Naoned, douar ar rugbi ?

Aozer : Sylvie Bossy-Guérin / Genver 2019
Ur volotenn-vi e-kreiz stourmoù kalet etre c’hoarierien rugbi, sed aze un abadenn a weler ingal war dachennoù sport an Naoned a-raok ar Brezel Bed kentañ. Pell a-raok ar melldroad? ez eo gant ar rugbi e veze entanet Naonediz d’ar c’houlz-se. Muioc’h-mui a skipailhoù, ur stad nevez-savet ha pennadoù ar gronikerien-sportoù, setu pezh a ziskouez splann ar berzh n’eus graet ur sport a gaver pell eus kreisteiz bro-C’hall.

Paotr Bourdel o kas ar rugbi war-raok en Naoned : Pascal Laporte

P’eo erruet Pascal Laporte en Naoned e 1907 e oa evit abegoù micherel. Met talvezet en deus dezhañ e varregezh kent a c’hoarier rugbi. Ouzhpenn bezañ bet kabiten Kleub Skol-veur Stad Bourdel, ha kampion bro-Frañs meur a wech, ez eo unan eus ar re ha n’int ket niverus, da vezañ bet o c’hoari e-pad daou vloaz e bro-Saoz, e Liverpool, lec’h ma veze un tri-c’hardour.

Ne oa ket dianav ar rugbi e korn-bro an Naoned, a-drugarez da Charles Bernard, a oa bet c’hoarier etrevroadel, bet o c’hoari e Stad Frañs, ha diazezer ar Racing Club Goueled Antr Koeron, hag a-drugarez da liseidi skipailh Stad an Naoned, kampioned Frañs etre-skolioù e 1907. Pascal Laporte eo koulskoude a glask diorren ar frammoù sport solut a ranker kaout evit ar pleustradegoù rugbi.

A-drugarez dezhañ ivez e vo kendeuzet e 1909 an daou skipailh rugbi a oa en Naoned en ur c’hleub nevez : Kleub Skol-veur Stad Naoned (KSSN). Pascal Laporte ne baouezo ket da glask sevel ur skipailh a vefe gouest talañ ouzh ar re wellañ. Meur a hini eus e geneiled e skipailh Bourdel – Henri Lacassagne, Augustin Hourdebaight, Hélier Thil – a zeuas da gaout anezhañ en Naoned, hag ar C'hembread Percy Bush ivez, ur c’hoarier etrevroadel. « Dianav e oa ae skipailh-mañ daou vloaz zo, unan eus ar re wellañ er Frañs eo hiriv an deiz » evel ma tispleg ar gelaouenn parizian Excelsior e miz Kerzu 1910, p’emañ ar C’hSSN e penn kampionad an Atlantel, bet aozet gant Unvaniezh Kevredigezhioù Frañs ar sportoù atleterezh (USFSA). Arouez eus berzh ar rugbi, seizh skipailh a gaver ar C’hSSN war roll ar c’hampionad. Skipailhoù minimed ha veteraned a sikour da ledanaat diazez ar rummadoù sportourien, pezh a ziskouez e kresk ar pled taolet war ar sport-se. Kleuboù all a sav ingal, hag eo en tu all da ugent skipailh rugbi a gaver e ker Duged Breizh a-raok ma tarzhfe ar Brezel B ed kentañ. N’eo ket ken splann antraoù evit ar melldroad, pa n’eus ken met ur c’hleub – kleub kevredigezhel Naoned – gouestlet da sport e volotenn ront.

Ur Park Sportoù evit arvesterien « sot gant ar volotenn »

Diorren ar pleustriñ sportoù ha dreist-holl ar berzh a ra ar rugbi a c’houlenn e vefe savet ur stad nevez lec’h ma c’hello an arvesterien bezañ degemeret kalz gwelloc’h. Gant ti-kêr an Naoned, renet gant Paul Bellamy, eo roet aotre e miz Gouere 1911 da gevredigezh Park ar Sportoù da sevel ur stad hag ur velodrom war dachenn Tachenn Veurzh. Tribunoù, gwiskvaoù, kibelldiez ha strinkerezhioù, takadoù evit plasoù evit tud ar bobl a zo bet raksoñjet ivez.

E miz Kerzu 1911 ez eo digoret war an ton bras Park ar Sportoù gant skipailh rugbi Oxford, dirak ur 6 000 arvester bennak. En e brezegenn lid-digeriñ e ro Paul Bellamy an abegoù evit bezañ savet an aveadur-se : « Estreget ar youl skoazellañ an arzoù, al labour hag ar preder, e fell deomp e teufe an Naoned da vout ur greizenn intelektuel, greantel ha kenwerzhel, ha mennet omp ivez ma vefe ur greizenn sportoù ha diskouez pegen barrek eo gouenn ar Vretoned, gorrek met pennek, d’ober war an dachenn-se ivez kement striv rekis evit tizhout ar plas kentañ ». Graet eo pep tra evit desachañ arvesterien an Naoned. Ambrouget eo bugale ar skolioù gant o mistri-skol evit dont da welet ar pleustradegoù evit ur bennozh-doue, ha daou c’hant plas digoust a vez roet dezho evit mont da welet ar matchoù. « Eus arvesterien e teuint da c’hoarierien » eme Eugène Doceul, rener ha merour Park ar Sportoù er gazetenn Le Phare de la Loire. Gant bannieloù staliet e kêr e veze embannet ar matchoù rugbi da zont, ha priz an tikiji mont e-barzh a veze diouzh liested sokial an arvesterien. Diaes e chom muzuliañ pegen stank e veze an dud er stad koulskoude. Er c’hazetennoù e veze roet sifroù war-vete mil. E pennadoù ar gronikerien e lakaer alies war-wel skoazell an arvesterien, ha pa vefe graet «bleñjerien» outo a-wechoù pa vez an holl re «sot-nay gant ar volotenn-vi» o saludiñ ar gwellañ taolioù-c’hoari.

Perzh pennañ ar gronikerien sport

Kreskiñ ‘ra ar rubrikennoù sport er c’hazetennoù bemdeziek, e-barzh Le Phare de la Loire ha Le Populaire e-touez re all, ha dont a ra war-wel ur rummad nevez a gazetennerien : hini ar gronikerien sport. Ral a wech e vez sinet o fennadoù ganto, met ar mod ma veze kontet ganto troioù ar c’hrogadoù a lakae splann e vestronient mat reolennoù ar c’hoari. « Ne vo damantet striv ebet evit ma vefe dedennet nep a ro talvoudegezh d’ar gerioù-mañ : Krog eo mare ar melldroad » setu pezh a gemenn kroniker sport ar gelaouenn Phare de la Loire pa rank embann e krog en-dro ar c’hrogadoù rugbi en Naoned e 1911. D’ar c’houlz-se e veze implijet ar ger «melldroad» evit kaozeal eus rugbi, padal e veze implijet ar ger «kevredad» evit ar melldroad. Peurvuiañ e vez ar gronikourien o reiñ o soñj en ur implijout «me» en o skridoù, ha sklaer eo e roont o soñj war ar c’hrogadoù, ar skipailh, ar c’hoarierien, an tredeeg hag an arvesterien.

Degas brud vat d’ar rugbi, ur sport hag a veze tamallet outañ bezañ feuls a-wechoù, setu pezh a rae ar c’helaouennoù e-doug mare ar sportoù goañv en ur reiñ ur plas dereat d’ar sportoù, ha d’ar rugbi dreist-holl. Ha kenderc’hel a ra ar c’hoarierien gant o sport e-pad ar Brezel Bed kentañ, ha pelloc’h c’hoazh er bloavezhioù goude ar brezel. Diskouez a ra splann eo bet an Noaned kêr ar rugbi a-raok bezañ tik gant ar melldroad.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Sylvie Bossy-Guérin, « Naoned, douar ar rugbi ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 24/01/2019.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/naoned-douar-ar-rugbi

Bodis Jean-Pierre, Histoire mondiale du rugby, Toulouse, Privat, 1987.

Bossy-Guérin Sylvie, Sport et pratiques sportives pendant la Première Guerre mondiale : les équipes de football et de rugby de Nantes, Angers et Cholet, Mémoire de master 2 sous la direction de Jeannesson Stanislas, Nantes, Université de Nantes, 2018.

Dietschy Paul, Clastres Patrick, Sport, culture et société en France, du XIXe siècle à nos jours, Paris, Hachette Supérieur, 2006.

Poole Ken, Percy Bush Welsh Rugby’s Little Marvel, Talybont, Y. Lolfa, 2015.

Tétart Philippe (dir.), Histoire du sport en France, Paris, Vuibert, 2007.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité