M’o dije c’hoant ar vugale an deiz a herie kemer skouer war ar reoù deuet araoke war an douar, e kavfent c’hoazh e-barzh an natur ur baner gaer a frouezh war-hed dorn. Soñjal a reer diouzhtu er frouezh a vez kavet war ar gwez pe ar bodennoù a roer o anv amañ war lerc’h : mouar, kistin, kilvij, kraoù-kelvez ha mesper.
Setu goude al louzeier hag o frouezh. Kavout a reer da gentañ ar c’hraoù-douar e troad ur blantenn heñvel awalc’h he delioù ouzh reoù ar c’harotez. Stumm ur graonenn he deus ar frouezhenn-se ha mat da zebriñ. Korzennoù ha delioù louzeier a veze debret ivez evel trinchon gad, trinchon logod, bara koukoug hag all.
Bez veze bleunioù war roll meuzioù an natur ivez evel reoù bokedoù an hañv pe c’hoazh fleur gwezvoud, a veze graet bronnoù koukoug anezhe dre ma veze ur seurt jug mèl enne hag a vez graet justamant e saozneg : honey-suckle anezhañ.
Bez o devez soñj erfin ar rummadoù kozh c’hoazh penaos e koulz an eost e veze graet chewing-gum gante en ur dramouilhat greunennoù ed, roet dezhe ewit mann e-mesk un natur brokus.