E miz Gwengolo 1972 eo bet savet strollad ar Sonerien Du gant ar soner yaouank Yann-Kaourintin Ar Gall (27 bloaz) hag e gomper Dani Tanneau (27 bloaz), ar c’haner ha gitarour Raymond Riou (22 bloaz) ha Gilles Rolland (16 vloaz), paotr e akordeoñs. Pep hini anezho zo bet ganet er vro-Vigoudenn, e Pont n’ Abad, ha dibab a reont tennañ anv o strollad diouzh ur vojenn eus ar vro. Gant izili ar strollad emañ ar soñj kemmeskañ binviji ar sonerien daou-ha-daou (binioù ha bombard) gant binviji a-vremañ, akordeoñs, gitar folk, gitar boud, pedal-steel, ha kement zo. Diwanet e oa e kalon kelc’h keltiek Pont-‘n-Abad, pa veze ar sonerien o c’hoari tonioù etre ar prantadoù dañs. Ha da geñver distro un droiad en Alamagn hag en Danmark eo bet savet da vat ar Sonerien Du.
Lañs ur strollad leun a startijenn
Broudet gant lañs ar «wagenn geltiek» e krog ar Sonerien Du gant troiadoù e-leizh kerkent ha 1973. Div bladenn zu (33t) zo bet embannet e ti ArFolk. Bal breton zo bet gwerzhet 6 000 pladenn outañ dindan daou viz (100 000 skouerenn er fin tout), biskoazh kement-all, pezh en deus roet tro dezho da sevel un eil pladenn. Ha warni, an ton laridenn «Jean-Marie » a glever hiriv c’hoazh e dibenn o abadennoù. Tonioù da zañsal eo a glever gant ar Sonerien Du, kanet e Galleg koulz hag e Brezhoneg. Gant an anv «Bal Breizhek» e c’hellont kinnig dañsoù eus pep korn a Vreizh. Buan a-walc’h e cheñch-dicheñch roll izili ar strollad. Ken abred ha penn-kentañ 1973 e ro Yann-Kaourantin Ar Gall (1945-1995) e blas da Yann Goas (1937-2021). Evit Yann-Kaourantin e oa gwell c’hoari sonerezh en doare hengounel. Kregiñ a ra ar Sonerien Du gant un doare nevez evit ar strolladoù : ar cheñchamantoù dibaouez er skipailh. Abaoe 1972 ez eus bet 23 soner «padus» (bloaz d’an nebeutañ) disheñvel en holl. Daou soner nevez erruet e 1973 : Didier Quiniou (1954-2014) ouzh ar gitar ha Jean-Pierre Le Cam (ganet e 1949) a dap ar gitar-boud dredan. Brud vat a vez diouzhtu war ar strollad, a-drugarez d’o startijenn ha da nerzh o mouezhioù. Moarvat e c’heller kavout strolladoù ampartoc’h war ar sonerezh, met muioc’h a startijenn a vez gant ar Sonerien Du.
Jean-Pierre Le Cam e 2013 © Gilles Simon
E 1975 o deus enrollet un deirvet pladenn (Volume 3) gant ar gitarour Dan Ar Braz (ganet e 1949), ha Michel Santangeli (1945-2014) a oa bet ivez tabouliner Alan Stivell hag hini Jacques Higelin. Er bloaz 1976 e teu izili ar strollad da vezañ sonerien a-vicher, hag ez int ar strollad festoù-noz kentañ moarvat d’ober ar bazenn-se. Ha kenderc’hel a ra ar strollad da vont war-raok. Aet eo Didier Quiniou kuit abalamour ma ne oa ket «graet evit ar vicher-se». Ha Dani Tanneau da reiñ e blas da Christian Desbordes (ganet e 1957). Pa vezer soner a-vicher e c’heller asantiñ d’an holl deiziadoù kinniget, ha pa vefent e broioù Europa an Hanternoz. Ar strollad kentañ eo ar Sonerien Du d’ober gant an doare nevez-se, tro-ha-tro festoù-noz en hañv e Breizh hag abadennoù en Alamagn, en Izel-vroioù, ha kement zo. Kement ma teuont da vezañ ar strollad gant ar muiañ a zeiziadoù abadennoù er bloaz 1977, gant 109 fest-noz ha 27 abadenn en estrenvro.
Ur wech ma oa aet kuit Christian Desbordes (ha ne oa «ket graet» kennebeut evit un doare-bevañ «bambocherien» evel ma rae ar Sonerien Du), eo degemeret Herve Kerneis (ganet e 1954), paotr e lies-vinviji. Div bladenn nevez zo bet embannet : Gwerz Penmarc’h e 1978, ha Feunteun Aod e 1981. E-barzh homañ e kaver an an-dro « L’Artilleur» a zo unan eus sonioù brudetañ ar strollad. Er bladenn-se ivez e ez eo meneget stourmoù Plougoñ, pa oa bet izili ar strollad o kemer perzh er stourmoù, hag evit skoazell Diwan ivez. Perzh o deus kemeret el luskad sevenadurel e-tal ar stourmoù evit ar vro a gaver war tu kleiz an dachenn bolitikel.
An dichal
An dichal e vo evit ar Sonerien Du tro ar bloavezhioù 1980, evel ma voe evit meur a arzour breizhek, met n’int ket chomet hep krouiñ memestra. Adalek 1982 o deus roet lañs d’an nozvezhioù deiz-ha-bloaz, hag o deus klasket doareoù nevez gas abadennoù en-dro. E 1984 e teu Claude Le Brun da dapout plas Gilles Rolland (1956-2004), ha degas a ra e delenn gantañ e-pad bloaz. Div bladenn zo bet enrollet en Izel-vroioù, : «Ten Years» e 1982 ha «Roue Marc’h» e 1984. War Roue Marc’h, e klever ur round Pagan anvet « Gouelioù ». Adkempennet, ad-enrollet hag nevez-anvet e voe ar son-se e 1994 ha graet « Kanomp ha roulomp atav ». Un diskleriadenn sklaer eus mennozhioù ar strollad, met ivez unan eus sonioù brudetañ ar strollad, a gas bec’h e dibenn ar festoù-noz !
Gérard Belbéoch e 2011 © Gilles Simon
Goude Claude Le Brun ez eo Éric Dureau a gas en-dro soniadoù e douchennaoueg e-kreiz tonioù Breizh, pezh ne veze ket bepred degemeret mat da neuze. En etremar emañ ar strollad, etre taboulinoù doare afrikan, gant Jakez Moreau, (ganet e 1955), ha toumperezh doare Rock, gant Gerard Belbeoc’h, (ganet e 1963). Hag eo Gerard Belbeoc’h a ziazez son e doumperezh a-benn ar fin. Met abalamour m’eo aet diouzh ar c’hiz an doare folk-kleub, ha peogwir e c’houlenn an toumperezh muioc’h a blas war ul leurenn, ne vo gwelet ar Sonerien Du kalz kement war leurennoù Europa. E 1986 eo ar grafour Fañch Hénaff a zegas al logo «kalon-binioù» war golo ar bladenn Amzer Glaz. Evel-se eo deuet al logo-se da vout merk ar strollad, hag embannet eo bet kentañ pladenn arc’hant ar Sonerien Du 1987 (Tradition vibrante).

Skritell ar Sonerien Du gant Fañch Henaff, 1986 Mirdi Breizh an Departamant 2010.0032.86
Raymond Riou, an hini diwezhañ eus ar pevar ezel diazezerien ar strollad a guita ar Sonerien Du e 1988. Dominique Lardic (ganet e 1954) a zeu da gemer e blas, en ur zegas e c’hitar dredan (er bladenn anvet Tredan, 1989). Hag erfin setu Dominique Robineau o tont da gemer plas Éric Dureau e 1989 (Robineau en doa savet kempennadurioù ar bladenn Etre mor ha douar, 1992). Kalz rouesoc’h an nozvezhioù abadennoù koulskoude (30 hepken e 1990). Savet eo ar goulenn : kenderc’hel pe get ? Yann Goas eo a ya war e leve e 1994, an hini kentañ da dapout e leve e-touez «astalerien» (intermitanted) e bed sonerezh Breizh.
An azginivelezh
Met setu erru poent an azginivelezh e bed sonerezh Breizh er bloavezhioù 1990. War-lerc’h un taol skoazell digant sonerien evel Bernez Killien, Youenn Bihan ha Jean-Claude Petit evit tapout plas Yann Goas, ez eo ar soner Jacques Beauchamp (ganet e 1957) da zont er strollad e 1994. Philippe Férec, ijinour son (ganet e 1966) a lak ar Sonerien Du da enrollañ en-dro o gwellañ sonioù ha tonioù : ha berzh a ra ar bladenn Puzzle e 1994 (40 000 skouerenn gwerzhet). E 1995, e teu Férec er strollad, evit tapout plas Dominique Robineau. Gant lañs nevez ar sonerezh keltiek en em daol ar strollad e raktresoù uhel evit o fladennoù da zont, Reder noz e 1996 ha Steir e 1998. Erru eo ar strollad ken uhel ma n’heller ket ober hepto e Breizh. Div gompagnunezh veur an embann pladennoù a zeu d’ober kinnigoù spletus d’ar Sonerien Du, met gant ma vo renet ganto dazont ar strollad, pezh a zo nac’het gant ar Sonerien Du, aon ganto e vent kaset d’an traoñ ken buan ha ma vefent bet kaset d’al laez nebeut a-raok. M’eo erru poellekoc’h emzalc’h ar strollad, ne fell ket dezho koll o frankiz e mod ebet memestra.
Julien Tymen ha Chim Cadudal e 2011 © Gilles Simon
Kalz gwanoc’h al lanv keltiek tro kreiz ar bloavezhioù 2000, ha goude bezañ bet div bladenn ganto (Le Bel âge e 2002 ha Puzzle 2 e 2004), e ro Jacques Beauchamp e blas d’e gomper Christophe Morvan gant e vinioù bras elektronek e 2004, ha div bladenn all e deuet er-maez, ( Be… New e 2006 ha Liv an amzer e 2008). Met ne grog ket ar yod er pod ha Christophe Morvan n’eus kuitaet ar strollad e 2009. Soñjet eo bet neuze adsevel ar strollad tro-dro d’ar c’houblad orin : binioù ha bombard. Erruet eo neuze Chim Cadudal (biniaouer ganet e 1960) ha Julien Tymen (talabarder ganet e 1984). Evit ar wech kentañ emaint seizh muzisian war al leurenn. E 2010 eo Claude Ziegler (ganet e 1964) a zeu da dapout plas Herve Kerneis evit bezañ paotr e lies-vinviji. Hag evit ar wech kentañ e kaver bremañ ur bladenn da bellgargañ (pladenn Live, e 2011).
E 2012 e teu ar-maez ar bladenn Seizh !! , enni ar c’helc’h sirkasian ken brudet Kervazegan’s Fair a zo deuet da vezañ unan eus brudetañ tonioù ar strollad. D’ar 15 a viz Gwengolo 2013 e ya Jean-Pierre Le Cam war e leve (d’e 64 bloaz) , lidet gant ur gouel e Pont-’n-Abad, war-lerc’h 41 a donioù ha sonioù. Christophe Runarvot a dap e blas neuze, ha c’hoari a ra war ar bladenn Frankiz (2015). Mont a ra ar Sonerien Du da vro-Sina e miz Mae 2018, a-raok embann o fladenn Kalon (2019). E 2019 ivez e vo gwelet Tangi Pensec (ganet e 1989) da vezañ an 23vet soner er Sonerien Du, ha kemeret en deus plas Chim Cadudal. Met ne vo nemet teir abadenn ar bloaz 2020 abalamour da enkadenn ar C’hovid-19.
Ar strollad Sonerien Du e Pont-’n-Abad e 2017 © Gilles Simon
E-doug un heuliad kaer a droioù dibar en deus padet un hanter-kant vloaz bennak ez eus bet klevet tonioù ha sonioù ar Sonerien Du e-pad war-dro 4 000 abadenn, hag embannet 19 pladenn (hep kontañ an dastumadoù ha pladennoù «live»). Mesket eo bet ganto binviji a bep seurt ha dimezet an doareoù sonerezh en ur zerc’hel bepred spered ar vro en o aozennoù. Ur gouel vras a vo gant ar Sonerien Du e Pont-’n-Abad d’an 20 a viz Eost 2022. Gant ma pado !
Dielloù Sonerien Du