Ar rummadoù chistr

Aozer : Mark Gleoneg / Eost 2020

© Cidref, foto gant Alan ar C’hloareg
Chistr dous

Ouzhpenn 42 g sukr dre litrad anezhañ.

 

Chistr hanter-sec’h (ar seurt a gaver an aliesañ)

Etre 28 g ha 42 g sukr dre litrad anezhañ.

 

Chistr kalet

Nebeutoc’h evit 28 g sukr dre litrad anezhañ

 

Chug-tout

Talvezout a ra an doareenn-mañ eo bet graet ar chistr diwar avaloù-chistr nemetken, kuit a waskañ un eil gwech na degas fro ouzhpenn. Ha pa ne vije ket eus ar meneg-mañ, ne dalvez ket n’eo ket chug-tout ar chistr evir afer-se rak tost kement chistr mod Breizh zo chug-tout anezhañ.

 

Chistr-menaj

Talvezout a ra eo bet graet ar chistr diwar avaloù tachenn an hini en deus graet anezhañ hepmuiken.

MTO, Meneg an Tolead Orin (IGP)

Ken ledan eo MTO Chistr Breizh hag ar pevar departamant eus ar rannvro velestradurel, lodenn norzh al Liger-atlantel (e su al Liger emañ ar Muskadig, kentañ MTO istorel Breizh), ul lodenn eus ar Mayenne (Maine Breizh gwechall) hag ul lodenn eus Maine-et-Loire (Marzioù Breizh).

Roial-Gwilhevig (Siell ruz)

Ur seurt chistr graet hervez reolennoù strizh ar siell ruz war un dachenn bevennet-strizh er Morbihan.

Anv Orin Gwarezet AOG (AOP) Chistr Kerne

Anv termenet diwar reolennoù strizh (douar, gwerje, mod-ober…) dindan evezh an INAO / EBAO (Ensavadur Broadel an anvioù Orin), lec’hiet war 38 komun eus Kerne.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Mark Gleoneg, « Ar rummadoù chistr », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/08/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-rummadou-chistr

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité