Gourenadeg « Mod kozh », Sant Kadou (2013). Tapet ar priz, amañ ur plad porselen, gant ar c'hourenerez he deus graet tro an dachenn. Deuet an eil gourenerez da zaeañ anezhi en ur stekiñ ouzh he skoaz. Pa vo echu ar c'hrogad e vo kaset er-maez ar jeu an hini drec'het, chom a ra an hini drec'h war an dachenn, tapet e vo ar maout ganti ma c'hounez tri c'hrogad diouzh renk. © Eric Legret

Pennad-stern: Reolennoù diazez

Aozer : Aurélie Épron / Du 2016

War e sav hepken e vezer o c'houren. E bal a zo diskar e eneber, o reiñ ul lamm dezhañ, da lavaret eo lakaat anezhañ war e gein. Tapout a ra ar c'hourenerien krog e roched o eneber, a-us hag adalek ar gouriz. Gant o zreid e c'hellont klask ober taolioù biz-troad, gwintadenn pe klikedoù. Dindan ar gouriz e raer klikedoù evel-just. Pa daoler e eneber d'an traoñ e ranker mestroniañ e lamm, evit e surentez koulz hag evit disoc'h ar c'hrogad. Berzet e vez nep feulster, dre gomz pe dre gorf. Nac'hañ ar c'hrogad a vez kontet evel ur fazi ivez . Bepred e rank ar gourener stourm, en em zifenn pe aotren bezañ taget.

Ur gwir arvest eo ur c'hrogad gouren, dre m'eo e bal teurel e eneber d'an traoñ dre ul  lamm, (war e gein kentoc'h eget war ul lodenn all eus e gorf), o kas d'e heul gwintadennoù estlammus a-walc'h a-wechoù, pezh a ra eus ar gouren un abadenn gaer evit an arvesterien.

Ar c'henstrivadegoù

En tu all d'an daou goulzad (hañv/goañv), e kaver meur a zoare kenstrivadeg :

  • Gourenadegoù goañv, pe « modern », e salioù (evel m'int bet diazezet gant C. Kotonneg e 1930) war ur pallenn : daeadennoù hiniennel ha dre skipailhoù, kampionad Breizh pre dre zepartamant.
  • Gourenadegoù hañv: pe dre lakaat an eneberien daou-ha-daou evel ma reer er sportoù-all (tennet e vez d'ar sord evel er salioù er goañv), pe en doare mod-kozh.

En daeadennoù « mod kozh » e c'heller gounit ur maout yac'h ha bev. Trec'h an hini a zeu a-benn da drec'hiñ tri eneber diouzh renk. Aze e rank ar gourenner bout gouest da verañ mat e strivoù met ivez da vont dreist e nerzh evit kas ar maout gantañ.

  • Kampionadoù Europa o vodañ un dek bro bennak gant o doareoù gouren pe back-hold (gouren bro-Skos) bep bloaz.

 Brezhoneg eo yezh an tredeoged hag ar gerioù teknikel.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Aurélie Épron, « Pennad-stern: Reolennoù diazez », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 18/11/2016.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/pennad-stern-reolennou-diazez

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù