Labour-douar ar pennoù-bras

Aozer : Anthony Hamon / Here 2020

Arabat eo meskañ « cultivateurs» (gounideien) hag «agriculteurs» (labourerien-douar) . Ha pa dalv an daou c’her-mañ tost ar memes tra en deiz a hirie, e oa dishañval-mat o ster e dielloù an XIXvet kantved. Ar berc’henned pinvidik an hini a glaske modernaat al labour-douar abaoe ar bloavezhioù 1830, ha da goulz an eil impalaeriezh ne veze graet « labourerien-douar » nemet eus ar re-se ken. Daoust d’o gouiziegezh ne c’helle ket an ijinourien war al labour-douar ober kalz tra zoken, kuit a arc’hant. Ne veze prestet arc’hant gant ar bankoù nemet d’an aotrouien aotrouien ha re dreut e oa ar prestadennoù digant ar Stad. Arc’hant bras a vanke d’al labour-douar koulskoude evit ma c’hellje en em ziorren, evel m’en roas da gompren an armerzhour Léonce de Lavergne e 1860 : « Nebeut a zouar hag arc’hant bras, sell amañ gwir ger-stur araokadur al labour-douar. »

Tudjentil a oa ar pep brasañ eus al labourerien-douar e Breizh. Gant unan dioute, Louis de Lorgeril e anv, e voe savet kentañ komis al labour-douar e 1817, e Plesder, en Il-ha-Gwilun. Ur gevredigezh he fal sevel kenstrivadegoù labour-douar e oa ar c’homis. Medalennoù a veze roet d’ar vravañ buoc’h pe d’ar c’haerañ marc’h-kalloc’h. Dont a rae peizanted an tolead da sellout ouzh ar c’henstrivadegoù labour ha da c’hlaouriñ dirak an ardivinkoù nevez. E fin an eil impalaeriezh ne veze ket kement a gomisoù e neblec’h all e Bro-Frañs evel ma oa e Breizh. E 1866 e oa 22 dioute, 3 202 ezel dezhe-tout, tra ken nemet e departamant ar C’hotunor.

 Ma rae ar c’homisoù kement-se a verzh avat, e oa abegoù politikel d’ar berzh-se. Lejitimisted; e oa ur c’halz eus noblañsoù Breizh. Evite,  o klask adgwriziennañ o levezon war ar maezioù, e oa al labour-douar un digarez eus ar c’hentañ. Maerioù ha kuzulierien ganton a gaved stank eta e-touez prezidanted ar c’homisoù. Pa voe digoret an dilennadegoù d’an holl wersed e 1848 e teuas ar c’homisoù da vezañ binvioù kabaliñ hag enebiñ ouzh ar galloud politikel zoken. Dre ar c’homisoù ivez avat e streve ar prefedoù propaganda ar gouarnamant, o veuliñ an impalaer hag o tispenn ar beizanted  a zalc’he penn ouzh ar modernaat.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Anthony Hamon, « Labour-douar ar pennoù-bras », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/10/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/labour-douar-ar-pennou-bras

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité