Lezioù-barn mac’hañ kenlabourerezh ar merc’hed da goulz an Dieubidigezh

Aozer : Fabien Lostec / Genver 2021

A bep seurt lezioù barn a oa bet fiziet enne kastizañ ar fedoù o tennañ d’ar c’henlabourerezh. Da gentañ-penn, lez-varn-pad an armeoù en XIvet rannvro an armeoù e Roazhon, adalek miz gwengolo 1944. Divizout a rae al lez-varn reoliek-se diwar reolennoù justis an armeoù. Bihan e voe he ferzh avat pa ne varnas nemet un niver bihan-tre a genlabourerezed a-benn ma voe savet lezioù justis ha kambreier keodedel a-ratozh er goañv 1944. Bezañ e oa eus an div lez-se e kement departamant ac’h ae d’ober tachenn al lez-varn galv, da lâret eo tachenn istorel Breizh. Er c’hontrefed eus lez-varn an armeoù e oa ar re-se lezioù dreistordinal, bet savet a-ratozh da varnañ ar c’henlabourerezh hepmuiken.Tra ma veze barnet ar fedoù grevusañ gant al lezioù justis diwar kod ar c’hastizañ, e plede ar c’hambreier keodedel gant ar c’henlabourerezh « boutinoc ‘h », bet staget outañ un torfed nevez : an divri broadel. Tost an holl anezhe a voe serret e-kerzh ar bloavezh 1945, war-bouez hini Il-ha-Gwilun a voe fiziet enni an teuliadoù ne oant ket bet kaset da benn en departamantoù all. Serret e voe lezioù Roazhon d’o zro e miz here 1948 ha kaset e voe o zeuliadoù da Bariz e lec’h e talc’he al lezioù-barn keodedel diwezhañ da gas ar purañ da benn. Gante e voe barnet ivez Bretonezed bet kondaonet c’hoazh dre defailh hag a oa bet harzet abaoe. E miz genver 1951 e voe serret lez justis Pariz d’he zro : da lezioù-barn-pad an armeoù ha da hini ebet all e voe fiziet ar gefridi kas ar purañ d’e benn diwar neuze.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Fabien Lostec, « Lezioù-barn mac’hañ kenlabourerezh ar merc’hed da goulz an Dieubidigezh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 12/01/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/leziou-barn-mac-han-kenlabourerezh-ar-merc-hed-da-goulz-an-dieubidigezh