Prunev a gaver alies e meuzioù Breizh ha pa n’eus ket dioute er vro-mañ. N’eo ar re-mañ na prun ar gwez imboudet a gaved e liorzh ar person nag ar gwregon a veze graet kofadoù dioute gant ar vugale betek tapout ar foerell diwarne. Prunev Ajenn disec’het, du ha krec’higellet eo ar re-mañ. Abaoe an XIIIvet kantved e vez gounezet prunev war rozoù Bro Ajenn hag Amagnac. Gwechall, pa ne oa ket a stoufailhoù c’hoazh, e veze disec’het ar frouezh dindan an heol kent o c’has da holl porzhioù ar meurvor. Karget e vezent war gement bag dre lien dre ma oa aezet o fakañ hag o mirout. Roet e vezent d’ar vartoloded d’o gwareziñ diouzh droug an douar ha da reiñ nerzh dezhe da dreiñ ar windask ha da gas al lien da laez.
Strevet eo bet ar prunev eus ar porzhioù kenwerzh betek kreiz ar vro. Boued eus an dibab int bet e-pad pell, na vezent implijet nemet da wellaat meuzioù zo, kaoteriad pe stlipoù, pe da reiñ nerzh d’ar mevelioù pa veze devezhioù bras en atant. Hervez Jacques Cambry, e 1795, e veze implijet prunev da wellaat kachennoù an eureudoù. Hervez ar Gonideg avat, en e c’heriadur bet embannet e 1850, eo stag ar prunev ouzh ar farz-forn. Ul ledennad yod prunev a c’haller lakaat ivez er wastell « breizhat », he zoaz greunnnek amann e-leizh ennañ. Prunev soubet er gwin pe en te a ya d’ober ar banneoù traoù dous a vez lipet gant ar merc’hed pa ‘z eont da gafeta an eil e ti eben.