If Menez

Aozer : Michel Colleu / Eost 2020

Eus 1935 betek ar bloavezhioù 1950 ne veze ket kalz a euredoù er Menez Are e lec’h ne veze ket sonet unan eus « gavotennoù Pierre Min », kement a oa dioute, ha gant Pierre Min (If Menez) e-unan alies-mat zoken. Bras e voe levezon ar saver tonioù barrek-se war al lanvad a sonerien akordeoñs kromatek yaouank a zisac’he diwar ar Menez d’ar c’houlz-se. Treuzkaset e voe gante stumm dibar ha tonioù o « mestr » o kemmeskañ arz ar sonerezh hengounel ha mod-soniñ ar « muzet », ul loaiad swing enne… pa ne oa ket ur pezh glogead zoken. Difluket eo ar stumm-se en-dro er bloavezhioù 2000, dres pa grogas anv If Menez da vezañ brudet gant gwir abeg.

Ganet e oa bet If Menez e 1905 e Plourac’h ha daremprediñ a reas ar ganerien hag ar sonerien treujenn-gaol a baote er vro ken e raent. E 1926 avat e tivroas da Bariz hag eno e reas anaoudegezh gant an akordeoñs kromatek. Bammet e voe ! Treiñ a reas da sot gant ar benveg-se ken e tapas gounit e vuhez o soniñ e balioù Pariz. Ur soner eus an dibab e oa e 1935 pa zistroas er vro, da chom e bourk Skrignag gant e wreg. Derc’hel a rae-hi ur stal perukerezh tra ma talc’he-eñ un ostaleri. Dizale e roas lañs d’ur « jazz band », l’Idéal Jazz e anv (akordeoñs kromatek, saksofon, banjo) ha sachañ kement yaouankiz a oa er vro d’e heul. War-dro 1950 ez eas da vañsoner e Pariz en-dro ha biskoazh ne dennas e veñveg er-maez eus e voest ken. Roet e voe e blas en-dro d’ar saver tonioù pobl meur-se ac’hann pa voe savet dastumadegoù digant e zeskirdi hag embannet ur bladenn gouestlet da Jean Koateval e 1984.

Dastumad Bernard Lasbleiz – Dastum

L’Idéal Jazz, stumm 2012

 

If Menez eus Skrignag, ouzh an akordeoñs, gant e laz-soniñ, l’Idéal Jazz e anv, war-dro 1935 :

Gaston Thépault (saks), Jañ ar Boulc’h (banjo), Louis Macé (violoñs) ha François Poupon (trompilh) eus Kêr Garaez o fevar (Dastum)… ha stumm 2012 L’idéal Jazz , 77 vloaz war-lerc’h, bodet ennañ gant ar soner akordeoñs Padrig Lefebvre, tri soner akordeoñs all : Régis Huiban, Jean Floc’h ha Yann ar C’horrr, an tri soner trompilh Youenn ar C’hamm ha Gaby Kêrdonkuñv, ar soner Timothée ar Bour, ar soner violoñs Pêr Stefan, ar soner banjo Roland Conq hag an tabouliner Loig Larnikol. N’eo ket marv ar gavotenn-swing e Breizh c’hoazh !

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Michel Colleu, « If Menez », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/08/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/if-menez

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité