« Amañ eo, e bae Keroman, e savfen ar porzh, ha war ar garreg e beg La Perrière e savfen ar Sklaserezh ». Kerkent ha 1904, an ijinour Henry Verrière (1876-1965) a ijine, just a-walc’h, penaos e vefe stummet en amzer da zont « kêr ar pesked » e Keroman – a voe kaset da benn 14 vloaz war-lerc’h.
E miz Mae 1919 emeur krog da sevel ar sklaserezh e Keroman. Pevar zra zo afer da gaout er batis-se, savet gant ar gompagnunezh Sulzer : ober skorn, mirout ar skorn-se, e skignañ, ha skornañ pesked. Splann eo ar pevar implij-se pa seller ouzh talioù ar savadur. Er mogerioù war e dro ez eus nebeut-tre a doulloù, ha bihan anezho, evit dalc’her ar yenijenn e-barzh. Faoutoù int, tra ken, evel tarzhelloù e mogerioù an tri estaj kentañ, an estajoù evit mirout ar skorn hag evit ar skornañ. En estaj uhelañ eo e veze produet ar skorn. Hennezh a zeu un tamm sklêrijenn ennañ dre doulloù n’eus ket enno muioc’h eget 3m2 moarvat. Gant peder fignerez diavaez e c’helled pignat aesoc’h d’an estajoù, hag an dorioù e rez-an-douar a zigore war yenerezioù feurmet d’ar besketaerien. Sko er savadur emañ sal ar mekanikoù hag hec’h adsalioù. Nag evit an tal eus ar batis a zo dirak ar borzhlenn ha koc’hu ar pesked, eno eo e veze dasparzhet ar skorn.
Savet eo bet ar batis war un diaz bolzoù betoñs ha pileroù greunit-pastur pozet war ar roc’h. Diwar an diazezoù-se ez eo bet savet, war bemp live, ar mogerioù mein mañsonet hag induet gant simant. Betoñs houarnet eo a zo bet implijet evit ar framm diabarzh, tra ma ’z eus bet implijet brikez maen-simant difuet gant panelloù lij evit speurenniñ ar salioù mentet evit stokiñ 1 500 tonenn skorn ha 2 000 tonenn pesked. An to kentañ, graet gant shed goloet gant teol, a zo bet cheñchet e 1955.
Da vat o teraouiñ e oa ar vicher skornañ da neuze c’hoazh. Sistem an Danad Ottesen, amprouet e 1912, an hini eo a oa bet dibabet. « E-barzh melloù beolioù graet evit an dour-hili e vez leuniet steudadoù moulloù gant dour dous, ha neuze e vez skornet an dour-se da - 10°C e-pad un daouzek eurvezh bennak. Gant ur pont ruilh e vez savet ar steudadoù moulladoù skorn hag e vezont divoullet war un daol. E-giz-se en em gaver gant torzhoù skorn a 25 kg a ziskenn d’al liveoù dindan gant un toboggan, pe evit bout stoket, pe evit bout pilet gant braeerezed. Kaset e vez ar skorn pilet war tapisoù-ruilh betek ar bigi, peotramant gant bagonioùigoù betek ar c’hoc’huioù-pesked ha magazennoù ar vareourien ».
Bemdez e vez divoullet 120 tonenn a dorzhioù skorn, ha dindan un eurvezh e vez skornet 1,8 tonenn a besked. Treiñ a ra ar « fritur-skorn » e 3/8, a-wezhioù seizh devezh ar sizhun. Labourat a ra an dud, betek 70 anezho, e-kreiz ar yenijenn sklas etre -10° ha -20° C. Da 450 tonenn bemdez e sav ar produerezh e 1970 zoken, e stumm barrennoù pe e stumm pailhour skorn abaoe 1965. Lakaet ez eus bet un echu d’ar produiñ torzhioù skorn e 1991, d’ar pailhour skorn e 2005, ar bloaz ma voe serret ar sklaserezh hag a oa tonket dezhi bout distrujet da neuze.
Ar savadur gris-se, uhel ha bras, n’eo ket ken gwenn-kann ha ma oa pa oa bet savet, na ken nobl da welet kennebeut, gant neuz « art déco » ar saverezh industriel anezhañ. Tra ma ya ar sklaserezh war fallaat en estajoù, e chom c’hoazh enni roudoù eus an obererezh industriel a zo bet amañ gwechall, da skouer el lec’hioù ma veze produet ar skorn, p’emañ ar mekanikoù eno c’hoazh. Ar sklaserezh-se n’eus den ebet a gement a chomfe diseblant outi. Lod zo bamet ganti, ha bec’h d’ar Street Art war he gorre. Evit ar re all ez eus daou zoare enebet da welet an traoù : evit darn e ranker mirout anezhi en abeg da galite ar saverezh a zo enni, d’he c’hozhentez, d’ar pouez istorel a zo dezhi en ur mod ; evit darn all avat emañ ar sklaserezh da vezañ distrujet evit mad an diorroadur ekonomikel er porzh.
Abaoe pemzek vloaz emañ dazont ar sklaserezh en entremar, met kenkoulz all e vo savetaet bremañ pa ’z eo kresket e-mesk an dud ar preder gant an endro hag gant ar badusted. « Evit an nep a oar sellet outo, ar savadurioù-se zo perzhioù boutin etrezo ha divoutin a-hend-all : kreñv-tre int, tonennoù ha tonennoù a c’heller lakaat war o gorre, posubl eo ober kazi pep tra enno » eme an arkitektour Philippe Prost diwar-benn savadurioù an industriezh ha re an arme. Bremañ p’emañ erru kant vloaz ar sklaserezh, ha ma teskfemp-ni sellet outi…!?