Aet oa ar maout gant ar Flañcheg har ar gomunisted da geñver dilennadegoù-kêr miz Mae 1925. E-touez an dud dilennet emañ Charles Tillon, a vo diwezhatoc'h e penn an FTPed ha ministr ar jeneral de Gaulle ha Joséphine Pencalet, intañvez ur martolod. Ya, ur vaouez ! Ugent vloaz a-raok n'o defe bet ar merc'hed ar gwir da votiñ ha kement-se a-enep krenn d'al lezenn, setu ur vicherourez o labourat er friturioù, anvet da guzulierez-kêr, ha bet dilennet gant paotred hepken.
Dek e oant e Bro-C'hall, anvet war listennadoù ar strollad komunour. Diwiriekaet int bet kerkent. Joséphine Pencalet, hi, a stourmo hag a gemero perzh c'hwec'h gwech e bodadegoù ar c'huzul-kêr. C'hwec'h bodadeg ha mouezhiadeg degadoù a zivizoù...
Setu e teu Douarnenez, ur gêr uvel a vicherourien, da gemer ur plas a bouez en emsav bras kroget adalek an XIXvet kantved evit reiñ plas d'ar merc'hed e buhez demokratel ar vroad.