Mestr engravadurioù

Aozer : Saphyr Creston / Du 2020

A-drugarez d’ur politikerezh prenadennoù gant mirdioù Breizh eo bet pinvidikaet an dastumadennoù gant meur a oberenn diwar an 350 bennak a goadoù engravet gant an arzour a c’heller kavout. Kreston en doa studiet an engraverez war goad e skol an arzoù-kaer, a-drugarez da skoazell an engraver Jean Coraboeuf. Ha gant an engraverez war goad ez eo eztaolet ar vegenn eus e ampartiz hag e vestroni ; niverus eo e zaveoù d’ar vro, d’he mojennoù, d’he micherioù ha d’he hengoun. Meur a skeudenn bet savet gantañ o deus merket bed an embann hag ar skrivagnerien, lec’h m’en doa kalz a vignoned. Maread outo a raio berzh en oberennoù e Brezhoneg, evel «Prometheus ereet», daou bezh-c’hoari gant Eschyle troet e Brezhoneg e 1928, «Kan da Gornog» e 1929 pe c’hoazh «Itron Varia Garmez» e 1936, tri levr bet savet gant Youenn Drezen. Lemm ha pismiger eo e sell war gevredigezh ar Vretoned, pa dres klaskerien-bara, tud nammet ha maouezed dizant Awenet eo Kreston gant arzourien all eus e amzer, evit pezh a sell ouzh ar c’henaozañ hag ouzh an temoù difennet gantañ, tud evel Kollwitz, Masereel pe c’hoazh Gallen-Kallela. Etre 1941 ha 1946 en doa savet un heuliad pezhioù koad diwar-benn mojennoù meur a Vreizh. Savet en deus taolennoù diwar-benn istor Breizh adalek an orin mojennel betek ar mare a-vremañ. Degas a reont da soñj eus darvoudoù kriz istor ar vro, evel oa bet degaset penn Morvan Lez-Breizh d’ar roue Loeiz an Deol. Gant ar plakennoù koad-se eo lakaet splann peseurt temoù a blije dezhañ studiañ ha pegen ampart e oa evit seveniñ e engravadurioù.  « N’on ket awenet kement gant ar wirionez istorel eget gant gwirionez ar bobl, an hengoun kreñvoc’h eget ar wirionez anavezet » en doa lavaret d’e gamaladez Germaine Jouan.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Saphyr Creston, « Mestr engravadurioù », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 9/11/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/mestr-engravaduriou