Koachañ dafar metal dindan zouar, en taouarc’hegi pe e naoz ar stêrioù, evel pa vije fizioù anezho, zo unan eus gizioù heverkañ pobladoù oadvezh an Arem en Europa. Rouezh e oa seurt fizioù e deroù oadvezh an Arem ; muioc’h-mui dioute a voe avat a-hed ar peurrest eus an oadvezh. Eus un nebeut traoù da gantadoù anezhe a yae d’ober ar fizioù-se, sanket en douar alies, war-eeun en ur foz bet toullet a-ratozh, pe c’hoazh en ul lestr-pri, ur sac’h lêr pe un arc’h koad. Roueshoc’h eo ar re bet kavet er stêrioù. Bezañ zo anezho armoù (klezeoù, begoù goafioù, gouglezeoù), ostilhoù (bouc’hili, sizailhoù, raskloueroù), bravigoù (troioù-brec’h, perlezennoù), tammoù metal (tolzennoù, atredoù ar goveliñ), pezhioù harnaj ha kirri, ha rikoù ficherezh a-wechoù (aotennoù, piñsetezioù-divlevañ). Kuzhet e veze koulz traoù nevez ha traoù dirapar, c’hwitet pe diechu, en o fezh pe torr. Kalz anezho a oa bet mac’hagnet a-ratozh kent bezañ douaret.
E-pad pell zo bet soñjet ne oa dioute nemet pourvezioù metal da vezañ ad-teuzet, bet koachet da c’hortoz ober war o zro diwezhatoc’h. Soñjal a reer muioc’h-mui hiviziken e oa gouestloù dioute, bet lakaet er-maez eus kement adimplij armerzhel. Daoust ha gouestlet e oant da doueoù pe d’an hendadoù ? Evit o enoriñ ? Gant ar spi da gaout trevadoù fonnus pe un disoc’h eürus en un darvoud bennak a-bouez evit ar gumuniezh ? N’ouzer dare avat.