Er Grennamzer
Dister e oa an arrebeuri d’ar mare-se (azezennoù, gweleoù, taolioù hag irc’hier) ha savet e oant evit ma vije aezet o divontañ hag o c’has eus an eil lec’h d’egile, dre ma tiloje an noblañsoù alies.
Ne taper goût hiroc’h war doareoù an arrebeuri a-wechall nemet abalamour da perzhioù heverk zo adalek fin ar XIVvet pe deroù ar XVvet kantved zoken.
A-benn neuze e oa bet termenet-strizh ar modoù-sevel gant ar c’houchoù-micher ha strewet e oant bet er c’hêrioù hag er bourkoù gant ar gompagnuned ha dre stalioù arrebeuri ar c’hêrioù bras.
D’ar c’houlz-se, sur a-walc’h, e voed krog da genstagañ o fezhioù dre steudennoù ha mortezoù garanet an eil en egile.
An irc’hier eo ar pezhioù-arrebeuri kentañ
An irc’hier eo ar pezhioù-arrebeuri kentañ.
Prenn-derv e oa irc’hier Breizh, dezho postoù ha treuzelloù ledan kenstaget gant steudennoù ha mortezoù ibilet, ha pastellennoù hag a c’helle mont ha dont a-hed garanoù. Gant ur glozenn, kromm peurliesañ, e vezent goloet. Mudurunet e oa ar glozenn-se ouzh gwalinier goveliet ha dalc’het kloz gant morailhoù-torzhell.
Diouzh an implij a veze dioute e oa o ment hag o c’henfeurioù. Talvezout a raent da serriñ greun, boued, liñselioù, dilhad hag all… Alies e veze fichet o zalbenn gant mouleürioù pe kizelladennoù bleunioù pe lunioù geometrek. Diouzh ar c’hlinkadurioù-se ez anavezer mod Breizh.
An irc’hier o vont da bresoù
War-dro kreiz ar XVIIvet kantved e teuas ar presoù war-wel. E deroù an XVIIIvet kantved avat e tegouezhas ar seurt arrebeuri-se en tier war ar maez. Ha pa oant savet war framm diazez an irc‘hier e vezent digoret dre div dor war-went.
Postoù ledan ha treuzelloù mouleüret empret an eil en egile gant ivinennoù war riskl eo perzhioù heverk presoù ar c’houlz-se.
Bihan a-walc’h e oa ar re-se (ken uhel hag 1,90m, ken ledan hag 1,30m ha ken don ha 0,60m pe war-dro). En traoñ e tiskenne o fostoù betek al leur da vont d’ober o zreid.
A-wechoù e veze empret an dreuzenn izelañ gant ivinennoù war-riskl. Gwechoù all, ha hi ledanoc’h, ec’h ae pastellennoù d’he ober.
Postoù ha treuzelloù mouleüret a yae d’ober sternioù o dorojoù ivez, div pe deir fastellenn enno. Houarn e oa o zorzhelloù.
Alies e veze turgnet ar bastellenn-greiz, pa veze ar re all, a bep tu dezhi, eeun, liesranngelc’hiek, turgnet pe kizellet e stumm begoù-diamantoù.
Testenioù zo hag a ra meneg eus arrebeuri liesliv pe livet gant mergl ruz plom.
Arrebeuri ar porzhioù-mor
D’ar c’houlz-se, just a-walc’h e tiorroas ekonomiezh Breizh dre ar c’henwerzh var vor kaset dre porzhioù bras Sant-Malo, Montroulez, ha Naoned gant kompagnunezh an Indez. Gant ar baramantourien, ar varc’hadourien hag an arc’hantourien e veze lakat sevel arrebeuri dibar a vez graet « arrebeuri ar porzhioù » anezho bremañ.
Gant koad (Akajou, ruz-flour, gaiak, miura-cataria ha seurtoù koad all a briz uhel) deuet eus an inizi a gustument ober kenwerzh enne e lakaas ar re-se sevel pezhioù-arrebeuri evit o zier e kêr.
Moarvat e oa arrebeuri kentañ Bro Sant-Malo kanastelloù bras, dezho peder dor klinket gant mouleürioù gwagennet pe gweet e stumm Flandrez.
D’o heul e voe savet burevioù war-zinaou, komodennoù, kanastelloù o tennañ da stumm Loeiz XIV pe levezonet gant arrebeuri Breizh-Veur.
Arrebeuri diwar stumm Loeiz XV an hini a voe savet peurliesañ gant kalvezourien kêr Naoned, bodet dre ul le-micher, pa voe diorroet he forzh-mor diwezhatoc’h.
Lorc’h an toleadoù
Bep ma voe tapet ar pleg da staliañ ar priedoù nevez gant ur rummad arrebeuri a yae ur pres, ur gwele, un daol ha bankoù d’e ober peurliesañ, e voe berniet dastumadegoù bras-tre a-wechoù, a bezhioù-arrebeuri gant an tiegezhioù.
E kard diwezhañ an XVIIIvet hag e hanterenn gentañ an XIXvet kantved ec’h eas ar sevel-arrebeuri war liesaat bep ma tifluke gizioù dibar eus an eil tolead d’egile. Dre lec’hiañ ar pastellennoù an eil e-keñver eben, dre ar mouleürioù, dre ar seurtoù koad implijet, dre ar skeudennoù kizellet war dremm an torzhelloù e teuas an dibarded-se war-wel.
Bleunioù pe lunioù geometrek stummet gant tachoù o lagad-ejen laton a zeuas da vezañ merk arrebeuri ar Vro vigoudenn ha Kerne-Izel tra ma rae kalvezourien Bro-Wened gant garidadoù gwerzhidoù, war ar gweleoù kloz dreist-holl, ha gant marelloù koad a bep eil liv.
Prenn kistin an hini a veze implijet kentoc’h e Su ar Vro (Kerne, Gwened) tra ma kaved gwell ober gant prenn-pabu er reter, betek Bro-Roazhon e lec’h ma teuas ar prenn-se da vezañ perzh heverk hec’h armelioù kizellet gant aked.
Gant ar greantiñ ha donedigezh an hent-houarn e cheñchas c’hoazh ar gizioù e eil hanterenn an XXvet kantved. Neuze e tegouezhas e Breizh horolajoù mod Bourgondia, gweleoù-korn, hag all, levezonet don gant ar stumm Louis-Philippe.
War voanaat ha war skañvaat ez eas an arrebeuri ivez bep ma yae an teknikoù war-raok.
Eus ar gêr d’ar mirdi
Gant greanterezh an arrebeuri, a voe diorroet en Alre paneveken, e voe roet un eil buhez da arrebeuri mod Breizh oc’h azasaat o c’hlinkadur da binvioù ar c’halvezouriezh arnevez. Padout a reas ar stumm-se tost betek an eil brezel bed. Kemm a reas ar mod-bevañ e-doug an tregont vloaz war-lerc’h avat ha c’hoantaat a reas ar rummadoù yaouank « treiñ ar bajenn ». Sellet e veze gant kalz a dud ouzh an arrebeuri gwechall pe neo-breizhek evel ouzh « kozh-traoù » ne oa plas ebet ken evite e diabarzh « modern » an tier nevez-savet. Taolet e voent neuze er pourpezioù hag er grignoloù pa ne gavent ket plas en ur mirdi bennaket.
Gant ar c’hentañ stalioù gwerzhañ arrebeuri ez eas da get an amunuzerien hag ar galvezourien a ouie sevel pezhioù arrebeuri unan-hag-unan, an eil war-lerc’h egile.
Gant azginivelezh sevenadur Breizh er bloavezhioù 1970 e voe roet priz da arrebeuri kozh Breizh en-dro…. Ha kavet e voe plas da lod anezho er gêr en-dro, goude bezañ o renevezet hag o zreuzfurmiñ a-wechoù, kement ha reiñ tammoù gwrizioù da buhez an dud a-vremañ.