Un haroz ?
E Kronikenn Naoned, e penn-kentañ an XIIIvet kantved, e roer ton da Alan Varvek, kement ha lakaat anezhañ da haroz dieuber e vro : « Eno e vodas en bro ar Saozon un niver bihan a listri, ha goude bezañ kimiadet diouzh ar roue Aethelstan, e reas hent war-zu Breizh gant ar Vretoned bet chomet gantañ ». Hervez ar gronikenn en defe bet dilestret e Dol, digabestret Breizh diouzh yev an Normaned en ur dremen dre Sant Brieg evit dont d'en em staliañ en Naoned a zeuas da vout e gêrbenn. Met pelec'h emañ ar wirionez er skrid-mañ ?
Tro-dro da Vreizh
Da heul ar gaouad reuz a oa bet en impalaerez karolingian e penn-kentañ an dekvet kantved, e oa bet savet meur a briñselezh emren, etre daouarn brientinien veur. Huon Veur, tad Huon Kapet, a gemer e greñv war Neustria (etre ar stêrioù Sena ha Liger). Derc'hel penn ouzh an aloubadegoù norman a roas d'ar priñselezhioù abeg da greñvaat o gwirioù.
E bro-Saoz, e oa rouantelezh Wessex a stourme ouzh an Normaned abaoe an IXvet kantved, ha tamm-ha-tamm e krogas da aloubiñ hag unvaniñ an enez, da vare ren Edouarzh ar C'hozh (899-924) hag hini Æthelstan (924-939).
E Breizh
Diouzh he zu, abalamour d'he ardremez, e plege priñselezh Breizh dindan taolioù an Normaned. « Breizh a-bezh, war vord ar mor, e penn bro-C'hall, a voe gwastet gant an Normaned. Drastet ha distrujet e voe pep tra ganto, goude bezañ kaset ganto, gwerzhet pe argaset an holl Vretoned» eme Flodoard en Xvet kantved.
Spontet e tec'has kuit noblañsoù ha kloer ar vro. Kont Poc'her, Matuedoi, a dec'has gant e vab Alan da gaout roue Wessex. Ne chom nemet kont Berengar e Roazhon. Ha gant asant ar roue Raoul, n'eo ket evit kas anezho kuit eus aber al Liger, a sav an Normaned ur priñselezh e bro-Naoned, alese e loc'ho argadennoù war ar rouantelezh a-bezh hag e vrasaont o c'hrog war Vreizh.
Un taol-esa kentañ c'hwitet
E 930, e tiskar ar roue Raoul arme Normaned al Liger, aet da glask fret e bro-Lemojez. War a seblant e tro an avelioù a-du, evitañ da zistreiñ da Vreizh. Ar bloaz war-lerc'h eo Alan ha Yuzhael Berengar a gas en-dro un dispac'h, met gwasket e vint etre Normaned an Sena ha reoù al Liger, ha mont a raio o zenn d'ar c'hleuz. Ret da Alan distreiñ da vro-Saoz, e lez Æthelstan, e-keit ma c'hell Yuzhael Berengar chom en e blas, a-drugarez d'e liammoù familh, gant e genderv Gwilherm Hir-e-Gleze paneveken.
Ha mont a raio Breizh da get ?
Yarl (Kont) e penn Normaned ar Sena e oa Gwilherm Hir-e-Gleze. En eskemm d'ul le a fealded ouzh ar roue Raoul, e voe roet dezhañ e 933 douaroù Avranchin ha Cotentin, douaroù ar Vretoned abaoe 867. N'emañ ket pell neuze Breizh dont da vezañ diframmet, pe dont da vezañ ur Stad Breizhad-Norman. Rak tost eo an Normaned da staliañ ur galloud stabil, da dreiñ war-zu ar relijion kristen ha da skoulmañ euredoù gant ar Vretoned.
Hir an hent war-zu un emglev
E 935, n'eus hini ebet eus pennoù-bras ar rouantelezh a vefe gouest da dapout an tu kreñv da heul ar roue Raoul war e dalaroù. Bresk e vefe ar c'hempouez a oa bet tizhet kaout gant emglevioù dre euredoù, ma teufe Breizh da gouezhañ etre daouarn tierned pe yarled an Normaned.
Aze e krogas neuze evit uhelidi ar rouantelezh ul labour diplomatek stank evit diskoulmañ kudenn an Normaned hag hini hêrezh ar roue Raoul. Hag er steuñv-se emañ distro Alan, prientet start gant an abad Yann a Landevenneg.
Dre e eured e 935 gant merc'h Herbert Vermandois, hag hini e c'hoar gant Gwilherm Penn Stoub, kont Poatev, emañ Gwilherm Hir-e-Gleze oc'h en em lakaat e -mesk brientinien ar Franked, ha paouez a ra da harpañ Normaned al Liger. Ouzhpenn da-se ez eo disteraet ar re-mañ, tapet ganto meur a zrouklamm ar bloavezh-se er Berry, ha n'int ket gouest ken da zerc'hel penn.
Diouzh e du emañ ar roue Æthelstan o kas en-dro taolioù-brezel ouzh ur c'hengevredad Normaned eus Iwerzhon, Kembre, iz-Skos ha iz-Daniz, pezh a viro outo mont da skoazellañ Normaned bro-C'hall.
An distro da Vreizh
Gant marv ar roue Raoul d'ar 15 a viz Genver 936 e son ar galv : posupl eo da Alan dont en-dro d'ar vro en nevez-amzer. Ret eo dezhañ koulskoude ren taolioù-brezel evit kas da get ar strolladoù stourmerien norman a chome c'hoazh. Mont a ra neuze war-zu Dol, Pledran (kamp Peran), hag an Naoned. N'eo emgann Plourivoù nemet un istor ijinet gant marc'heg Freminville en XIXvet kantved.
Huon Vras, markiz Neustria, a ginnig neuze da Loeiz Tramor dont en-dro war dron ar Franked. Lidet e vez d'an 19 a viz Even, hag evit trugarekaat anezhañ e ro dezhañ an titl a zug ar Franked, un enor ne veze ket deus outañ abaoe fin ar Merovingiz. Eil den galloudus ar rouantelezh Frank eo neuze.
Poan en deus Yuzhael Berengar dont a-benn eus kreñvlec'hioù diwezhañ an Normaned e bro-Zol, gervel a ra neuze Alan hag Huon Maine d'e sikour. Hervez Per Baud e vefe bet tremenet an emgann-se e Trans d'ar 1añ a viz Eost 939, ha lidet goude-se gant ar Vretoned "pezeogwir alese hag hiviziken e krogas arre Breizh bout annezet gant e vroidi ha Bretoned da ober gant lezennoù o hendadoù."
Alan Varvek dug ha n'eo ket roue
Galloud Alan war Breizh a-bezh, anzavet gant Yuzhael Berengar, na dalvez ket e teuio en-dro ar rouantelezh kozh. Ren a ra war Vreizh lammet diganti an aloubadegoù a oa bet bet goude 851. Dre ma ne falveze da Huon Vras tapout ar renk a zug, ne c'helle ket asantiñ e vefe bet e zleour a-us dezhañ. Lakaet eo neuze Alan da gentañ dug Breizh.
Plakenn en Naoned
Plakenn bet savet e doare ar Seiz Breur, evit lidañ e 1937 mil bloaz trec'h Alan Varvek war an Normaned. E Brezhoneg eo skrivet : « Alan Barvek - da dad ar vro - breiz ha naoned adsavet »
Gwelet e vez e korn straed Prad Nian en Naoned
Luc'hskeudenn gant : Maryvonne Cadiou