Itron-Varia-Danzouar pe roudoù an abati eus an Xvet kantved

Aozer : Michel Brand'Honneur / Here 2020

Lodenn goshañ Menez-Mikael eo iliz Itron-Varia-Danzouar. Emañ dindan iliz an abati, ha n'eus ket pell 'zo ez eus bet graet enklaskoù nevez o kroaziañ dielfenadennoù ar savadur gant teknikoù skiantel an amzeriatadur.

Ar stumm koshañ a zo ur sal vras hep diazez kozh-kozh ebet. Harpet eo ouzh ur roc'h gant un doenn frammet.. Eus an Xvet kantved eo ha gouestlet e oa marteze d'an ofisoù, met tevder ar mogerennoù a c'hell reiñ da soñjal e oa marteze un tour.

Merk an eil stumm eus an Xvet kantved a zo bolzadur e mein ar sal, daouhanteret gant ur voger ha gant tribunelloù. Ar cheñchamant-se a c'hellfe klotañ gant adaozadur kentañ ar manati da c'hortoz   adsavel an iliz abati bet distrujet gant un tangwall etre 991 ha 1001.

Adsavet e voe etre1023 ha war-dro 1085 hag e voe ouzhpennet div raksal d'ar savadur orin.

Ma 'z eo bet graet ar c'hemm diwezhañ-mañ da Itron-Varia-Danzouar war c'houlenn un abad eus tu an Normandi, ar c'hemmoù kentañ a voe graet diwar atiz ebed eus tu Breizh hag ar Maine.

 Marie Troboe.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Michel Brand'Honneur, « Itron-Varia-Danzouar pe roudoù an abati eus an Xvet kantved », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/10/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/itron-varia-danzouar-pe-roudou-an-abati-eus-an-xvet-kantved

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité