Un Hausmann republikan ha breizhat : Edgar Le Bastard

Aozer : Erwan Le Gall / Du 2020
En e embannadur eus an 28 a viz Ebrel 1904, pa oa koulzad kabaliñ an dilennadegoù ti kêr a veze oc’h ober e reuz e Roazhon, e lenned pennad rener ar gazetenn bemdeziek Ouest-Eclair, Emmanuel Desgrées du Lou, oc’h en em lakaat da ward hêrezh an aotrou maer Edgar Le Bastard… aet da Anaon un 12 vloaz kent koulskoude. Ma oa sklaer e oa aze ur soñj politikel a-dreñv e benn en enorioù se, pell war-lerc’h marv maer kozh Roazhon, gwir eo e taol gouloù war pezh a chom war-lerc’h an dilennad a reer a-wechoù «Hausmann Roazhon» outañ.

D’an 12 a viz Genver 1836 e oa bet ganet Edgar Le Bastard en ur familh pinvidik a-walc’h eus Tinchebray, ur gumun vihan etre Vire ha Flers, e departamant an Orne. Diouzh tu e vamm e zeue eus ur rummad kivijerien binvidik eus Roazhon. E eontr Octave a oa bankour, ha maer -republikan- ivez e Tinchebray etre 1875 ha 1881. Bev a-walc’h e oa kleñved ar politikerezh e ti ar re Le Bastard :tad-kozh Edgar, Denis Le Maréchal, marc’hadour pinvidik e Rugles, ur gumun en hanternoz Laigle, e departamant an Orne, a oa ivez kannad an Trede-Stad da geñver ar Stadoù Jeneral e 1789. Ezel eus ar Gonvañsion e oa, hag aet e oa a‑enep lazhidigezh ar Roue. Met pell emañ Yann eus e gazeg ma klask lavaret eo abalamour da‑se e strollad ar re Voderet an hini a oa da vezañ maer e Roazhon…A Rennes, à la fin du XIXe siècle, une tannerie sur les bords del'Ille, non loin d'où grandit le jeune Edgar Le Bastard. Musée de Bretagne: 998.0101.207.

Gwir eo ez eo Edouard Leroux en doe al levezon ar brasañ war an dibaboù graet gant an den yaouank, war a seblant. Pa oa marvet he gwaz, François Le Bastard, d’an 20 a viz Genver 1839, eo bet degemeret Aimée Leroux, hag he daou vab, Edgar hag Alfred, e ti he breur. O chom e Roazhon e oa ar c’hivijer pinvidik, en e di 4 straedig Sant Varzhin. N’eo ket souezh neuze e vefe aet an daou baotr d’ober o studi e kentelioù ensavadur Sant Varzhin, ha ne seblant ket e vefe bet merket re Edgar gant an deskadurezh katolik kelennet gant ar frered Eudisted. Ur wech erru lisead eno ne ziskouez ket kaout un anaoudegezh don eus e gentelioù relijiel, evel un arouez eus e  dro‑spered enep-kloer da zont, pezh ne vir ket outañ da gaout disoc’hoù eus ar c’hentañ mod‑all, er c’hontrol. Ha nebeut goude en em gavas just a‑walc’h studier war bankoù skol-veur ar Gwir e Roazhon.

Met ma oa desket mat Edgar Le Bastard e oa ivez digoret dezhañ dorioù rouedadoù pennoù-bras bourc’hizien Roazhon, ha posupl e vefe bet dezhañ adkemer renerezh kivijerezh e eontr, ha n’en doa hêr ebet. Met seblante ket bezañ graet nag entanet evit kement-se koulskoude. E vreur Alfred, er c’hontrol, a lak e nerzh en aferioù, e‑keit m’emañ Edgar o kregiñ gant e vicher a vreutaer, a-raok dont en-dro en embregerezh ar familh. Met bev e oa ennañ kleñved ar politikerezh, hag e 1872 e teu Alfred da vezañ ezel Lez-varn ar C’henwerzh, betek mont en he fenn etre 1874 ha 1877, padal e oa Edgar sekretour Kambr ar C’henwerzh etre 1873 ha 1877. Hag etre 1874 ha 1881 e voe merour is-kevredad Roazhon Bank Bro-C’hall.

Ur republikan entanet

Ne chome nemet Edgar Le Bastard evit ober war-dro aferioù e familh e penn-kentañ ar bloavezhioù 1880, pa oa aet e vreur d’an Anaon e 1877. E penn unan eus pinvidikañ e kêr-Roazhon e oa Edgar, met daoust da‑se e kave dezhañ e chome dispriz outañ a‑berzh «bedig‑bed Roazhoniz», abalamour d’e vicher a givijer, ha ne oa ket gwall cheuc’h war veno noblañsoù kozh ar gêr. Ouzhpenn da‑se ec’h embanne splann e oa eus tu ar Republikaned, pezh ne yae ket gant emzalc’h industriourien Roazhon a veze o skoazellañ an Eil Impalaeriezh. Cheñchet eo penn d’ar vazh war-lerc’h an droug‑lamm e-tal Prusia ha gant al lamm tapet gant Napoleon III. D’an 3 a viz Even 1870 e voe ken‑savet gant Edgar Le Bastard  L’Avenir de Rennes , ur gelaouenn gounezet d’ar mennozhioù republikan hag a zeue er‑maez teir gwech ar sizhun. Nebeut amzer goude, dre c’hrad un endro gwall drubuilhet e‑doug ar Bloavezh heuzus-mañ e voe anvet er bodad-kêr, pezh a voe penn‑kentañ ur vicher hir a gasas anezhañ betek ar gador a vaer a dapas d’ar 14 a viz Genver 1871.

Ne voe ket ken merket e resped kentañ gant e obererezhioù lec’hel eget gant al linenn‑stur bolitikel a voe staliet gantañ. Difenner bervidant ar Republik e oa, met daoust da‑se e oa a‑du gant an urzh frankizour ha kondaoniñ a reas Kumun Bariz hep mar na marteze. Met kement‑se ne oa ket trawalc’h evit elektourien Roazhon, pa ne blije tra ebet dezho nemet ar muzul er politikerezh : trec’het e voe Edgar Le Bastard e 1871, ha ne adkavas ket e gador a vaer Roazhon a‑raok an 28 a viz C'hwevrer 1880, bloaz goude bezañ bet dilennet senedour.

Ti-kêr Roazhon en eil lodenn an XIXvet kantved. Mirdi Breizh : 2017.0000.4838.Iskis e seblant bezañ, met ma ‘z eo ar prantad‑se ar vegenn eus e vuhez politikel, n’eo ket ur mare gwall habask evitañ memestra, pa oa e‑liamm gant  an dro-gaer boulañjour. 

Ar saver-tiez

Pa oa maer Roazhon n’en deus ket paouezet Edgar Le Bastard da zifenn interestoù ar gêr hag hec’h annezidi. E 1883 e stourmas evit ma vefe kaset Skol broadel al labour-douar da Roazhon, pezh a voe graet a‑benn ar fin e 1892. E-doug ar bloavezhioù 1880 en doa stourmet ivez evit difenn Arsanailh Roazhon, bet lakaet en arvar dre ma oa kresket spontus hini an Naoned. Un digarez evitañ da zifenn ivez ar vicherourien, ha da ziskouez evel‑se e gizidigezh ouzh o gwirioù, ha pa daole pled bepred da wareziñ interestoù ar vistri memestra.

Palez ar c’henwerzh gant an delwenn bet savet e koun Edgar Le Bastard en tu-raok. Kartenn-bost Mirdi Breizh : 975.0068.33.

Evit Edgar Le Bastard e oa ar yec’hedouriezh ur pal a-bouez en obererezh sevel savadurioù, ha sklaer e oa e klaske kinnig lojeizioù dereatoc’h d’e velestridi. Gwir eo ne oa ket gwall aes sevel lojeizioù dre ma vez soubet alies-ker Roazhon e dourioù chag ar Gwilen. Savet e oa bet Su ar gêr war geunioù, ha gwall ankenius e veze gwechoù zo stad al yec’hederezh eno. Renet e voe brezel ar yec’hed ha digoret en deus meur a chanter : tuellet e voe dourioù ar Mined hag al Loisance, div adstêr ar C’houenon, lakaet en doa sevel ur stankell vras a c’helle bezañ enno betek 20 000 m3 dour dous, diorroet en deus ur rouedad sanioù a c’helle degas an danvez prizius d’an holl… Un tamm mat a strivoù, gwir eo, met divent ar gefridi ivez : e 1905, da lâret eo 13 bloaz war-lerc’h marv Le Bastard, 60% eus straedoù ar gêr ne oant ket skarvet ouzh rouedad kanioù-skarzh ar gêr c’hoazh. Ouzhpenn da-se e ranke maer Roazhon plediñ gant kresk reut ar gêr a oa tremenet eus 44 481 annezad da geñver niveridigezh 1866, da 76 000 e 1890. Setu perak en doa bet roet an urzh da doullañ pe ledanaat meur a vali, straed Sant-Heler en o zouez. Gourc’hemennet en deus ivez ma vefe kêriekaet karter Sevigneg, a-hed fabourz Pariz, tost da bark an Tabor : an takadoù lec’h ma kaver enno otelioù prevez kaer-kenañ hiriv c’hoazh a oa bet gwerzhet a lodennoù neuze.

N’heller ket distagañ neuze tonkad Edgar Le Bastard e kêr-Roazhon diouzh buhez micherel an den zo bet skoazellet gantañ daoust da bep tra, tisavour ar gêr, Jean-Baptiste Martenot. Eñ eo just a‑walc’h a voe krouer pennoberenn An aotrou Maer, Palez ar C’henwerzh a voe kroget da sevel e 1886, ha div lodenn a oa ennañ : ar gazel Gornôg, echuet e 1891, an hini Reter a voe echuet e 1929 hepken. E-pad pell o deus pouezet al labourioù bras-se war arc’hanterezh ar gêr, met ne oa netra re vrav evit ar Maer. Dispouron e a an dilennad pa ranked brudañ ker Roazhon, hag evit‑se e implije pep tra a oa en e gerzh. Un arvester reoliek e oa eus abadennoù an opera hag ar c’hoariva, hag evit brasaat o levezon arzel ha sevenadurel en doa kresket o arc’hantaouiñ, hag ouzhpenn‑se e lakaas sevel ur mirdi gwirion e Roazhon.  Ha daoust ma n’en doa ket eñvorennoù dispar eus e amzer studier er skol-veur, ne baouezas ket da glask lakaat anezhi da cheñch skeuliad memestra.

Ambrougadeg war blasenn an ti-kêr da geñver obidoù Edgar le Bastard. Mirdi Breizh : 2016.0000.1935.Siwazh deomp Edgar Le Bastard n’en deus ket laosket eñvorennoù na karnedoù, na lizhiri prevez war e lerc’h. Diaes e chom evidomp ober anaoudegezh gant an den, padal e anavezomp mat e obererezhioù hag e stourmoù politikel. Posupl eo memestra tremen dre un tredeeg, hag en dro-mañ Edmond Vadot, penn-sekretour Kêr-Roazhon etre 1885 ha 1909. En e garnedoù en deus roet deomp poltred ur c’hi-labour speredek-tre, met  ur penn-maout ivez hervezañ : « en emouestlet e oa d’e vignoned, met didruez ouzh ar re a drubarde anezhañ ». Komzoù leun a  vignoniaj gwirion war a seblant, komzoù kadarnaet gant François Demay en ur memor mestroniezh bet savet e 2000, hag a ro deomp taolenn ur politikour kalonek, met aotrouniek ivez a-wechoù. Laouen e oa kalon e enebourien bolitikel pa skrivent er gelaouenn Le Journal de Rennes , o livañ poltred ur « mestr-maer », un dilennad « mac’homer ha brell », hag a gase « e guzul-kêr a-daolioù botez ». Ha gwir eo e lakae Edgar Le Bastard e fri en holl aferioù, ha ne blije ket dezhañ bezañ dislavaret. Evel-se da skouer e tivizas e 1882 skarzhañ penn-kanerez c’hoariva Roazhon abalamour, hervezañ, ma ne roe ket d’an arvesterien pezh e oant o c’hortoz diganti. D’an 28 a viz Even 1892 e varvas, pa oa oadet a 56 vloaz hepken, met klañv ha peuzdall . Chomet ez eus war e lerc’h roudoù eus e labour war ar gêr a-bezh.

 

Teul bet troet diwar ar galleg gant : Sten Charbonneau

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « Un Hausmann republikan ha breizhat : Edgar Le Bastard », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/11/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/un-hausmann-republikan-ha-breizhat-edgar-le-bastard

Levrlennadur

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité