Porzh Brest e diwezh an XVIIIvet kantved

Aozer : Patrick Galliou / Gwengolo 2020

Un tamm a-raok an Dispac’h e oa doare an arsanailh evel ma chomas goude-se, tost digemm, betek deroù an XXvet kantved pa voe kroget gant chanterioù bras Lanninon. Gant an ijinour brestat Antoine Choquet de Lindu (1712-1790) dreist-holl e voe adkempennet traoñienn ar Benfell. Savadurioù greunvaen uhel, klasel ha taer o stumm a lakaas-eñ sevel war he glannoù. War ar c’hlann gleiz, e poull-radoub Traoñ-Lann (1683-1687) e oa ar vagazenn veur, 160m hed dezhi (1744-1745), atalieroù lienaj, magazenn ar c’herdin (1764-1769) hag uheloc’h, ar galeoù (1750-1751) betek 3 000 galeour enne, ar c’hordennerezh (1686-1706 ha 1745-1747) hag a bep seurt savadurioù c’hoazh. War ar c’hlann zehou e oa magazenn ar bevañs ha sal an armoù (1762), dindan tolz ar c’hazarn a veze graet « Cayenne » anezhañ, magazenn an houarnaj (1769) ha poulloù-radoub Pontanioù (1742-1757), ar c’halvezerezh (1743) hag atalieroù a bep seurt. Uheloc’h, er Gêrnevez e oa govelioù bet savet (1767-1770) gant Joseph Duplessis (1734-1808), ur marc’hadour a Vrest. Prenet ha brasaet e voent gant ar morlu da heul e freuzstal (1772). Distrujet e oa bet tost an holl savadurioù-se e-doug an Eil Brezel Bed. Kaset e voe d’an traoñ er bloavezhioù war-lerc’h a re a oa chomet en o sav, siet betek re.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Patrick Galliou, « Porzh Brest e diwezh an XVIIIvet kantved », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 8/09/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/porzh-brest-e-diwezh-an-xviiivet-kantved

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité