Mae 68 e Breizh
Gant : Fañch BROUDIG ha Daniel CARRE
50 vloaz 'zo ez eus bet un heuliad darvoudoù a vez graet "Mae 68" anezho hiriv an deiz. Interesus kenañ eo da welet hiriv an deiz, hervezh an traoù a c'hoarvezh e Bro Frañs a-bezh, penaos eo fuloret c'hoazh an dud hiriv an deiz. "Convergence des luttes" alies e vez savet ar goulenn se, hag ar goulen a vo savet en abadenn-sen ivez de c'houzout ma c'hellomp keñverian 2018 da Mae 1968.
Kroget eo a-raok miz Mae, e miz Imbril dija e oa fuloret ruz ar baizanted ha prest da vanifestiñ evit goulenn prizioù dereat e 1968. War lec'h o deus ar studierien kroget da vanifestiñ ha d'ober harz-labour, hag ar labourerien ivez (p'o deus ar baizanted gwelet un tammig a-bell an darvoudoù a zo c'hoarvezet war lec'h). Distreiñ a rimp war ar mare n'eus graet reuz er vro, kalz a reuz e Breizh!