An avaloù chistr

Aozer : Mark Gleoneg / Eost 2020

Avaloù mat, bet dastumet e gwerjeoù mat a ranker kaout d’ober chistr mat. Arabat eo louzaouiñ anezhe en aner eta. Ober war o zro evel e vez graet d’ul liorzh ne lâran ket, abalamour da virout enne liested ar frouezh ha kempouez ar vuhez etre an amprevaned liesseurt, ar gwenan hag al laboused.

5 000 gouenn avaloù zo e Breizh hervez kont, avaloù chistr al lod brasañ anezhe. 3 000 anezhe zo bet renablet ha termenet pizh : da bep gouenn avaloù he liv, he frond hag he blaz. Gant ar re c’hwerv e vez roet e framm d’ar chistr, gant ar re zous e frond hag ar sukr ha gant ar re drenk e freskder. Lod eus an avaloù a gaver e Breizh zo ur vammenn voutin dezhe. Gouennoù lec’hel dibar zo eus kalz dioute avat, da bep hini he zolead hag he seurt chistr.

Pevar rummad avaloù chistr a zo :

  • Ar re c’hwerv, a seurt gant ar re Marie Ménard, o tont eus departamant an Arvor,
  • Ar re dous-c’hwerv, a seurt gant re Gerverien, eus Kloar-Karnoed, hollvrudet, a gaver hiviziken e meur a dolead,
  • Ar re zous, a seurt gant ar re Dous-koad-lignez, eus Baod er Morbihan, a gaver bremañ un tamm e pep lec’h e Breizh,
  • Ar re drenk (ha skildrenk) a seurt gant ar re Petit Jaune (Melenig) eus Issé el Liger atlantel, a gaver ivez e Bro Dinan.

 

 

Ur meskaj dibar meur a ouenn avaloù (eus 3 da 6 peurliesañ) a ya d’ober pep seurt chistr, war-bouez ar chistr Gwilhevig ne ya nemet an avaloù Gwilhevig d’e ober.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Mark Gleoneg, « An avaloù chistr », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/08/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/an-avalou-chistr

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité