Amann sal

Aozer : Patrick Hervé / C’hwevrer 2021

Heverk eo an amann-sal eus keginerezh Breizh. Ken pouezus eo hemañ ken e vez graet « Breizhad amann-tout, penn-kil-ha-troad » eus an nen a embann d’an holl bezañ Breizhad a ouenn hag a galon.

Betek an XXvet kantved e veze graet amann evit gallout mirout an dienn, kuit a ober fourmaj-laezh, hag evit keginañ dre ma veze graet van ouzh an eoul. A bep seurt abeg zo da gement-mañ. Donedigezh un niver bras a Gelted er Vvet kantved zo unan dioute moarvat rak amann a veze graet gant ar re-se dija evit gallout mirout an dienn. An endro naturel zo kaoz ivez sur-awalc’h rak arvarus eo bet a-viskoazh ober fourmaj e Breizh, gant an dous ha gleb m’eo an amzer er vro-mañ. Kreñvaet eo bet ar pleg-se c’hoazh dre ma oa aezet ober gant holen o tont eus Gwenrann na oa taos ebet da baeañ warnañ betek an XIXvet kantved.

Gant bloneg e ranke ar beizanted ober avat rak gwerzhet e veze an amann da gaout un nebeud gwenneien er gêr. Ne veze ket keginet gant amann alies, ha c’hoazh gant nebeut dioutañ, evit lardañ ar grampouezhenn ziwezhañ tra ken. D’an deizioù bras avat, euredoù dreist-holl, e veze amannennet mat ar predoù.

 

Deuet eo an amann sal (etre 0,5 ha 3% a holen) da vezañ un elfenn hollret eus keginouriezh Breizh.  Ne vez ket degemeret tud ouzh taol anez lakaat ur bezhienn amann warni, da vont gant bara ha traoù mor. N’haller ket dioueriñ anezhañ koulz e keusteurenn ar gêr hag er c’heginerezh a-vicher. O lakaat onion da rouzañ goustad en amann e vez graet al lipig a ya da heul ar c’hig-ha-farz e Bro leon. Amann gwenn a vez skuilhet war pesked al Liger izel, ul lipig bet krouet gant Clémence Praud e deroù an XXvet kantved, o flapañ amann war chalotez troc’het munut lakaet da goazhañ ez-tomm gant gwinegr er gastelodenn.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Patrick Hervé, « Amann sal », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 15/02/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/amann-sal

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité