer… foyer culturel Ar Vro Bagan » a oa dija an anv mes e oa dansoù koa… dansoù evit an douristed e-pad an hañv koa heñ… « allez, on va s'habiller en Breton » a lavare an dud koa pa zeue an douristed
Lors : Ya
Goulc'han : A a a a hag a-raok ne oant ket Bretoned e-pad ar bloaz « on va… on va s'habiller… pour les fêtes on va s'habiller en breton » me 'm eus bet klevet an dra-se gant peizanted ar C'hrouaneg « la fête de la campagne, oh oui dimanche on va s'habiller en breton »a a a a er C'hrouaneg… bon setu ha d'ar poent-se e oa deuet an dispac'h er bloavezh eizh ha tri-ugent… ha nav ha tri-ugent heñ… miz Mae aze
Lors : Ya
Goulc'han : Hag Ar Vro Bagan… tud evel Youen… beñ… pe Yvon Abiven… Abivin aze 'm eus lavaret dit
Lors : Ya
Goulc'han : Yann-Ber Premel ivez
Lors : Ya
Goulc'han : Ha tud evel-se hag a oa e-barzh ar c'helc'h keltiek o deus lavaret… ni n'omp… n'emaomp ket aze evit… evit ober pijadur d'an douristed e-pad an hañv ni hon eus ur vro amañ ur vro ur yezh ur sevenadur setu o deus savet un doare all… ar c'helc'h keltiek a zo deuet da vezañ un oaled sevenadurel
Lors : Ya
Goulc'han : E-lec'h ma veze graet kentelioù brezhoneg… kentelioù war an istor… prezegennoù un tammig doare UDB… PSU koa d'ar poent-se koa heñ
Lors : Ya
Goulc'han : Labourat ha… bevañ ha labourat e Breizh hag… ha dastum ivez peogwir pevare levr Dastum a zo bet graet gant traoù ar Vro Bagan hag an dañs-rount neuze an dañs a zo deuet en-dro koa hag edo e-barzh Ar Vro Bagan adalek ar penn kentañ Denez Abernot heñ a anavezez
Lors : Ya
Goulc'han : Kristina Roudaut , Goulc'han Loaec tud diouzh a Blougerne hag e… e ouient e raen-me c'hoariva e Plougerne gant ar re yaouank hag e ouien brezhoneg setu e oant deuet da c'houlenn diouzhin dont d'ober ar memes tra nemet e brezhoneg gant tud Ar Vro Bagan e Plouneour evit lakaat an dud da zeskiñ brezhoneg dre ar c'hoari… dre ar c'hoariva… setu on bet aet ahont gant… soñjet 'm eus hag em eus kroget ahont er bloavezh pevarzek ha tri-ugent hag hon eus graet bep bloaz ur pezh-c'hoari bennak... « Ma c'hellfen-me kanañ laouen » a oa ivez ur pezh-c'hoari politikel aze diwar-benn… a-enep an nukleel… d'ar poent-se e oa anv diwar-benn Gwimaeg hag evel-se...
Lors : Ya
Goulc'han : An nukleel… a-enep an arme peogwir e Kerlouan e oa bet lakaet ur peul bras evit ar… an arme evit ar vartoloded
Lors : Ya
Goulc'han : « An arme er-maez » a veze skrivet diouzh ar mogerioù… an douristed pinvidik hag evel-se koa… hag evit ar brezhoneg… hag… setu hon eus kroget bep bloaz e veze graet setu me a oa oc'h heuliañ atav va c'hentelioù… va skol medisinerezh setu hag er bloavezh daou ha pevar- ugent neuze dija lod o doa c'hoant mont war ar vicher peogwir pa oa bet krouet Diwan er bloavezh seitek ha tri-ugent
Lors : Ya
Goulc'han : « Euh » hon oa soñjet ni Ar Vro Bagan ivez e oa mat deomp labourat evit ar re… ar re yaouank dre ar c'hoariva heñ sevel pezhioù-c'hoari evit ar skolioù ha lakaat ivez ar vugale da zeskiñ ha da c'hoari koa heñ
Lors : Hmm hmm
Goulc'han : Setu c'hwi… ne c'hellemp ket ober gant hor micherioù koa setu er bloavezh daou ha pevar-ugent d'ar poent-se e oa Yann Jegou… Yann Jegou heñ n'ho peus ket… n'ho peus ket anavezet… eo… gwaz Lena… a oa o labourat evit an « D.R.A.C »… an « D.R.A.C » a oa « La Direction Régionale des Affaires Culturelles » hag evit tud Bro Okitania « La Direction Régionale des Affaires Coloniales » a a a a a hag en doa kinniget d'Ar Vro Bagan ivez tri bost heñ labour...
Lors : A ya
Goulc'han : Eñ a lavare… eñ a ginnige d'ar strolladoù koa dre vras hag a lavare « tiens » evit ar c'hoariva e brezhoneg e vije mat kaout tud a vicher....
Lors : Setu neuze eo bet arc'hantaouet
Goulc'han : Ya an hanter diouzh ar postoù… me a oa ur… petra a veze graet diouzh an dra-se « le développement culturel » hag ar re all… me neuze e veze paet va fae din-me e-pad daou vloaz… an hanter… an hanter diouzh ar bae
Lors : Ha diouzh pelec'h e teue an hanter all...
Goulc'han : Diouzh ar c'houarnamant… diouzh ar Stad
Lors : A ya
Goulc'han : An « D.R.A.C »… dre an « D.R.A.C »… diouzh ar Stad
Lors : Ya ya
Goulc'han : Hag… hag paet gant… ni gant al labour a raemp koa… evit c'hoari an hanter a veze paeet gant ar strollad koa hag an hanter a oa ur yalc'had koa a-berzh ar Stad koa
Lors : Ya ya
Goulc'han : Ha da c'houde e oa daou all a oa « L'initiative locale » a oa e-pad ur bloaz nemetken an hanter ivez paet gant ar stad hag edo aet Maryvonne Berthou d'ar poent-se… Maryvonne Berthou ha da c'houde-se Paskal Cariou a oa ur c'helenner yaouank ivez ha brezhoneger setu edomp tri ar bloavezh-se ha Nicole a zo… ar bloavezh war-lerc'h va gwreg he deus kemeret e-lec'h Maryvonne… Maryvonne a oa aet en-dro d'ober skol… me a gav din d'ar skol Diwan d'ar poent-se da Lesneven… setu e-pad… e-pad daou vloaz pe bloaz hanter sur edomp sur da… da… da c'hellout loc'hañ koa setu en deus kroget e-mod-se
Lors : Ya
Goulc'han : Hag e kendelc'her memes tra da… gant ar gevredigezh Ar Vro Bagan… ar gevredigezh a zo chomet setu omp chomet tud a vicher mes ivez tud a youl vad e-kichen koa heñ hag am eus soñj pa 'moa lavaret an dra-se d'ar vedisined ahont pa moa graet va zezenn « euh » edon o vont da guitaat ar medisinerezh, Le Gallo...Yves Le Gallo… gouzout a rez Ar Gallo en deus savet ar « C.R.B.C » e Brest aze
Lors : Ya
Goulc'han : « Euh » a oa ivez e-barzh ar… e-touez ar varnerien koa evit va zezenn peogwir e oa lennegezh koa hag en doa lavaret din « Vous avez tort Kervella , vous avez tort de quitter la médecine, l'expérience de la gauche ça va pas durer longtemps » a a a a a ur c'helenner brezhoneg o lavarout an dra-se din nann nann bon setu memes tra en deus dalc'het abaoe gant… ya ya
Lors : Ya ya
Goulc'han : Ha da c'houde omp bet deuet da Blougerne er bloavezh... peogwir ne oa… n'hon oa sal ebet e… e Plouneour nemet ez aemp e-barzh salioù ar gumun koa hag e Plouneour pe Brignogan ha da c'houde e oa un tamm sal… ur sal… sal vihan bet graet gant ar veleien amañ e Korejoù « euh» e Kreac'h ar C'hamm hag edo da... edo da vezañ freuzet pe bezañ lakaet traoù all e-barzh bagoù evit ar... evit ar… e-pad ar goañv… setu omp deuet aze er bloavezh triwec'h ha tri-ugent ha da c'houde eo bet graet ar sal amañ « euh » gant ar c'humunioù war-dro koa Plougerne Lanniliz Landeda ha Treglonoù er bloavezh c'hwezek ha… ha pevar-ugent
Lors : A ya
Goulc'han : Ya
Lors : Ha memes tra ho peus gallet… ho peus gallet paeañ tud koa en ur… en ur vont da c'hoari un tamm partout koa evit ar skolioù hag evit ar re vras ivez… gallet ho peus memes tra ambochañ tud
Goulc'han : Ya ya bremañ al labour e-barzh ar skolioù en deus bet graet kalz « euh » bon skolioù brezhoneg Diwan… Div yezh... da c'houde-se bon skolioù prevez ivez pa veze graet c'hoariva e-pad ar bloaz ganto… stajoù ha da c'houde sevel pezhioù-c'hoari… krouiñ ha c'hoari anezho ha memes tra omp sikouret gant ar… ar Rannvro hag an Departamant memes tra ya
Lors : A ya
Goulc'han : Ur yalc'had hon devez bep bloaz memes tra ouzhpenn
Lors : A bep bloaz ho peus...
Goulc'han : Ya ya hag un tammig bihan gant Plougerne ivez… eo al labour a reomp hag a-hend-all eo al labour a reomp hon-unan pe gwerzhañ ar pezhioù-c'hoari a-wechoù e c'hellez… e vez gellet gwerzhañ anezho d'an tiez-kêr pe salioù sevenadur
Lors : Ya
Goulc'han : Peotramant ni a sav hon-unan da… war hor c'hont da… da c'hoari evit dastum an arc'hant koa
Lors : Ha dont… dont a ra an dud da...
Goulc'han : Ya
Lors : Trawalc'h a dud koa da… da…
Goulc'han : O ya ya ya bremañ e vez… me a gav din e vez c'hoariet ur pevar-ugent gwech bennak bep bloaz
Lors : A kement-se
Goulc'han : Etre an holl koa… etre pezhioù-c'hoari evit ar vugale… pezhioù evit ar re vras « euh » abadennoù… lakomp e Meneham e Kerlouan en hañv bremañ e reomp ur pezh-c'hoari diwar-benn Ar Baganiz – Tangi Malmanche… bep yaou goude merenn bon an dra-se a zo paeet en Enez Werc'h amañ e reomp ivez diwar-benn istor An Tour Tan… an dra-se a zo paeet ivez gant Tiez an Douristed koa mes a-wechoù e reomp ivez pezhioù-c'hoari hag e rankomp gounit ar pezh a deu gant an dud koa heñ mes bon en em dennañ a reomp arabat klemm hag hon eus gellet mont mes bremañ me a zo… me a zo war va leve mar karez… da lavaret n'on ket paeet… Nicole hag a zo ganin abaoe ar penn kentañ ni a zo o labourat a youl vat memes tra bremañ hag hon eus gellet kemeret tud yaouank da labourat aze « euh » Maxim a zo, Anna Morvan, Tifenn Korr hag ivez meur a… a… a c'hoarier pe teknikour diouzh an deiz
Lors : Ya ya
Goulc'han : Diouzh an deiz « intermittents »
Lors : Ya ya
Goulc'han : Ya ya… labour-dilabour pe krog-diskrog pa...
Lors : Ya
Goulc'han : Diouzh an deiz a oa ur ger mat peogwir gwechall war ar maez an dud a veze paeet diouzh an devezh
Lors : Ya ya ya ya ya… e vefe brav adlâret...
Goulc'han : Mes me n'on ket diouzh an dra-se… me n'on ket bet war ar c'hevrat-se mes me a oa rener amañ… setu ha bremañ hon eus ur sekretourez ivez tri c'hard amzer ur gemenerez evit ober ar gwiskamantoù
Lors : Ya gwelet hon eus anezhi
Goulc'han :Ya un teknikour ivez… Nolwenn ya… teknikour unan yaouank hon eus kemeret bremañ Nathan hag a zo brezhoneger ivez… hag tri all… tri c'hoarier da vat amañ hag ouzhpenn se ar re a vez kemeret bep an amzer pe da c'hoari pe war-dro an teknik koa
Lors : Ya
Goulc'han : Ya ya
Cette vidéo a reçu le soutien de la Région Bretagne.