Kengevredad ar Beizanted ha labour-douar mod peizanted

(Bloavezhioù 1980-1990)
Aozer : Jean-Philippe Martin / Eost 2020

E 1987 e voe krouet Kengevredad ar Beizanted oc’h adstrollañ rannoù liesseurt tu-kleiz nevez ar beizanted. Astennet e voe e dachenn en tu all d’e greñvlec’h kentañ e kornôg Bro-C’hall, o tegemer ur skipailh renerien eus Penn-ar-bed, chomet a-gostez e-pad pell, ha strolladoù mervent ha gevred Bro-Frañs. Kreñvaet e voe e levezon ivez pa dapas rastellat ouzhpenn 27% eus ar mouezhioù da goulz dilennadegoù kambroù departamant al labour-douar e 2001. Nevesaat o freder zo bet graet gant ar sindikalourien ivez bep m’en em strollent. Dougen a ra ar C’hengevredad raktres al labour-douar mod peizanted, diazezet war taolioù arnod bet sevenet ha strevet abaoe pell zo bremañ.

Kas ul labour-douar emrenoc’h hag arboellusoc’h an hini a venn ar C’hengevrad ober evit derc’hel « peizanted niverus war maezioù bev ». Doareoù ober a glot gant ar pal-mañ a vez broudet gant ar sindikad : liesaat ha talvoudekaat ar produennoù, bezañ emren par ma c’heller, kentoc’h gwellaat evit kreskiñ, gwerzhañ war-eeun…Goulenn a ra ar sindikad ivez ma vefe ur bolitikerezh nevez war al labour-douar, o henchañ yalc’hadoù Europa war-zu ar broduerien vihan hag ar re etre da gentañ. Degas a ra war wel efedoù drastus al liberalouriezh ha pouez divent stalioù an agrokimiezh war an dibaboù politikel. Strivañ a ra, a-benn ar fin, da ziskouez e tenn dalc’hoù al labour-douar d’ar gevredigezh en he fezh hag abalamour da gement-mañ e nac’h ar broduouriezh a zo, d’e veno, pennkaoz d’an torfedoù war ar boued.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Philippe Martin, « Kengevredad ar Beizanted ha labour-douar mod peizanted », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/08/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/kengevredad-ar-beizanted-ha-labour-douar-mod-peizanted