Ur vorfologiezh liesstumm
Bleizi glas (Canis lupus, Linné, 1758) mentoù ha livioù disheñvel a gaver, dre m’eo ur spesad azasaus-tre. Etre 50 ha 130 lur a bouez a ra (ur geidenn a 72 lur evit ar pared, 56 lur evit ar parezed) ha betek 75sm a uhelder e zraen. Er bloaz 1892 en Nièvre e oa bet lazhet ur bleiz a rae 164 lur a bouez. Meur a liv a gaver d’o feur, met melen-rouz int gant blevennoù du en o mesk peurliesañ. Kavout a raed hiniennoù a bep seurt livioù, eus ar glas d’ar melen, gant takadoù sklaer ledan war o gouzoug, o divoc’h, war o c’hof hag e diabarzh o favioù. Etre sklaer‑tre ha melen-rouz eo feur ar bleizi bet kavet e Breizh (mirdi Kevredigezh Liesdiskiblezh ar Mor-Bihan e Gwened, mirdi istor naturel en Naoned, mirdi Skol-veur Roazhon 1) betek reoù teñval-tre (meur a benn bleiz naturelaet en dastumadegoù prevez).
Preizherien a oar bezañ amañ hag en o c’houlz
Kartennaoueg testenioù ar skoaziadennoù bet paeet evit bezañ lazhet bleizi (gwelet ar gartenn) a ziskouez e vezent kavet stankoc’h er c’humunioù m’eo stank al lenneier warno, kumunioù war an aod zoken. Met ar c’hoadoù torgennek ha fonnus ar brouskoadoù enno a veze lec’hioù goudor mareadek peuz-sur evit ar bleizi.
Tro ar bloavezhioù 1800, e c’helled lavaret e veze etre 5 000 ha 6 000 loen deuet d’o oad o chom da vat e bro-C’hall. Al lazhadegoù a veze aozet mui pe vui ne raent nemet reoliañ ar c’hresk naturel. Moarvat e veze tro 600 loen war Vreizh a-bezh, diwar ar re-se, un 2 pe 300 bennak a veze o chom e lanneier ha koadoù Penn-ar-Bed.
A-drugarez d’an testenioù bet dastumet e c’heller gouzout gant peseurt doare boued e veze desachet spesad bleizi Breizh. Koulz ar c’hontadennoù hengounel hag an istorioù bet bevet gant an dud a gont e oa da gentañ kezeg pe deñved a veze taget gant bleizi, ha goude-se moc’h, givri pe chas. Stank a-walc’h e veze an tagadennoù war ar chatal, ha koll bras a veze war an deñved gwechoù zo, daoust ma vezent evezhiet-mat ingal (barrek-mat ar saout hag ar c’hezeg d’en em zifenn o-unan).
Met dre ma ouie an dud difenn mat o chatal e veze troet ar bleizi d’en em voueta ingal diwar preizhoù bihan pe gagnoù. Rouez a-walc’h e oa ar gouezeri bras, ha ne veze ket kavet e Breizh rummoù kirvi gouez evit m’o defe ar bleizi un diazez boued diganto.
Distrujet ar bleizi
N’o doa ket aon ar Vretoned dirak ar bleizi, rak adal o yaouankiz e oa bet lavaret dezho e oant loened aonik, ha dre-se e oa trawalc’h spontañ anezho en ur ober trouz. Alese reolenn an « harao war ar bleizi», gant an hopadenn o reiñ da c’houzout e oa eus ar bleizi, hag an harao o tiskouez ar c’heit, dre ma c’helled teurel e vouezh (pe son ar c’hornioù-boud) war an hed a zaou gilometr pe war-dro.
Meur a zoare distruj ar bleizi «dre skiant-prenet» a veze. An doare resisañ a veze lazhañ ar bleizigoù, evit-se e ouie bugulien zo diskoachañ ar mennoù bleizi evit lazhañ anezho, hag evel-se pakañ ar skoaziadennoù : gant an huchadenn e veze trevezet youc’hadenn ar bleizi, gant ar pal kaout ur respont, hag alese diskoachañ an torad.
Gant mein dijuntr e saved fozioù bleizi, lod outo a c’helle tapout ur vent vras. Pejoù a veze implijet ivez, daoust ma ne oant ket gwall efedus, hag e veneger da skouer e 1708 en un atant e Kleongar e Plabenneg, «ur gael houarn gant ur grip bleizi». Gant Letananted Huerezh e veze ar garg a lazhadeg «ofisiel» ar bleizi. Met kement a blijadur o deze redek ar bleizi gant o mignoned ma ne vezent ket ken efedus a-se en o labour distruj ar ouenn.
Gant an holl draoù-se e veze miret ouzh an niver a vleizi da vont war-raok, daoust m’eo ur ouenn a gresk buan a-walc’h koulskoude. Met dre ma kreske niver an dud, dre ma veze implijet striknin, ar skoaziadoù niverus a veze paeet, kement-se en deus c’hoariet ur pezh bras evit an diswriziañ ar bleizi. Ret eo kaout soñj ivez e veze bihanaet ingal an tachennoù lanneier ivez.
E meur a lec’h ez eus bet spurmantet ar bleizi diwezhañ er vro etre 1885 ha 1906. Met dre ma veze bet di-c'houennet ar bleizi ez eus bet ur c’hresk bras e niver an debrerien-kig bihan, ha merzhusoc’h neuze o noazadurioù.