Abegoù ar radikalegezh
Dont a ra anv kêr Zouarnenez eus an enez Tristan : douar an enez, hogen evit ar pezh a sell ouzh ar politikerezh e voe ar gêr-se un enez komunour e Breizh adalek ar bloavezhioù 1920. E Douarnenez e oa splann an nebeud a blas a oa gant ar renkad etre. Daou ved a enebe an eil ouzh egile eta. Diouzh un tu, familhoù ar c’hreantourien vras, evel Chancerelle pe c’hoazh ar familh Béziers, bourc’hizien pinvidik-mor ha brav o buhez. Gant sikour an dud a iliz hag a oa mirelourien, o doa krog war rummad niverus al labourerien, micherourien ha micherourezed ar friturioù hag ar vartoloded. Ar pezh en dije gallet « kompezañ » an traoù (Maurice Lucas) etre an daou strollad sokial-mañ a oa re wan : re nebeud a gargidi hag a vicherioù frank a oa. An daou renk sokial-se a c’hell displegañ emzalc’hioù disheñvel mat hag a zo bet un elfenn a-bouez e buhez politikel kêr ar pennoù sardin. Dibar e oa ivez pouez ar micherourezed, al labourerien a oa « disparc'hourien taer ha ken doujus all d'al liderezh katolik » (Yves Le Gallo) kement-se a rae d’an harzlabourerien « kanañ ruz » hep disoñjal mont d’an oferenn.
Dilennadegoù-kêr 1919 a verkas ur c’hemm bras pa gollas « pennoù uhel ar sardin » (Maurice Lucas). Evit ar wech kentañ e voe trec’h ul listenn SFIO (Section française de l’internationale ouvrière), ha Fernand Le Goïc, kelenner en Naoned, a voe anvet da vaer. Diouzhtu-kaer ec’h embannas e liv politikel : delwenn Jean Jaurès a voe staliet e sal ar c’huzul-kêr, roet e voe e anv d'ur straed, ha mennadoù politikel a voe degemeret. E miz Ebrel 1920 da skouer, e savas ar c’huzul-kêr : « A-enep kas paotred an hent-houarn o doa graet harz-labour dirak al lezvarn ha kastizañ anezho». Sevel a reas goude-se e vouezh « a-enep krenn adstagañ an darempredoù gant ar Vatikan ! » Nullet e voe an divizoù-mañ gant ar prefed, ar pezh a verkas deroù darempredoù start etre dilennidi Douarnenez hag ar prefeti.
Douarnenez : un nemedenn e Breizh
Kendalc’h Tours e miz Kerzu 1920 a lakaas reuz en tu kleiz breizhat. Kendivizoù taer a voe etre izili an SFIO. Diouzh o zu, ne felle ket d’an dilennidi sokialour ha d’an izili gozh evit an darn vrasañ anezho mont a-du gant an IIIe Etrebroadelenn. Stourmerien ar strollad avat, a oa troet war-du Moskov. A-benn ar fin e vouezhias an div drederenn eus an dilennidi vreizhat a oa e Tours evit emezelañ ouzh al luskad. Koulskoude e oa ar PCF er bloavezhioù 1920 evel ur « bod spern» e Breizh, kaset war-raok gant un nebeud eus « diaraogourien ar gomunouriezh » (Christian Bougeard).
An disrann etre ar sokialourien hag ar gomunourien a zassonas betek kêr Zouarnenez. Chom a reas feal ar maer ouzh an « ti kozh », da lavarout eo an SFIO. N’helle nemet kontañ war un nebeud dilennidi rak troet e oa muiañ niver ar c’huzul-kêr gant ar gomunouriezh (Section française de l’Internationale communiste). Goude ma voe nullet kargoù kuzulierien-kêr hag ar maer dre ma ne oant ket o chom e Douarnenez, e voe aozet un dilennadeg nevez e miz Gouhere 1921. Gant ar strollad komunour ez eas ar maout : Sébastien Velly a voe dilennet da vaer. Evit ar wech kentañ e Bro-C’hall e voe dibabet ur maer komunour. Arabat disoñjal avat e oa Douarnenez un nemedenn e Breizh. En em adaozet e oa ar sokialourien goude disrann 1920, hag e oant o c’hounez tachenn war ar gomunourien.
Divizoù arouezius a voe kemeret gant Sébastien Velly : e miz Eost 1922 e roas anv Louise Michel d’ur straed. Kement a vec’h a voe etre an tu dehou hag an tu kleiz ken ma nac’has ministr an Diabarzh ma vije adanvet ar straed. Goap a rae ar virelourien : « Evit a sell Pasteur e vo gwelet diwezhatoc’h, pa ne vo ken a anvioù war an deiziataer ruz. Chom a ra c’hoazh Lenin, Trotsky hag un nebeud reoù all... ». Devezh lid an arsav-brezel, d’an 11 a viz Du 1923, e tennas renerien ar skolioù kentañ derez ar rubanoù ruz bet lakaet war ar bokedoù gant an ti-kêr : tamallet e oa dezho « bale dirak ar Groaz kentoc’h eget dirak ar banniel ruz ». Abalamour d’an darempredoù tenn etre ar maer komunour hag ar pennadurezhioù e voe dilemet e garg da Sébastien Velly gant ar prefed.
Douarnenez « ar gêr ruz »
D’an 18 a viz Gouhere 1924 e varvas Velly gant ar c’hleñved-sec’h. Daniel Flañcheg eo a voe dilennet maer eta, e miz Here 1924. 43 vloaz e oa ha bet implijad-kêr e Lambezeleg. Prezeger ken mat ma oa, n’en doa ket aon eus an atahin hag an emgann. Anarkour e oa bet, hag eñ unan eus krouerien ar strollad komunour e Breizh. E kendalc’h Tours en doa kemeret perzh. Abaoe 1923 e oa sekretour kevreadel ar PCF. Gant dilennadeg un den ken kreñv e bersonelezh, e teuas Douarnenez da vezañ « lec'h pennañ ar PCF » e-lec’h Brest (Christian Bougeard).
Etre 1924 ha 1940 e voe ar Flañcheg un arouez a gasas da benn un doare komunouriezh-kêr dibar a « durmud hag a hardizhegezh dispont » (Michel Mazéas) a rae enor da vrud Douarnenez. Deroù e brantad maer a voe merket gant harzoù-labour ar Pennoù Sardin (etre miz Du 1924 ha miz Genver 1925). « Harz-labour an dienez » a darzhas evit gounit ur gopr dre eur a 1 lur e-lec’h 80 santim, hag en em ledas en ugent uzin ar gêr. Ur stourm a 48 devezh a grogas, lusket gant manifestadegoù ha bodadegoù ma kemeras perzh enno kalzik renerien eus ar PCF hag ar CGT-U a oa deuet war al lec’h. Bamus e oa ar stourm hag un arouez e teuas da vezañ. Charles Tillon, implijad rannvroel er CGT-U, a gase an traoù war-raok. Kefridiañ a reas ar PCF e renerien, evel Lucie Colliard pe Marie Le Bosc. Gwelout an div vaouez-se o kemer perzh er stourm a skoas speredoù an dud dre ma ne oant ket keodedourezed, da lavarout eo n’o doa ket ar gwir da vouezhiañ. Met e porzh ar sardin e oa ar maouezed a oa e penn ar stourm : e bodad an harz-labour e oant 6 diwar 15. E-touez pennoù bras ar gomunourien e teuas ar Breizhad Marcel Cachin, kannad ar Seine, e miz Kerzu 1924 da zegas « gourc'hemennoù renkad micherourien Pariz evit harz-labour ken hoalus ar Pennoù Sardin ». Gant an harzlabourerien e oa ar maer komunour : dibuniñ a rae e penn an ambroug, gwisket gant e skerb triliv o kanañ Kan etrebroadel al labourerien. Moarvat e kanas an diskan a gane ar micherourezed : « Saludit pinvidien eürus, ar beorien pilhaouek-mañ, int-i eo a c’hounez ho milionoù ». Diazezet e voe kef an dilabour gant ar maer ha servij ar soubenn evit an holl gant ar PCF.
Trec’h ar vicherourien hag an diazezañ komunour
Ar virelourien avat, ne felle ket dezho diskregiñ. Daou anezho a baeas tud d’ober un taol feuls evit diskar an harz-labour. D’ar 1añ a viz Genver 1925 e tennas an dud-se war ar maer : ur boled a dremenas a-dreuz e c’houzoug. « Fellet ez eus bet lazhañ hor c’hamarad ar Flañcheg ha lazhañ an harz-labour war ar memes tro » eme ar c’hazetennoù stourm. Skoet e voe an dud e Bro-C’hall a-bezh. Ar prefed a c’houlennas groñs digant ar c’hreantourien kavout un diskoulm d’an harz-labour : d’an 8 a viz Genver e voe asantet goulennoù ar c’hopridi. Bez’ ez eo ivez stourm harz-labour ar Pennoù Sardin a gane « Pemp real a vo ! » arouez fin « gouzañvidigezh ar Vreizhiz» ha n’eus ket da da vezañ ken (Jean-Jacques Monnier). Ar prantad-stourm-se a voe brudet e Bro-C’hall a-bezh hag a voe un taol kaer evit ar PCF hag ar CGT-U. Adalek ar mare-se e voe Douarnenez unan eus kêrioù pennañ ar gomunouriezh e Bro-C’hall. An aotrou maer a zeuas da vezañ brudet. Azeulet e oa gant ar besketaerien ha merc’hed an uzinoù kement ha ma oa kasaet gant ar re c’halloudus. E dilennadegoù-kêr 1925 e voe splann trec’h ar Flañcheg. Dre ar stourmoù sokial ha politikel-se e voe diazezet ar gomunouriezh e Douarnenez hag e voe digoret an hent goude ar brezel da vaered ar PCF : Joseph Pencalet, Yves Caroff, Joseph Trocmé ha Michel Mazéas dreist-holl, a voe maer etre 1971 ha 1995.
Troet gant Kuzul Ar Brezhoneg