Kalzik a oberennoù a zo kaoz enno eus ar « burzhud ekonomikel breizhat », un naoutur a c’heller tostaat ouzh hini un « oadvezh aour » o lakaat un tiriad gouestlet d’al labour-douar dreist pep tra da vezañ ur vro leun a startijenn ha liesseurt hec’h obererezh, gant forzh treboulañs da heul. Darn eus ar c’hemmadur-se a glot gant hini Frañs en he fezh, e-kerzh ar bloavezhioù ez eur kustum d’ober anezho « an Tregont Glorius », padal un ugent vloaz bennak a zale a zo bet graet gant Breizh a-fet kronologiezh. Displegañ a c’heller an dilañs-se tra-penn da nerzhioù a zo ispisial da gevredigezh Breizh, ha d’ur youl da adtapañ an dale. Ar CELIB eo, war un dro, an arouez hag an deraouer eus ar youl-se.
N’eo ken adalek ar bloavezhioù 1970 avat en em gavo an holl nerzhioù treuzfurmiñ a-gevred er jeu. Klotañ a ra kement-mañ gant ur rummad yaouankizoù o tont d’o oad, tud ganet goude an Eil Brezel Bed, niverusoc’h, desketoc’h, dizalc’hoc’h o speredoù ivez, tud n’eo ket ken izel o fennoù ganto ivez. E-keñver meiz ha psikologiezh o deus graet o mad eus hêrezh ar stourmoù renet gant ar rummadoù kent, hag a zo aze c’hoazh war an dachenn sokial. An dud yaouank-se zo bet merket gant ar brezel bed hag an adsavadur da-c’houde, gant brezel Aljeria hag ar stourmoù kaset gant ar sindikadoù er bloavezhioù 1950 ha 1960.
Ober a ra berzh ar CFDT dre gemer troad e-barzh ar friturioù boued nevez, e-barzh al labouradegoù botaouerezh lêr hag e-barzh an uzinioù digreizennet ma vez produet elektronegezh, kirri-tan peotramant gwiadoù. Chom a ra kreñv ar CGT war dachenn ar vetalouriezh. Emsav eo dilec’hiañ postoù-labour etrezek ledenez Breizh gant an izel ma vez ar goproù eno, met al labourerien yaouankoc’h ha desketoc’h ne badont ket mui gwall aes gant seurt goproù ken, na kennebeut gant o aozioù labour tenn. Evit sevel a-enep e c’hellont en em harpañ war an hengoun a genskoazell a zo bet a-viskoazh war ar maez, hag ivez war gizioù sevenadurel o c’hevredigezh, renevezet da vat, evel ar festoù-noz ha festoù ha gouelioù all c’hoazh, m’en em gav mesket enno ar rummadoù oad. Emañ ar bed diwar ar maez war cheñch krenn-ha-krenn ivez. Ur wir reverzhi eo – koulz e-keñver kenlabour ha teknik – met unan didrouz peurvuiañ. Kerkent hag e deroù ar bloavezhioù 1950 e oa bet boulc’het an treuzkemm-se, un digor da beizanted Breizh war-zu an diavaez. Tremen eus bed al labour-douar da unan a dud gopret, ouzhpenn ar c’hemmadurioù meneget uheloc’h, sed aze ur pezh mell faktor a gemmadur sokial ha politikel.
Diwar ar c’hemmoù-se e erru ur « miz Mae breizhat » e 1972 gant meur a ziskrog-labour diouzh renk, en o zouez hini micherourien ar Joint français. Ur wech aet ar maout gant ar re-se e teu o stourm da vezañ un arouez a unvaniezh ledan e Breizh evit kaout goproù par d’ar re all, douget gant un dihun sevenadurel troet da nagenniñ ha da adpiaouañ ar vreizhadelezh.
Eus an tu-kreiz d’an tu-kleiz sokial-demokratel
Tennañ a ra gounid an tu-kleiz eus kement-se holl. Kroget e oa da cheñch stumm e Breizh diwar ar mennozhioù degaset gant tud eus an « tu-kleiz nevez » (PSU) a zo dezho al laikelezh ur sujed a eil renk. Ha setu ma ya darn eus ar voterien gristen da gosteziñ gant an tu-kleiz sokialour e-lec’h an tu-kreiz. Adtapout a ra an tu-kleiz e 1967 al live a oa bet gantañ e 1956, da-c’houde ne ra nemet mont war-raok, ha buan. Anvioù evel re Loeiz ar Peñseg ha Charles Josselin, kannaded sokialour dilennet o-daou e 1973, hag an hir ma ’z eo bet o buhez politikel, kement-mañ a ro deomp ur skeudenn splann eus kresk ingal-ingal an tu-kleiz breizhat, ur c’hresk graet diwar goust ar Greizourien dreist-holl. Mont a ra Aodoù-an-Hanternoz gant an tu-kleiz da geñver an dilennadegoù kanton e 1976. E 1977 ez a ar pep muiañ eus kuzulioù ar c’hêrioù gant listennoù Unvaniezh an tu-kleiz, renet gant Sokialourien. Gant se e vo kevredet stourmoù a bep seurt (re ar rannvroelourien pe an tu-kleiz « arall ») ha toullet an hent evit o lakaat da gemberiñ.
War ar memes tro en em sav stank an dud e Breizh evit difenn an endro, gant un nerzh ha n’eus ket e bar e lec’h all pe nemeur : a-enep ar raktresoù kreizennoù nukleel hag ivez al lanvioù du, a vez muioc’h-mui anezho war aodoù ar vro, ha c’hoazh a-enep saotradur an dour.
Ur wech aet François Mitterrand e-barzh e 1981 ez eus votadeg da heul evit dilenn ar gannaded. Mont a ra 18 sez diwar 33 gant ar PS, disteraet krenn gantañ ar PCF hag ar PSU. Bremañ emañ an tu-kleiz e pep lec’h dre ar vro, pa ne oa anezhañ nemet e kornioù zo eus Breizh betek-henn. Hepdale e krogo da zizeriañ meur a emsav sokial bet lusket an tu-kleiz gantañ avat, dreist-holl goude 1984.
War an dachenn bolitikel avat, kement koll diouzh an tu-kreiz zo gounid evit ar PS. Beuz eo c’hoazh evit ar Sokialourien disoc’h an dilennadegoù kannaded e 1988 hag adarre e 1997 (16 dilennad ha neuze 20, diwar 36) peogwir e vez amplaet atav kement cheñchamant er c’hedveno gant ar mod mouezhiañ muianiverel. Aet Penn-ar-Bed gant an tu-kleiz e 1998. Aet Il-ha-Gwilen ha Liger-Atlantel gant an tu-kleiz d’o zro e 2004. Ar Mor-Bihan hepken a chom hep cheñch kostezenn. Ar memes bloaz ez eo graet pazenn ziwezhañ an diazezadur-se : an tu-kleiz unanet ledan – ekologourien, rannvroelourien hag all – a dap kaout ar muianiver e kuzul ar Rannvro velestradurel Breizh-4, ur muianiver a oa da badout.
Neinboent an oadvezh aour politikel eo evit an tu-kleiz renet gant Sokialourien ha n’int ket dispac’herien met kempennourien, un neinboent kadarnaet pelloc’h gant an dilennadegoù kannaded e 2007 hag e 2012. Piv en dije kredet ne chomje gant an tu-kleiz-se nemet ur c’hannad er Gambr e 2017 ?
Bet troet diwar ar galleg Gant Stefan Moal