Jean-Pierre Pichard

Aozer : Erwan Chartier / C’hwevrer 2022

E miz Gwengolo 1945 e oa bet ganet Jean-Pierre Pichard, unan eus an dud a-bouez-bras e istor Gouel Etrekeltiek an Oriant, hag unan eus ar re o deus bet kaset pell brud ar sonerezhioù keltiek a anaveze ken mat. Pa oa studier e oa deuet da vezañ penn-soner Kevrenn Roazhon, hag e kasas anezhi betek penn kampionad Breizh bagadoù ar c’hentañ rummad e 1969. Aet e oa d’ober e studi e bro-Skos lec’h m’en doa bet tro d’en em stummañ war doareoù seniñ ar pipe-bands ha da ziorren e hunvreoù etrekeltiek.

E penn-kentañ ar bloavezhioù 1970 e tapas ar garg a sekretour jeneral Bodadeg ar Sonerion. E 1971 e tivizas kevredad ar bagadoù da dreuzkas e genstrivadeg eus Brest d’an Oriant. E kompagnunezh ur c’henwerzhour eus an Oriant, Pierrot Guergadic, e troio an darvoud da ouel veur etrekeltiek, betek ma zeus da vezañ ken brudet all, evel ma ouzer. Rener e voe eus ar gouel just a-walc’h etre 1972 ha 2007. Lakaet en doa ar gouel da ziorren, en ur zegemer da skouer an Asturiez ha Galiza, ha goude-se diasporaioù keltiek ar bed. Dre m’en doa ur rouedad darempredoù stank e-touez tud bed ar mediaoù e Pariz e savas ivez abadennoù meur evel an Nozvezhioù Keltiek e Stad Frañs pe ar Breizh Touch war ar Champs-Élysées. Goude m’en doa an den mil-bev en em dennet eus e blas a rener e 2007, met chomet e oa digor-bras e zaoulagad war ar gouel etrekeltiek memestra. En hañv 2021 en doa bet savet ul levrig gouestlet d’ar gouel just a-walc’h, nebeut a-raok mervel trumm d’an 13 a viz Eost, pa oa an hanter-kantvet gouel war-nes serriñ.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Chartier, « Jean-Pierre Pichard », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/02/2022.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/jean-pierre-pichard

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité