Jacques Savary Des Bruslons (1657-1716) a oa mab da Jacques Savary, ar merser hag argantour brudet eus Anjev. Feurmour an domanioù eo hennezh, hag unan eus skriverien bennañ an ordrenañs war ar c’henwerzh e 1673 (anvet ivez « Code Savary » en abeg d’ar perzh bras en doa kemeret Jacques Savary evit e skrivañ). Oberour Le Parfait négociant eo c’hoazh, ul levr embannet e 1675 diwar ar memorioù bet savet evit prientiñ an ordrenañs, daou vloaz kentoc’h. Eeun-hag-eeun war-lerc’h oberenn e dad, Savary des Bruslons a zo mestr war skiant ar c’henwerzh. War un dro gant e vicher enseller a valtouterezh en deus savet un anvadurezh eus kement marc’hadourezh sujet da wirioù maltouterezh, gant notennoù evit o termeniñ ar re-se berr-ha-berr. Diwar goulenn ar roue ha gant sikour e vreur, ar chaloni Louis-Philémon Savary, en deus savet ur geriadur diwar al listenn-se, Dictionnaire universel du commerce, embannet e 1723, un nebeud bloazioù goude e varv. Kenderc’hel a raio Louis-Philémon Savary da beurwellaat oberenn Des Bruslons avat. Dre e labour ez eus bet gallet ouzhpennañ e 1730 ul levrenn all da re ar bloaz 1723. Da c’houde e vo gopret gant embannerien un niver bras a genlabourerien evit embann moulladurioù nevez eus ar geriadur : embannadurioù Pariz e 1741 hag e 1748, re Genève e 1750 hag erfin re København etre 1759 et 1765.
Jacques Savary Des Bruslons
Aozer : Sklaerenn Scuiller / Meurzh 2021
MENEGIÑ AR PENNAD
Aozer : Sklaerenn Scuiller, « Jacques Savary Des Bruslons », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 30/03/2021.
Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/jacques-savary-des-bruslons
Aozer : Sklaerenn Scuiller
Doktorez e istor modern eo Sklaerenn Scuiller, ha klaskerez kevredet el labourva Tempora – EA 7468.