Eus Aljeria d’an Elysée goude tremen dre Enez-Sun

Aozer : Erwan Le Gall / Ebrel 2022

Dre berzh an « darvoudoù » en Aljeria – anv ebet eus « brezel » da neuze, ne oa ket aotreet – e teuas Charles de Gaulle en-dro e penn ar galloud e Frañs e miz Mae 1958. Semplidigezh ar IVre Republik, dic’houest da gavout un diskoulm d’ar reuz a rene er vro-se, anezhi un departamant eus Frañs dres evel an Allier pe ar Bouches-du-Rhône ha neket un drevadenn pell-pell evel Indochina lec’h zo bet brezel etre 1946 ha 1954, ar semplidigezh-se a c‘houlenne e teuje un den « a-berzh ar brovidañs ». Na piv ’ta, estreget embanner Galv an 18 a viz Mezheven, a c’hellje « saveteiñ Frañs ur wezh c’hoazh » ?

Re wir eo n’eus ket bet gwall bell amzer abaoe an Eil Brezel Bed : faezhaet e oa bet Frañs 18 vloaz kentoc’h e 1940, dieubet 14 vloaz kentoc’h, ha kapitulet en doa an IIIde Reich dreist-diviz 13 vloaz kentoc’h. Chomet eo bev er speredoù an eñvor eus ar brezel hag eus ar goulioù zo bet d’e heul. Ne c’heller ket displegañ pep tra en abeg d’ar gronologiezh avat..

Pizh ha fin eo bet darbaret distro ar jeneral de Gaulle d’ar galloud e gwirionez, aleshont e Colombey-les-Deux-Eglises. N’eus ken met gwelet an niver a gemennoù bet embannet abretoc’h, ken inosantik ha tra, etrezek « ar c’hedveno » evit sankañ don er speredoù skeudenn Gwaz an 18 a viz Mezheven. D’an 28 a viz Ebrel 1958, da skouer, e tegas daou zen eus Enez-Sun d’an Elysée ur c’houlennadeg sinet gant an holl enezourien, un destenn o c’houlenn ma teufe ar Jeneral en-dro da benn ar vro. Un tammig re vras an touell, sur, efedus eo bet avat.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « Eus Aljeria d’an Elysée goude tremen dre Enez-Sun », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 4/04/2022.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/eus-aljeria-d-an-elysee-goude-tremen-dre-enez-sun

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité