Meizad ar galianeg-predeneg

Aozer : Herve Ar Bihan / Ebrel 2023

Diskouezet o deus splann klaskerien hon amzer vremañ penaos ez eus ur gumuniezh yezh etre ar galianeg hag ar yezhoù predenek. Ar galianeg ne oa ket aet da get penn-da-benn c’hoazh d’ar c’houlz ma oa deuet an Arvorig da vezañ Breizh, e Kornôg ar vro dreist-holl, ur c’horn distro anezhañ, e-keit ma oa ar Reter war romanekaat. Ar gumuniezh yezh-se etre ar galianeg – ur yezh eus an Henamzer a chom dilerc’hioù anezhi e brezhoneg hep mar ebet – hag ar brezhoneg end-eeun, ur yezh predenek deuet eus Enez-Vreizh, a vez anvet hiviziken ar strollad galianeg-predeneg. N’eus ket a gontinuom gwir koulskoude etre brezhoneg ha galianeg, rak bez’ ez eus ur hiatus kronologel ken ez eus : ganet an eil pa oa aet egile da netra pe dost.  

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Herve Ar Bihan, « Meizad ar galianeg-predeneg », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/04/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/meizad-ar-galianeg-predeneg-0

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù