Geografiezh ha morfologiezh
Un hir a gribenn greunvaen etre 6 ha 10 km he ledander zo eus ar menezioù-se a sav etre 70 ha 165 metr, o valirañ Arvor Su-Breizh a-hed 90 km eus reter da gornog. Pezhioù rouestladegoù kerreg zo bet stummet er menez-se gant nerzh an dour-red hag an avel o treiñ ar maengreun tenerañ da draezh. Sko oute, alies, e oa bet savet meurvein gant pobladoù an neolitik.
Istor al labourioù
Furchadegoù a voe graet war ar prim gant an arkeologourien gent, Louis Marsille, Ernest Riallan pe c’hoazh Fernand ha Henri de Cussé. Gant ar c’hont de la Fruglaye avat e voe savet ar c’hentañ danevell eus ar furchadegoù bet kaset war-dro un daol-vaen e komun ar Vouster-Logunec’h e 1856. Gant Jean an Haelgouarc’h ha Joël Korneg e voe kaset ar c’hentañ furchadegoù modern.
Perzhioù dibar meurvein Lanvaoz
N’eus ket eus meurvein Lanneier Lanvaoz savadurioù ken meurdezus ha reoù an Arvor. O liesseurted avat an hini a ro talvoudegezh d’ar glad-se. Ha pa n’eo ket ramzel ar pep brasañ anezhe, dibar eo avat o stumm hag ar mod int bet savet, mesk-ha-mesk gant o endro naturel, ar c’herreg all paneveken.
Lec’hioù ar re vev ha lec’hioù an Anaon
Gant lec’hioù a-ratozh eo bet merket kemm armerzhel bras an neolitik diouzh un tu, ha hañvalded sevenadurel pep poblad diouzh un tu all : mein-sav el lec’hioù gouestlet d’ar re vev, bezioù (turumelloù ha taolioù-maen) el lec’hioù gouestlet d’ar re varv. Dre ar mod ma oa bet savet annezioù ar re vev war an hevelep live ha reoù an Anaon e veizer an darempredoù dibar a oa neuze etre an eil rumm hag egile. Merzet e vez ivez levezon an eil savadur war egile, koulz evit ar stummoù ha dibab al lec’h-sevel. Oc’h azasaat ar raktresoù ouzh an dafar a oa el lec’h-mañ-lec’h an hini e veze degaset kemm dibaouez eus an eil savadur d’egile.
Taolioù-maen un trepas oute
Taolioù-maen un trepas oute n’eus ket nemeur dioute en Argoad. Kalzik a savadurioù a-seurt-se zo e Lanneier Lanvaoz avat (Coëby e Tredion, Harys-Behelleg e Sant-Varsel). Savadur ar Vein Gozh Ruz e Kolpoù zo div grugell anezhañ : unan zo div daol-vaen anezhi, un trepas ouzh pep hini anezhe, hag eben un daol-vaen anezhi, un trepas outi o kas da veur a logell.
Taolioù-maen mod Bro Angers
E reter departamant ar Morbihan (La-Ville-au-Voyer er Chapel-Karv ha taol-vaen ar Follets e Saint-Gravé) zo savadurioù a seurt gant ar reoù a gaver peurliesañ e broioù Saumur hag Angers. Ar re-se zo dezhe logelloù-sebeliñ skouergornek bras-mat, un trepas berr oute, strishoc’h hag izeloc’h. Kalz eus ar bezioù-se zo lodennet dre ur speurenn-vaen pe dre veur a hini.
Troet eo taolioù-maen Breizh un trepas oute war-zu gevred. Nebeut dioute zo lec’hiet-strizh war ahel ur goursav-heol pe hini ur gedez.
Taolioù-maen e stumm un alez-toet
Taolioù-maen stumm un alez-toet zo e-leizh e Lanneier Lanvaoz. War harzoù uhelgompezenn Lanvaoz emañ ar pep brasañ eus ar bezioù a-stroll-se. N’eus trepas ebet oute. Ul logellig-tre zo avat, hag a gas war-eeun da logell hir ar bez, un dar-dal o stankañ he foñs. Ur grugell zo en-dro d’ar bez d’e zerc’hel mat en sav. Lod dioute zo un nor a-gostez oute. Rouezh eo ar re-se en Arvorig avat.
Lod eus an taolioù-maen e stumm un alez-toet zo dezhe mogerioù harp an eil ouzh eben, pep dar anezhe sko he fenn ouzh an hini zo en he c’heñver. Darn anezhe emañ c’hoazh o daroù-to warne (taol-vaen Bod-ar-Bleiz e Tredion). Ken dibar all eo an alezioù-toet e lec’h ma kemer an daroù-sav harp ouzh ar c’herreg (Pont-Bertho ha Maengwenn-Lanvaoz e Plaodren).
An taolioù-maen didrepas
Ar savadurioù bihan-se zo dezho maen plat savet e stumm houarn ur gazeg, o vevenniñ ur gambr skouergorneg stanket he fevare kostez gant ur vogerig mein-pastur (ar roc’h du e koad Kamorzh).
Savet e oant bet war-dro 2 000 kent J-K, en neolitik tostañ. Tammoù priaj ar poderezh kloc’hañval zo bet kavet enne.
Mein-sav
40% eus ar veinveur zo mein-sav anezhe. Savet e oa bet a re-se kazi e n’eus forzh pe lec’h. En o zouez e ranker ober anv eus reoù Boisker, Kêrvarker er Vouster-Logunec’h, Regnon e Plegadeg ha Bignon e Sant-Wionvarc’h.
Savet e oa bet steudad Kerzolan e Langidig gant kantadoù a vloc’hadoù. Hini Korneveg e Kamorzh a oa anezhi meur a zegad daroù bet savet eus an hini izelañ d’an hini uhelañ war ur regenn 400 m.
Evit klozañ ganti
N’eus ket bet kavet kalz a roudoù eus an annezioù, ha n’int ket bet studiet nemeur evit c’hoazh. Stank eo koulskoude al liammoù etre bed ar re vev ha bed an Anaon : e lec’hioù zo e oa bet sujet dibab al lec’h sevel meinveur da eñvor an hendadoù, o terc’hel e-giz-se da hengoun sevenadurel ar boblad.