Harz-labour al laezh en eñvor

Aozer : Jean-Philippe Martin / Du 2022

Ur memor a stourmerien eo, da gentañ, ar pezh a chom eus harz-labour al laezh en eñvorioù. Un dave hag ur skouer diouzh ar gwellañ eo, er bloazioù 1970, evit tud ar sindikad Paysans-Travailleurs, ken nevezour ma oa bet ar stourm-se, emezo. Heñvel eo o soñj gant ar re a skoazell anezho. Ur pezh-c’hoari zo leurennet gant militanted dindan levezon ideologiezh Mao Zedong : Faut que ça bosse !, ha c’hoariet e vez dre ar maezioù e-pad an hañv er bloaz-se. Ur filmLa Guerre du lait, zo graet gant ur strollad filmaozourien yaouank eus skol-veur Pariz VII Vincennes, Front Paysan, hag implijet war-lerc’h gant Paysans-Travailleurs evit brudañ o mennozhioù. Hervez tu dar sindikad Confédération paysanne (bet krouet e 1987) ez eo bet ar stourm-se un darvoud diazez, tra ma vez laosket en dianaoudegezh gant sindikadoù pennañ al labour-douar.

Danvez istor e teu ar stourm-se da vezañ a van da van. Kerkent ha 1973 e vez dastumet dielloù gant klaskerien, en o mesk Danièle Barres, Pierre Coulomb hag Henri Nallet. E miz Gouere 1982 e roer ar gomz da unan eus ar re a zo bet e penn, e-barzh ur c’helfilm savet gant FR3 Breizh. E fin ar bloavezhioù 1980 e studi ur sokiologourez, Martine Berlan, ar manifestadegoù merc’hed e-doug ar stourm-se. Er bloazioù 2000 eo dreist-holl, avat, e weler klaskerezh donoc’h kaset da benn gant istorourien (Jacqueline Sainclivier, Édouard Lynch, Jean-Philippe Martin). War a seblant koulskoude ez eo bet disoñjet an harz-labour-se gant ar braz eus an dud, ha pa sav soñj en-dro d’ober harz-labour al laezh e 2009 adarre, n’eo ket e-barzh speredoù breizhat eo e teu ar soñj-se da gentañ, met e-touez peizanted eus rannvroioù all.

Dont a ra koun en-dro eus an harz-labour e deroù an XXIvet kantved. E 2017 e vez bannet war skrammoù meur a sal ar film La guerre du lait, ar pezh a ziskouez ne oa ket bet ankouaet ar stourm. A gantadoù eo e teu an dud da welet, e salioù Penn-ar-Bed, da geñver abadennoù kaset da benn gant unan eus pennoù harz-labour 1972, Jean-Charles Jacopin, ha gant unan eus re harz-labour 2009, Pierrick Berthou. Deuet mat e vezont hag embannet e vez pennadoù diwar o fenn war ar c’hazetennnoù lec’hel. Ren-dael a vez, ken a vez. Meur a hini, evel Yvon Le Bris, labourer-douar e Bannaleg gwezhall, a soñj dezho « n’eo ket cheñchet kalz ar c’hudennoù en ur ober 45 bloaz ». N’eo ket mui ken kreñv ar sindikadoù evelkent, na ken niverus ar beizanted.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Philippe Martin, « Harz-labour al laezh en eñvor », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 24/11/2022.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/harz-labour-al-laezh-en-envor

LEVRLENNADUR

  • HERMELIN Jules et MARTIN Jean-Philippe, « Mémoires et héritages des contestations paysannes des années 1968 », dans (sous la dir. de) MELCHIOR Jean-Philippe et TÉTART Philippe, Mai 68, cinquante ans après. Mémoire[s], trace[s], représentation[s], Le Mans, Éric Jamet éditeur, 2020.
  • BARRES Danièle, COULOMB Pierre, NALLET Henri, Le Conflit du lait en Bretagne, mai-septembre 1972, (4 vol.), Paris, Inra, oct. 1973.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité