Mod implij Lise XP

Aozer : Hubert Chémereau / C’hwevrer 2022

Dre m’eo ul lise hep e bar, ne gav ket e blas e-barzh framm kustum strizh an velestradurezh. Stag eo war-eeun ouzh an Deskadurezh Stad, daoust m’emañ dindan renerezh melestradurel Kêriad Skol Aristide-Briand e Sant-Nazer, hag alese e ranker lâret ez eo diaes a-wechoù an darempredoù gant rektorelezh Akademiezh an Naoned.

Al liseidi a fell dezho dont e-barzh al lise breizhat dibar-mañ a rank kemer e karg e vont en-dro, e-tal ar gelennerien, ha kemer perzh en difrae un emrenerezh personel oberiant. Ne vez ket a rentaoù-kont trimiziad, ne vez ket a implij-amzer rediet, ne vez ket a guzul-klas kennebeut, ha n’eo ket dav d’al liseidi abegiñ o ezvezañsoù. Met ret eo da bep hini en em ouestlañ da gemer o lod e mererezh al lise, gant gwirioù par-oc’h-par, ha kemer perzh er mont en-dro divizout hentet en ur glask ar c'henasant. N’eo ket ur vuhez disafar evit ar skipailh pedagogel kennebeut, dre ma rank pep hini lakaat e bouez penn-da-benn ar bloaz hag evit meur a vloaz, betek dont da vezañ ur bec’h a-wechoù. Labourat en ur seurt lise a c’houlenn kaout c’hoant bezañ oberiant en ur c’hengor, koulz ha bezañ desachet gant ar bedagogiezhioù disheñvel. Digeriñ tachennoù evit an deskadurezh etre-danvezel a gas d’an adstrollañ an anaoudegezhioù dre lakaat e darempred meur a zanvez ha lakaat anezho keñver-ha-keñver.

Ken-veret eo al lise gant parelezh a wir, gant Izili ar Skipailh Pedagogel diouzh un tu (17 den) hag al liseidi diouzh an tu all (180 den d’ar muiañ). War an dachenn pedagogel e vez graet ar stummadur spered en atalieroù kreizennet war ur sujed treuz-danvez e-doug ur pemzektez, gant daou zen eus ar skipailh pedagogel evit ar c’has en-dro, e kompagnunezh liseidi a-youl vat. Anat eo ne zeuer ket d’al Lise XP hep bezañ bet graet an dibab dont aze, ha nebeutoc’h c’hoazh evit gellet mont e-barzh ur «skol da dapout e vachelouriezh», dre n’eo ket tapout an diplom ur pal da dizhout evitañ e-unan, met evit kemer perzh en ur raktres ledanoc’h diazezet war an emrenerezh personel ha diorren ar spered dielfennañ.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « Mod implij Lise XP », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 21/02/2022.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/mod-implij-lise-xp

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité