Mammig ar merlot

Aozer : Guy Saindrenan / Genver 2017

E 1996 e voe kavet ur skod kozh a wini gant ul labourer-douar e-barzh ur c’hoad-tailh e Sant-Suliav war bord ar Renk. Anavezet al lec’h evit bezañ bet dindan wini pell zo. Goude dielfennañ ur barr eus ar gwini-se ez embannas INRA Montpellier e oa dianavez ar seurtad.  

Un nebeud bloazioù goude ez eo pevar skod an hini a voe kavet er Charentes, dezho ur sinadur genetek heñvel ouzh hini Sant-Suliav ; trilhoù anezho, e-giz rezin-taol e veze debret o frouezh. Er vro-hont e veze graet madeleine anezho tra-penn e teuont azv abred : e fin miz Gouere, da goulz gouel Mari-Madalen (22 a viz Gouere). Evit lakaat kemm etre homañ hag ar seurtadoù all (gwenn holl) memes anv dezho, e voe graet anezhi magdeleine noire des Charentes.

Gant se e c’hallje bezañ bet fin d’an istor. Hag un ordin a istor ne vije ket bet endeo, pa soñjer pegen dister eo deuet perzh ar gwini da vezañ bremañ e hanternoz Breizh, peogwir e oa bet kavet eno ur skod-gwini dizanavez d’ar skiantourien. Kalz pelloc’h eo aet an istor-se war-lerc’h avat ; dre genlabourat gant skol-veur Kalifornia o deus prouet klaskerien INRA Montpellier e oa kar madalen zu ar Charentes d’ar merlot (he mammig eo), hemañ ar skod-gwini bourgognatañ eus skodoù-gwini bourdel, hag unan eus ar re a vez plantet ar muiañ dre ar bed holl.

Ma vez lakaet da wir ez eo ar Charentes bro orin ar vadalen zu, penaos ’ta ez eus bet kavet ur winienn anezhi e Sant-Suliav ? War-zu porzh Sant-Maloù hag ar c’henwerzh zo bet eno emañ ar respont da vezañ kavet, anat. Klask anezhañ a chom da ober avat !...

Ur goulenn all a sav e spered an nen diouzhtu : pe oad eo ar skod-gwini-se ? Gant o gouiziegezh war biologiezh ar plant evel m’emañ hiziv, n’eo ket gouest ar glaskerien da respont ouzh ar goulenn-se. Mar bez ur respont ez eo kentoc’h e-touez an dielloù gladek, publik ha prevez, an hini e vo kavet.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Guy Saindrenan, « Mammig ar merlot », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 19/01/2017.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/mammig-ar-merlot

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù