Lucie Hamon-Guillerm – Pont-Melvez

Lucie Hamon-Guillerm – Pont Melvez

Lucie a gont deomp un dro gaer he deus graet d’un den ‘barzh an treñ, en ur vont da Bariz.

 

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lucie : Bon

Lors : Bon Lucie

Lucie : Ya

Lors : Nign zo digoue'et amañ hirie...hudu fenoz … hag ar wech all 'pa laret din ' pije bet kontet din kontadenn Paris

Lucie : Beñ ya a ta' ya

Lors : Pet'a é zé

Lucie : Aaaaa aï un droienn hag un droienn 'ma graet d'un den digourdi 'oa 'hont ganin da Baris o 'h ez da welet … bon me pugur 'ma kollet ma zud abred 'oa sa'et amañ ha gant... ha gant... ha gant... hag abred 'wac'h 'oan aet da c'honit è 'wel 'wel 'wel ar … ma ket 'met pofff tou-just pe'rzek vlâ med 'raok 'oan bet ha d'afer-ze …'raok 'oan bet 'vessa bugale …'vessa bugale pé goude 'oan aet da vessa bugale da'm c'hoar goshañ « euh «  pas 'n hini goshañ an eil'et... ha beñ «  dis donc «  ene 'oan bet un tamm 'vessa bugale ha eï un tamm memes-tra gwech ha gwech all 'h aen ha ma breur kaer oa 'labour't war an hent-houarn ha me c'hoar 'oa ' vessa barrieroù 'ba'zh Ploubêr …

Lors : Ya

Lucie : Ya hag un drowez neuhe 'na lar't ma breur kaer e vo paet ur veaj da Lucie d'hont da Baris

Lors : A

Lucie : O me 'oa c'hwe'et din heñ … da Baris … bon 'fin laket 'oan kaer prenet 'oa din toud an traoù … ur robenn me oaran ket pé 'oa "bleue garrigue" pé "bleue cerise"  'm eus ket joñs

Lors : Nann

Lucie : Med boped 'oa ur robenn … a feï 'hat prest oan d'hont da Baris ha me komer an treñ 'barzh gar Kerozern … hoñz 'zo un tamm gar vihañ kreiz 'tre Ploubêr ha Plouared

Lors : A ya

Lucie : Ya ha pé 'oan aï 'ba 'n treñ bras 'oan... un tamm bihan ene (eno) ….jenet è bon ma aet 'oan 'ba'zh boped ha pé 'oan aï 'hat 'oa un tamm o un tamm … un tamm paotr 'oa ket re vras ha tres un otrou mes jentil anfin jentil 'lare ket mann ebet med bon … gwisket kaer 'oa un tamm med mann ebet 'hat … bon pé 'oamp aï 'ba' i Gwenyamp neuhe 'sed' 'taes daou deus ...o deus treñ Keraes 'taent... ar re-he 'oa deus koste' matren "Finistère" 'n tu bennak … ar re-he 'oa 'hont da eured o merc'h da Baris … med pé oaint aï 'ba' i Gwengamp 'vit se pé oaint aï 'ba' an treñ hag i 'ti'or ur voutailhad jistr bouchet 'c'h ober ur c'has-krout kig sall hag amañ ha 'ti'or' ar voutailhad jistr bouchet med ar jistr bouchet 'oarez 'wac'h ... heñz nivoa stribilhet ha 'ma g'aet pet'a 'ma g'aet é troñch' ma robenn un tamm heñ …'ma ket…ya ya «  polie «  med heñzh neuhe 'na duvunet an tamm kanfart-se o aï 'oa kalet mat … ha pé 'oamp aï 'barzh Lamballe nivoa laret din o ma sa'et hoc'h robenn uheloc'h un tamm matrezen me 'rey pemp kant lur dac'h … a ya 'ha' ha me 'oa kontant 'ha' me 'oa kontant pemp kant lur é... mi 'ma ket arc'hant … ha fidamdoue dre ma 'h ae ha Sant Brieg ha tout ha memes-tra pemp kant lur boped … o hema' zo hema' zo un otrou 'vat

Lors : Ya

Lucie : A ya … ya ya ha pé 'oamp aï ha derc'h' a rae mont « euh Rennes «  bon derc'h' 'rae mont derc'h 'rae an treñ roula' bopred ha fidamdoue 'benn 'fin 'oamp aï tostaad 'raemp d'af-ze da Baris oarez 'wac'h... dre vale 'oamp charret 'benn 'fin med 'benn 'fin sul gwech 'vije ret 'zroñch er robenn

Lors : A ya

Lucie : A beñ ya …feï 'benn 'fin…'tostaat da …benn 'fin 'oa eï izel... uhel-mat er robenn ha me 'lar de'ñ neuhe ha ya ha eñ 'lar din c'hoazh… sav 'neï un tamm c'hoazh matrehen … ya ya ma 'zo pemp kant lur c'hoazh … 'benn 'fin dostaemp da Baris 'vit-se ha 'benn 'fin pé oa aï berr 'wac'h ar robenn 'gomze ket ken kalz … ne 'oa ket re .. ha benn mim tae aï 'oamp "Versailles"… tost da "Versailles" ha me ' lare de'añ bon 'ma lar't de'eñ … ma reït pemp kant lur din c'hoazh me 'h a da ziskoueï dac'h p'lac'h 'on bet operet deuc'h an apeñdisit … a mé 'ma bet arc'hant 'ha ha 'ma bet … ya ya ha 'ma laret deñ ma vaotr … sav't a sav memes ha sell vad (a-vad / er-vad) «  à gauche «  ahe 'ba' r c'hlinik ahe sell 'on bet 'ba 'r c'hlinik ahe on bet operet 'ba' deuc'h an apeñdisit… 'c'hanta tapet 'ma an ewn ...'ma ket tapet neñ brao 'gav dac'h

Lors : A yéo 'c'ha

Lucie : Ha g'aet un toullad arc'hant ganin

Lors : Ha pegem' ... 'pa 'pa ...

Lucie : O pegem' 'ma tapet «  cinq , cinq , dix , quinze , vingt «  o matresen

Lors : Tregont lur

Lucie : Tri mil lur matren

Lors : Tri mil lur ya

Lucie : Tri mil lur ya 'peupre ya med 'm eus ket joñj

Lors : Peus ket joñj

Lucie : Med tapet 'ma 'n ewn 'd'af'-ze

Lors : Ya ya

Lucie : Ya ya tapet 'ma 'ne'en …. «  voilà «  ma gontadenn mont da Baris

Lors : A houz' 'zo brao

Lucie : Ya ya

Lors : Med ar gontadenn-mañ 'zo ur gontadenn gwir koa

Lucie : Heñ

Lors : Gwir é ar...

Lucie : A zé 'zo gwir ya ya zé 'zo gwir

Lors : A ya

Lucie : A ya zé 'zo gwir gwir-mad é ...'barzh klinik hag-eñ 'm eus ket joñj deus ar c'hlinik... "Val d'Or"

Lors : "Val d'Or"

Lucie : «  Val d'Or « ...klinik «  Val d'Or «  'ba «  Versailles « 

 

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lucie : Bon

Lors : Bon Lucie…

Lucie : Ya

Lors : Ni a zo degouezhet amañ hiriv hudu fenoz… hag ar wech all ho poa lâret din ho pije bet kontet din kontadenn Pariz

Lucie : Beñ ya a 'ta ya !

Lors : Petra eo se

Lucie : A a a a a arru un droienn hag un droienn 'm boa graet d'un den digourdi a oa o vont ganin da Bariz… o, 'c'h ez da welet… bon me peogwir 'm boa kollet ma zud abred a oa savet amañ hag gant... ha gant... ha gant ... hag abred awalc'h e oan aet da c'hounit ivez evel… evel… evel ar... me n'am boa ket nemet pofff « tout juste » pevarzek vloaz… mes a-raok e oan bet ha d'afer-se… a-raok e oan bet o vaesa bugale (maes+ha)… o vaesa bugale pe goude e oan aet da vaesa bugale d’am c'hoar goshañ « euh » pas an hini goshañ… an eilvet… ha beñ « dis donc » eno e oan bet un tamm o vaesa bugale hag arru un tamm memestra gwezh ha gwezh all ec’h aen ha ma breur-kaer a oa o labourat war an hent-houarn ha ma c'hoar a oa o vaesa barrieroù e-barzh Ploubêr…

Lors : Ya

Lucie : Ya hag un drovezh neuze en doa lâret ma breur-kaer « Ret vo paeañ ur veaj da Lucie da vont da Bariz »

Lors : A

Lucie : O, me a oa c'hwezet din hañ… da Bariz… bon, feiz, laket e oan kaer… prenet e oa din tout an traoù… ur robenn me ne oaran ket pe oa « Bleu garrigue » pe « Bleu cerise »  ne 'm eus ket soñj...

Lors : Nann

Lucie : Mes bepred e oa ur robenn… a feiz avat prest e oan da vont da Bariz ha me (ha) kemer an treñ e-barzh gar Kerozern… honnezh a zo un tamm gar vihan 'kreiz 'tre Ploubêr ha Plouared

Lors : A ya

Lucie : Ya ha pa oan erru e-barzh an treñ bras e oan un tamm bihan… jenet ivez… bon, ma, aet e oan e-barzh bepred ha pa oan arru ‘vat e oa un tamm… o un tamm paotr ne oa ket re vras ha tres un aotroù mes jentil añfin jentil ne lâre ket mann ebet mes bon… gwisket kaer e oa un tamm mes mann ebet avat… bon pa oamp erru e-barzh e Gwengamp neuze setu e teuas daou eus… o eus treñ Karaez 'teuaent… ar re-se a oa diouzh kostez marteze « Finistère » aze… un tu bennak… ar re-se a oa o vont da eured o merc'h da Bariz… mes pa oant erru e-barzh e Gwengamp evel-se pa oant erru e-barzh an treñ ha hê (i/int) o tigoriñ ur voutailhad chistr bouchet oc'h ober ur c'has-krout kig-sall hag amann hag o tigoriñ ar voutailhad chistr bouchet mes ar chistr bouchet a oarez a-walc'h… hennezh en devoa stribilhet ha me am boa graet petra ‘moa graet ivez, troñsañ ma robenn un tamm heñ… n'am boa ket… ya ya… « polie » mes hennezh neuze en doa dihunet an tamm kanfard-se… o, erru e oa kalet-mat (en oad)… ha pa oamp erru e-barzh Lambal en devoa lâret din o, ma savit ho robenn uheloc'h un tamm marteze me a roy / roio pemp kant lur deoc'h a ya avat… ha me a oa kontant avat pemp kant lur ivez… me n'am boa ket arc'hant… ha fidamdoulle dre ma 'h ae ha Sant Brieg ha tout ha memes tra pemp kant lur bepred… o hemañ a zo… hemañ a zo un aotroù avat

Lors : Ya

Lucie : A ya… ya ya ha pa oamp erru ha derc'hel a rae mont « euh Rennes » bon derc'hel a rae mont derc'hel a rae an treñ roulañ bepred ha fidamdoule a-benn ar fin e oamp arru tostaat a raemp d'afer-se da Bariz, ‘oarez awalc'h… dre vale e oamp charret a-benn ar fin mes a-benn ar fin seul gwech e veze ret dizroñsañ ar robenn

Lors : A ya

Lucie : A beñ ya… feiz a-benn ar fin… o tostaat da… a-benn ar fin e oa arru izel... uhel-mat ar robenn ha me a lâr dezhañ neuze ha ya hag eñ a lar din c'hoazh… sav anezhi un tamm c'hoazh marteze… ya ya ma zo pemp kant lur c'hoazh 'benn ar fin a dostaemp da Bariz evel-se ha 'benn ar fin pa oa arru berr a-walc'h ar robenn ne gomze ket ken kalz… ne oa ket ret… ha 'benn ni a deue... arru e oamp e « Versailles » tost da « Versailles » ha me a lâre dezhañ bon am boa lâret dezhañ… ma roit pemp kant lur din c'hoazh me ac’h a da ziskouez deoc'h pelec'h on bet operet diouzh an apeñdisit… ha me am boa bet arc'hant avat hag am boa bet… ya ya delc’het ‘moa… hag em boa lâret dezhañ : ma v\faotr, savit a-sav memes ha sellit a-vat / ervat, « à gauche » aze e-barzh ar c'hlinik aze sell on bet e-barzh ar c'hlinik aze on bet operet e-barzh… diouzh an apeñdisit !

Ac'hanta tapet am boa an evn… n’em boa ket tapet anezhañ brav, a gav deoc'h ?

Lors : A ! eo moarvat !

Lucie : Ha graet un toullad arc'hant ganin

Lors : Ha pegement… ho poa ho poa

Lucie : O pegement am boa tapet « cinq, cinq, dix, quinze, vingt » o marteze...

Lors : Tregont lur

Lucie : Tri mil lur marteze

Lors : Tri mil lur ya

Lucie : Tri mil lur ya apeupre ya mes n’em eus ket soñj

Lors : N'ho peus ket soñj

Lucie : Mes tapet am boa an evn d'afer-se !

Lors : Ya ya

Lucie : Ya ya tapet am boa anezhañ… « voilà » ma gontadenn "mont da Bariz"

Lors : A honnezh a zo brav !

Lucie : Ya ya

Lors : Mes ar gontadenn-mañ zo ur gontadenn gwir koa

Lucie : Heñ

Lors : Gwir eo ar...

Lucie : A se zo gwir ya ya se zo gwir

Lors : A ya

Lucie : A ya se zo gwir gwir mat eo… e-barzh klinik… hag am eus ket soñj eus ar c'hlinik… « Val d'Or »

Lors : « Val d'Or »

Lucie : « Val d'Or » klinik « Val d'Or » e-barzh « Versailles »

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Kevelourien

Skol Vreizh