Kenkiz galian-roman

Aozer : Annie Bardel ha Ronan Perennec / Du 2016

Menneg zo eus dismantroù galian-roman er bourk, bet « bizitet » en XIXvet kantved. N’eus roud ebet ken dioute avat, ha pa ouier mat pelec’h e oant.

Diskouez a ra an dafar bet adimplijet da sevel iliz an abati e oa ur savadur lorc’hus anezhañ, poulloù-dour tomm aozet-mat ennañ. Moarvat e oa bet roet bod d’ar venec’h en ul lodenn eus ar c’henkiz-se gant an tiegezh uhelidi a oa perc’henn warnañ. Liesgwech e oa bet kroget er mod-se gant savidigezh un abati war an dachenn galian-roman. Evel-se e oa bet kont, da skouer, gant manati Enez Lavred e lec’h e oa bet desket Gwenole gant sant Budog hervez an hengoun. Gant ar furchadegoù kaset gant P.R. Giot zo bet degaset war-wel savadurioù ar Grennamzer goshañ, sko ouzh un ti gallo-roman a oa bet adimplijet gant ar venec’h.

Pierres taillées d'époque gallo-romaine réutilisées dans l'église romane :

Ur stern bet kempennet evit un enskrivadur (Foto. R. Perenneg)
Maen GR kizellet  en ur peul romanek -bis (Foto. R. Perenneg)

 

Troet gant Jean-Dominique Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Annie Bardel ha Ronan Perennec, « Kenkiz galian-roman », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/11/2016.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/kenkiz-galian-roman