An deiz ma rankas ar jeneral de Gaulle chom en aod

Aozer : Erwan Le Gall / Ebrel 2022

Alies, pa soñjer er jeneral de Gaulle, e weler ur gwaz n’oufe seurt ebet herzel outañ, pe dost : unan ne oa ket den da lonkañ pourc’had hag a ouie lavaret « Nann ! » ha « Ket ! ». « Nann » d’an arsav-brezel mezhus e 1940 ; un distro eus renad ar parlamant e 1946 ? : « ket ! » ; chom sac’het e-barzh enkadenn Aljeria, ur wech m’en em gave de Gaulle en-dro e penn ar vro e 1958 : « ket ! » ; ha c’hoazh, laosker kempouez ar Bed etre daouarn an daou « dreistgalloud » hepken e-pad ar Brezel Yen, sed ar Stadoù-Unanet hag an URSS ? : « ket ! ». Charles de Gaulle a chome den koulskoude, hag evel forzh petore den e ranke sujañ d’an natur, pe mat pe divat anezhi.

Ha pa zeuas da Enez-Sun e miz Eost 1946 e oa ar Jeneral en ur blegenn gwall ziaes eus e garrierenn. O vezañ ma ne zeue ket a-benn da lakaat da dalvezout e soñjoù diwar-benn al lezenn diazez, 6 miz kentoc’h, evel ur bariadenn, en doa laosket e blas e penn Gouarnamant da c’hortoz ar Republik a Frañs. D’ar 16 a viz Mezheven 1946, e Bayeux, e tistag ur brezegenn bouezus ma tispleg enni penaos e ranko bezañ aozet bonreizh Frañs hervezañ. Tamm trouz ebet, pe dost, ne ra ar brezegenn-se e-mesk an dud nag er c’hedveno avat, ha setu mudet-mik gwaz an 18 a viz Mezheven. Mont da reiñ Kroaz an Dieubidigezh da Enez-Sun e fin miz Eost 1946 zo evitañ eta, en ur mod, evel ober un distro bolitikel ha lakaat e vouezh da gontañ e-barzh ar ren-dael a oa d’an ampoent. Nemet ne zegouezh ket an traoù evel ma oa bet soñjet, na tamm ebet c’hoazh.

 

Ar fourgadenn Surprise a zo da gas ar jeneral de Gaulle hag e wreg da Enez-Sun a chom sac’het e Brest tra-penn d’ur gorventenn spontus, ha setu ampellet al lid war an ton bras. Ar banielloù triliv, hag ar re warno Kroaz Loren, staget ouzh ar prenester, ar garlantezioù bokedoù, ha betek ar wareg a enor savet gant kavelloù : kemend-all a draoù hag a ranko gortoz ken ma teuio an amzer da galmiñ. Ar pezh zo, ar mell friko chik-ha-cheuc’h a oa bet aozet da geñver donedigezh ar jeneral a rank bezañ debret. Ha kement-mañ a lako ar c’hazetenner Jean-Pierre Vivet, deuet da Enez-Sun da rentañ kont eus an darvoud evit ar gazetenn Combat krouet dindan guzh gant Henri Frenay e-kerzh ar brezel, o deus graet tud an enez « an eured hep an dud nevez ». Ur wezh erru « er gear » e vo degemeret ar jeneral, hervez ar gazetenn-se atav, « gant ar bobl en he fezh, ha kement a virvilh en dud ken n’haller ket deskrivañ », met « dindan ar glav puilh-polos ». Dre voneur eo bet servijet ar gwin a enor e-barzh « Ti ar vartoloded », un ti ne oa ket bet biskoazh ken dellezek eus e anv « abri » evel ma oa bet d’an deiz-se moarvat.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « An deiz ma rankas ar jeneral de Gaulle chom en aod », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 4/04/2022.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/an-deiz-ma-rankas-ar-jeneral-de-gaulle-chom-en-aod

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité