Guy Morzadec - Pellann / Plélauff
Guy Morzadec, eus Pellann, a lavar deomp penaos e oa deuet da labourat betek Gwengamp hag an diaesterioù en deus bet evit kompren brezhoneg ar vro ! Kontañ a ra deomp ivez e eñvorennoù deus e buhez micherel, pa oa blenier ha mekanisian.
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Pé oec'h … pé 'z oc'h deut... deit en-dro ‘ba... dré ama'
Guy : Ya
Lors : 'Peus komañset labourat 'ba lec'h ell neuzen
Guy : A pas 'm eus labouret ur blé 'ba' r ...'ba'r feurm get ma zud 'hoah pugur i doaint ur blé d'ober araok monet « en retraite «
Lors : A ya
Guy : Ya
Lors : Ya ya
Guy : Ya ya
Lors : Hag ar-lerc'h 'peus labouret 'ba ...'peus laret dein
Guy : Ya 'ba Gwengamp
Lors : 'Ba' Gwengamp
Guy : Ya
Lors : Med du-sé 'vit … 'vit konta' brezhoneg gen' 'n dud 'oé ...oé ket aes
Guy : O nann gomprenen ket kalz o breton … n'é ket memes breton 'el dre amañ
Lors : Nann
Guy : Nann
Lors : Sete pet'a 'peus... pet'a 'peus laret dehe neuhen
Guy : Beñ 'm'eus laret dehe gomprenen ket er breton ...'ouien ket breton « voilà « … pell aesoc'h 'oé pugur ié 'lare traoù dein ha gomprenen ket
Lors : Chetu ar-lerc'h 'peus ket bet disket tammoù breton gete...
Guy : O nann nann nann … me 'gomprene 'benn komzint 'trede me gomprene traoù med pas … pas tout
Lors : Pas tout ...a nann nann
Guy : Nann
Lors : Memes tra tamm ha tamm 'oec'h ...oec'h ...oec'h kap da gompren doh...
Guy : A beñ ya med ped tout 'perh a larint ...bou' 'zo komzaoù a oaint tamm... tamm 'bet ur
sort e'l... e'l amañ
Lors : Nann
Guy : Nann nann
Lors : Nann ha peseurt micher 'oé ho micher du-sé
Guy : O beñ « chauffeur «
Lors : « Chauffeur «
Guy : Ya
Lors : Hag c'hwi 'zo chomet « chauffeur « 'pad...'pad pell neuhen
Guy : A « chauffeur « derc'hmat
Lors : Derc'hmat
Guy : A a a derc'hmat 'on bet « chauffeur « ha neuhen ha « mécanicien « … ya
Lors : Neun 'peus bet okazionoù da...da...da veajiñ neuhen
Guy : O dam ya ar-lerc'h 'm eus bet voiajet ur bern bé 'oen oeit da labouret da Bondi aze c'h aemp da Baris div weh ar zun ha da … broiaoù an « Est « doh ...doh Frañs
Lors : Ya
Guy : A ya
Lors : Sete « Nancy « …
Guy : Ya « Nancy , Strasbourg, Metz « tout … tout ar broiaoù doh.. 'ba 'r vro-se
Lors : Ya
Guy : A ya
Lors : Hag an dé ar-lerc'h 'poé dein la' ...la'...la'...'oé...'oé..oé bet ...oé bet goulennet genoc'h « euh » renko moteuriaoù ha tout …
Guy : O beñ kampenn
Lors : Kampenn...
Guy : Er gamionaoù ya
Lors : A ya sete...
Guy : Ha sé 'on …m'eus graeit er muiañ 'm'eus groeit é...é sé … kampenn 'r gamionaoù
Lors : A ya
Guy : Ya … ya ya
Lors : Hag ...med ...ar perh 'poé disket 'ba 'n arme neuzen...
Guy : A sé tout sé n'eus jervijet dein … a ya
Lors : Ya pugur 'benn ar fin er c'hamionoù 'oé ..oé... er moteurioaù 'oé … oé tost ...'oé
Guy : Beñ er moteuriaoù ha...tout an traoù erell euweu…er freinyoù ohpenn er moteuriaoù 'vé... 'vé ret kampenn heñ
Lors : A ya
Guy : Beñ ya … a a a ya
Lors : Med ar c'hamionoù 'oé kamionoù « frigorifiques «
Guy : Ya ya
Lors : n'é ket
Guy : Ya 'oa ur « frigo » war pop kamion
Lors : Ya pop hani koa
Guy : Ya
Lors : Ha...ha c'hwi 'oé kap da...da gampenn...
Guy : Beñ ya 'el...'el an traoù 'rell eu
Lors : A ya
Guy : Ya
Lors : Ha chetu 'peus disket tamm ha tamm euweu
Guy : A beñ 'benn...'benn 'ra un den 'teska' mar'd oc'h get ' un ell a ouia beñ c'hwi … ion 'diskoueia doh ha ...'r peh...'r peh 'ouiet ket hag 'else 'tesket...
Lors : Ya
Guy : Beñ ya
Lors : Hmm beñ ya ha peseurt mod 'peus laret dein la' 'zo moaien diski... diski ur vicher 'n'or daou viz n'é ket
Guy : Ya 'ba daou viz ya 'ba ...ma 'vé desket mad doh med añfin 'vid...'vid komañs get sé
'telet 'n'on debrouilho ho-konon arler'ch
Lors : A ya
Guy : Beñ ya
Lors : Med faot a ra kaout ur...ur skolaer mad koa ...ur « professeur » mad koa
Guy : Beñ ya
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Pa oac'h… pa'z oc'h deuet… deuet en-dro e-barzh... dre amañ
Guy : Ya
Lors : Ho peus komañset da labourat e lec'h all neuze
Guy : A pas… am eus labouret ur bloaz e-barzh ar… e-barzh ar feurm gant ma zud c'hoazh peogwir int o doa ur bloaz d'ober a-raok mont en retred
Lors : A ya
Guy : Ya
Lors : Ya ya
Guy : Ya ya
Lors : Ha war-lerc'h neuze ho peus labouret e-barzh... ho peus lâret din
Guy : Ya e-barzh Gwengamp
Lors : E-barzh Gwengamp
Guy : Ya
Lors : Mes du-se evit… evit kontañ brezhoneg gant an dud e oa… ne oa ket aes
Guy : O nann ne gomprenen ket kalz o breton… n'eo ket memes breton evel dre amañ
Lors : Nann
Guy : Nann
Lors : Setu petra ho peus… petra ho peus lâret dezhe neuze
Guy : Beñ am eus lâret dezhe ne gomprenen ket ar breton (brezhoneg)… ne ouien ket breton « voilà »… pell aesoc'h e oa peogwir int a lâre traoù din ha ‘gomprenen ket
Lors : Setu war-lerc'h n'ho peus ket bet desket tammoù breton gante…
Guy : O nann nann nann… me a gomprene a-benn e komzent etreze me a gomprene traoù mes pas… pas tout
Lors : Pas tout… a nann nann
Guy : Nann
Lors : Memes tra tamm ha tamm e oac'h… e oac'h… e oac'h kap da gompren diouzh...
Guy : A beñ ya mes pe… tout ar pezh a lârent… bout zo komzoù ha oant tamm... tamm ebet ur sort evel… evel amañ
Lors : Nann
Guy : Nann nann
Lors : Nann ha peseurt micher a oa ho micher du-se
Guy : O beñ « chauffeur »
Lors : « Chauffeur »
Guy : Ya
Lors : Ha c'hwi a zo chomet « chauffeur » e-pad… e-pad pell neuze
Guy : A « chauffeur »dalc'hmat
Lors : Dalc'hmat
Guy : A a a dalc'hmat on bet « chauffeur » ha neuze « mécanicien »… ya
Lors : Neuze ‘peus ket bet okazionoù da… da… da veajiñ neuze
Guy : O dam ya war-lerc'h ‘meus bet veajet ur bern pa oan aet da labourat da Bondi aze ez aemp da Baris div wezh ar sizun ha da… broioù an « Est » diouzh… diouzh Frañs
Lors : Ya
Guy : A ya
Lors : Setu « Nancy »…
Guy : Ya « Nancy, Strasbourg , Metz » tout… tout ar broioù diouzh… e-barzh ar vro-se
Lors : Ya
Guy : A ya
Lors : Hag an deiz war-lerc'h ho poa lâret din la… la… la e oa… e oa bet… e oa bet goulennet ganeoc'h « euh » renkañ moteurioù ha tout
Guy : O beñ kempenn
Lors : Kempenn
Guy : Ar gamionoù ya
Lors : A ya setu…
Guy : Ha se on… ‘meus graet… ar muiañ am eus graet eo… eo se… kempenn ar gamionoù
Lors : A ya
Guy : Ya ...ya ya
Lors : Hag… mes… ar pezh ho poa desket e-barzh an arme neuze...
Guy : A se tout se en deus servijet din… a ya
Lors : Ya peogwir a-benn ar fin ar c'hamionoù a oa… a oa… ar moteurioù a oa… a oa tost… a oa
Guy : Beñ ar moteurioù ha... tout an traoù arall ivez... ar freñioù ouzhpenn ar moteurioù a vez… a vez ret kempenn heñ
Lors : A ya
Guy : Beñ ya… a a a ya
Lors : Mes ar c'hamionoù a oa kamionoù « frigorifiques »
Guy : Ya ya
Lors : N'eo ket
Guy : Ya e oa ur « frigo » war pep kamion
Lors : Ya pep hini koa
Guy : Ya
Lors : Ha… ha c'hwi a oa kap da… da gempenn
Guy : Beñ ya evel… evel an traoù arall ivez
Lors : A ya
Guy : Ya
Lors : Ha setu ho peus desket tamm ha tamm ivez
Guy : A beñ a-benn… a-benn a ra un den e teska… mard oc'h gant un all a ouia beñ c'hwi… eñ ‘diskoueza deoc'h ha… ar pezh ar pezh ne ouiit ket hag evel-se e teskit…
Lors : Ya
Guy : Beñ ya
Lors : Hmmm beñ ya ha peseurt mod ho peus lâret din la ez eus moaien deskiñ… deskiñ ur vicher en ur ober daou viz… n'eo ket
Guy : Ya e-barzh daou viz ya e-barzh… ma vez desket mat deoc'h mes añfin evit… evit komañs gant se... e tleit en em debrouilhañ hoc'h-unan war-lerc'h
Lors : A ya
Guy : Beñ ya
Lors : Mes faotañ a ra kaout ur… ur skolaer mat koa… ur « professeur » mat koa
Guy : Beñ ya