Gwesklin treitour ? Mojennoù ha gwirionez.

Aozer : Frédéric Morvan / Eost 2020
A-drugarez da levr Michael Jones – bet embannet e 2004 – diwar-benn Gwesklin, e c’heller respont en deiz a hiziv d’ar goulennoù-mañ : daoust hag un treitour e voe Gwesklin ? Piv en doe trubardet ? E pennroue ? Met eus pehini zo kaoz ? Roue Bro-C’hall pe dug Breizh ? Ha peseurt bro a vije bet trubardet gantañ ? Breizh, Bro-C’hall, pe ur Stad all ? Dav eo lavaret e veze gwelet Gwesklin abred-tre evel un haroz eus ar brezel kant vloaz abalamour da zanevell e daolioù-kaer, bet bravaet a-galz gant ar barzh Cuvelier. Evit lod Breizhiz avat, ne oa nemet un treitour anezhañ.

Un aotrou a-ziwar an noblañs vat

Beltram Gwesklin, bet ganet tro 1319, ne oa ket un hoberell vihan a eil renk. Er c’hontrol, bez’ e oa e penn ul lignez a-lorc’h ha pinvidik. E deroù ar XIVvet kantved, d’ur mare ma oa ar marc’hegadur ul luks rivinus, e voe marc’heget an holl Wesklined, ar re yaouankañ zoken. Beltram en doe daou zalc’h meur en hêrezh : Bronn  – a oa stag ouzh aotrouniezh Dinan – digant e dad ha Sens, a oa stag ouzh douaroù Felger, hag a oa bet perc’hennet gant e vamm, ur Malesmains anezhi, a-ziwar un tiegezh bras a vro-Normandi. Gwesklin, evel ma oa dleet dezhañ evel aotrou hag evel ozhac’h, a reas atav war-dro e wizien hag e dud-kar – a chomas tost outañ en e brantadoù berzh hag en e brantadoù brezel –, en ur reiñ dezho madoù ha dalc’hoù.

Ur gwaz feal

A-hed e vuhez e sevenas e zeverioù a waz, dreist-holl e-keñver Janed Pentevr, a oa hêrez d’an Avaugoured, aotrouien a Zinan, ha da zugelezh Breizh ivez. An holl gevratoù-brezel a siellas-eñ a oa enno un diviz strishaat : war e c’halv e tilezfe pep-tra evit mont d’en em gannañ eviti. Evit Gwesklin hag evit ar vrientinelezh vreizhat en he fezh pe dost, e voe-hi dugez Breizh a-viskoazh, ha Yann Moñforzh ne oa nemet un alouber. Evit Janed e oa Gwesklin he fenn brezel. Deuet e oa da heul kerent dezhi : Rolland de Dinan-Montafilant (1341-1349) hag haroz Emgann an Tregont, Jean de Beaumanoir (1349-1355).

Ar penn brezel

Delwenn Gwesklin war varc’h – Luc’hskeudenn gant Philippe Lanoë

E 1354 e krogas Gwesklin da vezañ anavezet evit gwir e Pontorson, ma voe kabiten e vuhez pad. Ul lec’h a bouez e oa evit dug Orléans, breur ar roue Yann II, rak eus eno e veze renet dont e-barzh biz Breizh, hag e c’helled evezhiañ Mayenne ha Dinan, a oa o-div dindan perc’henniezh Janed Pentevr, hag ivez Felger, a oa hec’h aotrou kont Alençon, ur c’henderv d’ar roue. Gant an aotrouien-mañ, hag ivez gant mibien-gaer Janed Pentevr, Charles de la Cerda, konestabl a Vro-C’hall ha mignon ar roue Yann II, ha mab hemañ, Loeiz, dug Anjev, eo e voe lakaet Gwesklin da benn brezel e Normandi, lec’h ma reas burzhudoù a-enep an Anglo-Navarred (trec’h Cocherel e miz Mae 1364). Paeet e voe gant ar roue nevez Charlez V, a roas dezhañ kontelezh Longueville, a oa dav dezhañ hec’h aloubiñ avat. En em gannañ a reas Gwesklin e-kerzh drouklamm an Alre, lec’h ma oa bet galvet gant Charlez Bleiz, gwaz Janed, a varvas eno (d’an 29 a viz Gwengolo 1364). Pa voe prizoniet gant ar Saozon, e voe paeet e rañson gant an aotrouien-mañ.

 

Ur wech dieubet e heulias urzhioù dug Anjev, a oa deuet da vezañ difennour interestoù e vamm-gaer, Janed Pentevr. Mont a reas neuze da Vro-Spagn hag e stalias Enrique II Kastilha, a oa kevredet da zug Anjev, war tron Kastilha. Eno e teuas a-benn da gaout un tiriad bras a-walc’h, ennañ kontelezh Borja ha dugelezh Molina, evit degemer e Vretoned, a voe roet dezho douaroù ha kastelloù. Dindan urzh Louis d’Anjou e voe anvet konestabl a Vro-C’hall (d’an 2 a viz Here 1370) gant ar roue Charlez V, da lavaret eo penn holl armeoù ar roue. Fall e oa stad an traoù. Ar Saozon o doa lañset ur mell argad e Bro-C’hall. Rankout a reer anzav e tifennas Gwesklin madoù e aotrounez hag o c’hevredidi da gentañ penn, reoù ar roue o vezañ a eil renk.

Gwesklin hag Afer Breizh

Ardamezioù GwesklinE 1373 e kasas kuit Yann IV hag e gevredidi saoz eus Breizh. Ar roue Charlez V, avat, ne rentas ket Breizh da Janed. E-pad pemp bloaz e voe Gwesklin evel ur gouarnour e Breizh, daoust ma ne oa ket an titl gantañ. E miz Kerzu 1378 e stagas roue Bro-C’hall Breizh ouzh e rouantelezh, na mui na maez. E Pontorson e welas Gwesklin e wizien, e gerent, e vignoned hag e gamaladed brezel o sevel ur C’hevre evit mirout ouzh ar stagidigezh-mañ. Goude m’en doa bagadoù soudarded e-leizh, e laoskas Yann IV, a oa bet galvet eus Bro-Saoz gant ar C’hevre-mañ, da zilestrañ en aber ar Renk (d’an 10 a viz Eost 1379). Gwir eo he doa asantet Janed Pentevr d’an distro-mañ. Ken drouklaouen e voe Charlez V ken e vije bet fellet da Wesklin rentañ e gleze a gonestabl. Dug Anjev, avat, a savas a-enep an dra-se. Gwesklin a yeas d’ober brezel en-dro hag a varvas gant ur c’hleñved d’an 13 a viz Gouhere 1380, e-kerzh sez Châteauneuf-de-Randon.

C’hwitadenn ur strategiezh

Evit klozañ ganti e ranker merzout e chomas feal Gwesklin e vuhez-pad neket ouzh Janed Pentevr hag he familh hepken, met ouzh holl e vignoned ha holl e wizien ivez. Hag evit a sell ouzh Breizh ? Skarzhañ a reas ar Saozon pa oant o peilhat ar vro. E 1378, daoust ma oa e nerzh skeiñ en e barr, e chomas war-dreñv hag e laoskas Yann IV, anezhañ ur pennroue saozkar, d’en em staliañ en-dro war tron Breizh. Gwir eo e talveze stagidigezh Breizh ouzh Domani ar roue, evitañ kement hag evit an aotrouien vreizhat all, dont da vezañ gwaz d’ar roue Charlez V war-eeun, ha dre-se, bezañ rediet d’en em gannañ evit ar roue-mañ evit netra. Ha ne oa nemet laoskel an amzer d’ober e dro : o vezañ ma ne oa bugel ebet gant Yann IV, e oa Janed Pentevr e hêrez nemeti hervez feur-emglev kentañ Gwenrann. Pa varvfe an dug-se, abred pe diwezhat, e vefe rediet roue Bro-C’hall da asantiñ da zistro an dugez war he zron. Ur c’hwitadenn e voe ar raktres-mañ, rak Yann IV en doe diskennidi, duged Moñforzh, a reas e seurt doare ma tremenfe kampion Janed evit un treitour da Vreizh.

Delwenn Gwesklin, konestabl a Vro-C’hall, en e c’hourvez, e bazilikenn Saint-Denis, e-kichen Pariz. Priziet-mat e voe e relegoù rak e kouent frañsezat Le Puy eo e voe douaret e gourailhoù. E groc’hen a voe roet da zominigiz Montferrant (e-fas Clermont). E galon a voe lakaet en iliz frañsezat Dinan, ha goude an Dispac’h gall e voe kaset da Vazilikenn ar Salver e Dinan. Charlez VI, roue Bro-C’hall (1380-1422), a roas urzh lakaat eskern Gwesklin e bered-veur ar roue e Saint-Denis. Ul lid war an ton bras a voe, ma voe kouviet familh ar roue ha begenn brientinien arme rouantelezh Bro-C’hall. Luc’hskeudenn gant David Monniaux, Wikimedia.

 

Troet diwar ar galleg gant : Kuzul ar Brezhoneg (KAB)

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Frédéric Morvan , « Gwesklin treitour ? Mojennoù ha gwirionez. », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/08/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/gwesklin-treitour-mojennou-ha-gwirionez

Liammoù

Levrlennadur

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité