Eil oadvezh an Houarn e Breizh : priaj stampoù warnañ

Aozer : Gadea Cabanillas de la Torre / Eost 2020

Etre 475 ha 150 kent JK ez ijinas an Arvorigiz un arz dezhe o-unan. Ur 1 400 bennak a listri stampoù warne a ya d’ober ar pep brasañ eus ar roudoù, rouezh awalc’h, a zo chomet eus an arz-se. Stank e oa ar seurt priaj, klinket gant begoù-moull, e tier hag e bezioù ar c’houlz-se. Moullet e veze lunioù diazez (kelc’hioù, krommelloù, linennoù pe lunioù luziet (triskell, svatiska…) war ar pri blot gant ostilhoù n’eus chomet roud ebet dioute. Aozet e oant en doare da stummañ klinkadurioù stank ha luziet, rizennoù, garlantezennoù pe steredennoù anezho, ledet war al listri en o fezh. Listri meret eus ar gwellañ e oa ar re-se, skudelloù, listri bras serr hag all.  Mestroniezh an teknik, liested ar skeudennoù koulz hag an doujañs d’ar reolennoù strizh a rene war ar c’klinkerezh-se a ya d’ober un arz-stampañ da vat.

Ur skudell stampoù warni, bet dizoloet e Braubach (Rheinland-Pfalz, Alamagn), war-dro 205-190 kent JK. Tresadenn gant Gadea Cabanillas de la Torre diwar un dresadenn gant F. Schwappach (1977)

Foñs ur skudell stampoù warni bet kavet e Kerven Tegnous, en Ignel (Morbihan), war-dro 425-375 kent JK Foto gant Gadea Cabanillas de la Torre

Estroc’h evit o c’haerded a ya d’ober talvoudegezh ar c’hlinkadur-se. Un dalvoudegezh istorel en deus ivez rak diskouez a ra e oa eus ur gumuniezh arzourien en Arvorig ha tro d’he zro, e oadvezh an Houarn. Evit ar priajoù stampoù warne da vezañ stankoc’h e Penn-er-Bed, e departamant an Arvor hag er Morbihan e kaver anezhe pelloc’h c’hoazh e kornog Bro-Frañs. Perzh int eus ur sevenadur ledanoc’h, hini La Tène, hañval ouzh ar re a gaver e kreiz Europa (e traoñienn greiz ar Rhein dreist-holll). Diskouez a reont pegen oberiant e oa arzourien kornog pellañ an douar bras, liammoù stank etreze ha stamperien an Inizi ha gwalarn Iberia.

Diflukañ a reas ar priajoù stampoù warne e lec’hiennoù resis, darempredoù boas kenetreze. Klotañ a ra cheñchamantoù stumm ar c’hlinkadur gant reoù ar c’hevredigezhioù o-unan a-hed oadvezh an Houarn, bep ma yae ar rouedadoù atantoù bihan da vezañ kreñvlec’hioù bras o terc’hel pep a diriad.

Ul lestr skejet ha moullet, bet dizoloet e Glastonbury (Somerset, Breizh-Veur), eil oadvezh an Houarn. Foto gant G. Cabanillas de la Torre diwar un dresadenn gant A. Bulleid ha H. St. John Gray (1911)

Ul lestr stampoù warni bet kavet e Ploeneg (Penn-ar-Bed), war-dro 375-325 kent JK Foto gant Gadea Cabanillas de la Torre

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gadea Cabanillas de la Torre, « Eil oadvezh an Houarn e Breizh : priaj stampoù warnañ », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/08/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/eil-oadvezh-an-houarn-e-breizh-priaj-stampou-warnan

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité